Buhez ar Sent/1837/Sebastien

◄   Canut Sebastien Aignes, guerc’hes ha merzeres   ►


An uguentvet devez a viz Guenver.


SANT SEBASTIEN, MERZER.


————


Sant Sebastien a voa guinidic eus a Narboon e Languedoc. E dad hac e vam a guemeras ur sourci bras da rei dezâ un descadurez caër ha d’e instrui hervez Doue. E furnez hac e gouraich, eme Sant Ambroas, a reas souden e aznaout e Palæs an Ampalaer Diocletien pehini er greas Cabiten eus e C’hardou.

An Ampalaer Payen-ze o veza deut da bersecuti ar Gristenien, ar Sant-mâ, petra-bennâc m’en devoa un desir bras da souffr evit Jesus-Christ, ne reas quet cousgoude, da aznaout ez oa Christen e-unan, evit caout ar voyen da sicour ar re-all epad ar bersecution, hac en effet ne espernas nac e gredit, nac e vadou, nac e boan evit o souten hac o soulagi.

Sourcius ha diligeant e oa da visita ar Prisouniou, evit consoli ha couraichi ar Gristenien ; ha dreist pep-tra evit creaat ar re pere, dre aoun rac an tourmanchou, a oa simpl er Feiz ; o accompagni a ree memes bete var ar Chafaut var pehini e tlient mervel.

Daou vreur, hanvet Marc ha Marcellien, o veza bet arretet ha condaunet d’ar maro, o zad hac o mam, pere a oa c’hoas Payanet, en em strincas da dreit ar Barner, hac a obtenas dre o fedennou hac o daelou ma vize accordet ur miz abars execution ar setanç, dre ma promettent ober d’o daou vab sacrifia d’an Doueou, dindan an amser-ze. Ober a rezont en effet o fossubl evit quemense, mæs Sant Sebastien pehini a visite alies an daou Vreur-ze, o remercout e coumancent beza tenereet dre an daelou eus o c’herent, a reas quement ma o c’hreaas er Feiz ; hac ouspen-ze e convertissas o Zad, o Mam, ar Barner ha pevar prisounier ha tri-uguent. Ar Barner-ze en devoa cals a esclavet da bere e roas o liberte goude ma o devoe recevet ol ar Vadiziant : e famill en em gonvertissas ha Marcellien hac o Zad, gant cals a re-all, a anduras ar Verzerinti, gant ur gouraich vras.

Rapportet voe erfin d’an Ampalaer penaus e voe Sebastien a ree d’ar Bayanet renonç d’an Doueou, hac a vire ous ar Gristenien n’o adorzent. An Tirant-se dre e goler a ordrenas var-an-heur e staga ous trogen ur vezen, hac e Jaza a dennou bir. Goude m’en devoa recevet meur a daul, ar Vourrevien el lesas, o songeal e voa maro. Un Intanves santel, hanvet Ireen, a yeas en nos evit sebelya ar C’horf ; mæs soueset bras e voe oc’h e gaout beo ; neuse e reas e zouguen secretamant d’he zy nac e pensas e c’houliou.

Querquent ha ma en em gavas pare, en em bresantas a nevez dirac an Ampalaer, hac e lavaras dezâ : O Prinç, ha possubl eo en em lessac’h bepret da veza tromplet dre ar raportou faus a rêr deoc’h eus ar Gristenien ? Gouezit penaus, pell dious beza adversourien d’ho Rouantelez, n’hoc’h eus quet a sugidi fideloc’h evito.

Diocletien, estounet o velet hac o clevet e parlant un den pehini a grede maro hervez m’en doa ordrenet, a lavaras : Ha te ve a-se, Sebastien ? Me ma-unan eo, emezan ; Jesus-Christ va Salver en deus conservet din ar vuez evit dont da rei un testeni publiq eus an injustiç a goumetter o persecuti ar Gristenien.

Diocletien a behini ar galon a oa caledet, a roas neuse urz ma vise scourgezet quen a zeuze da vervel. Evellen e varvas an Difennour couraichus-mâ eus ar Feiz, er bloaz 286.

REFLEXION.

Sant Sebastien, goude beza bet e Gorf toullet-oll gant birou ; ha beza achapet eus ar maro, a glascas c’hoas an occasion da vervel evit Jesus-Christ. Ruziomp gant mez o velet ar Sænt o clasq ar soufrançou, elec’h ma tec’homp hon-unan dious an occasionou pere en em bresant da souffr un dra bennâc evit Doue.

Ar Sænt o deus clasquet pep seurt Merzerintiou, hac ar re gruela memes : mæs penaus e andurremp-ni ar biana Merzerinti, ni pere ne ellomp quet souffr un taul hebquen, nac un injur, na memes ur goms, mar be un dra bennâc rust ; songeal a ellomp-ni e vezo roet ar Barados e donesoun hac evit netra deomp-ni pec’herien, andra ma ze coustet quement d’ar Sænt ? Ar Barados a so ur recoumpanç ; ret eo eta e c’hounit dre an euvrou mad, dre ar boan, dre ar soufrançou.