Buhez ar Sent/1837/Amedee

◄   Yan Climaaq Amedee Huug   ►


An unan-ha-tregont a viz Meurs.


BUEZ AN DEN EURUS AMEDEE,
DUC EUS A SAVOA.


————


Amedee a oa mab da Loïs eil eus an hano, ha da Anna merc’h d’ar Roue eus a Chypr. E Vam vertuzus a inspiras dezàn abred un horrol bras ous quement a elle displigeout da Zoue, oc’h e instrui hervez reglennou an Aviel ; hac ar Prinç yaouanc a gonservas e innoçanç en ur dostaat alies ous ar Sacramanchou. Passion hor Salver a ree ar sujet ordinal eus e Veditationou, hac e galon a vize quen touichet ha quen tenereet epad e Oræsoun na elle quet miret na vize remerquet alies an daëlou o coueza dious e zaoulagat.

O veza bet demezet da Verc’h ar Roue a Franç, e lequeas un urz admirabl en e Bales. Biscoas Prinç ne voe caret muy, na nicun ne vilitas muyoc’h carantez e bobl. E vadelez hac e fæçoun bepret gracius a ree dezàn gounit calonou an oll, mæz e zevotion e rente c’hoas respetaploc’h.

Goude e bedennou dious ar mintin e assiste en Oferenn gant ur respet ha gant un devotion quen edifiant, ma lavarzer penaus ez oa aoualc’h guelet an Duc en Oferenn, evit caout devotion. Antren a ree goudese en e Gonsail, e pelec’h afferiou ar beaurien hac an intànveset a oa atau raportet ar re guenta. An injustiç a vihe disoloet eno bepret, ha punisset ; hac an innoçanç a voa sur da veza difennet, sicouret ha proteget.

E garantez evit ar beaurien a oa quer bras ma seblante n’en devoa quen sourci nemet d’o soulagei, hac e bligeadur oa distribui e-unan dezo e alusennou. Ouspen an Hospitaliou en deus graet sevel e veler c’hoas e meur a ilis e Savoa hac e Piemon presànchou caër roet gantàn, pere a vezo en oll amser da zont ur merq eus e liberalite hac eus e zevotion.

E zevotion ne viras quet na roas mercou eus e gouraich hac e vaillantis pa voa attaquet gant adversouryen ar rouantelez ; ober a reas dezo santout penaus, evit beza Sant, ne vezer quet neubeutoc’h couraichus.

An Duc vertuzus-mâ a voe sujet epad e vuez da goueza e Drouc-Sant. Un infirmite quen humiliant na servichas nemet evit purifia e vertuz : e c’honsideri a ree evel ur c’hraç hac ur faver eus an Eê. Netra ne deo profitaploc’h d’ar re vras eguet an infirmiteou ; servichout a reont dezo evit trec’hi nerz ar goal inclinationou. An afflictionou, emezàn, en ur renta c’huero pligeadurezou ar bed, a ra deomp clasq ar bligeadurezou douç ha pur eus an Eê.

En e glènvet diveza, o veza græt guervel an Itron an Duches hac an Autrounez guenta eus e Bales, e lavaras dezo : recoumandi a ran deoc’h ar beaurien, exercit ar charite en o andret : rentit ar justiç hep respelit nicun, ha grit ma vezo servichet mad an Autrou Doue. Goude beza recevet ar Goumunion hac an Noën gant ar santimanchou-ze a zevotion gant pere e echu ar Sænt o buez, e varvas e Verceil, er bloas 1472, d’an oad a seiz vloaz ha tregont.

An isquibien pere a assistas en e anterramant, a grede quer parfet e jouisse dija e ene eus ar repos eternel en Eê, ma teuzont da zeliberi ha lavaret a resont an Oferenn an Anaoun. Arc’hescop Tarantes a lavaras an Oferenn a Requiem, evit en em gonformi d’an usaich eus an Ilis ; mæs Arc’hescop Turin a lavaras Oferenn an Itron Varia, hac Escop Verceil hini gr Speret-Santel.

Doue a zisclerias e Santeles souden goude e varo, Dre un nombr bras a Viraclou. Escop Verceil a raport c’huezec Miracl ha c’huec’h-uguent, bras meurbet, hac ispicial e faver ar re a goueze e Drouc Sant Yan. Ar Pap Innocant, unecvet eus an hano-ze, en deus roet ar bermission da ober an Offiç en enor d’ar Prinç eürus-mâ, e stadou Savoa.

REFLEXION.

Cals a dud a glasq beza istimet, enoret ha distinguet etouez ar re-all ; alies memes e reont cals a zispign evit quemense ; prena quêr a reont un neubeut poultr a daulont e daoulagad an dud, ha peurvuya ne rêr nemet goab anezo goudeze. An Duc eürus Amedee a so bet respetet hac istimet meurbet gant e oll bobl epad e vuez, ha muy c’hoas goude e varo. Da betra e oa dleour eus an istim hac eus ar respet universel-se ? D’e vuez innoçant, d’e garantez evit ar beaurien, ha d’e zevotion. Peur e teui an exemplou-mâ da ober impression va hor c’halonou ?