Buhez ar Sent/1837/Yan Climaaq

◄   Eustaas Yan Climaaq Amedee   ►


An tregontvet devez a viz Meurs.


SANT YAN CLIMAAQ, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, istimet en e yaouanctis gant an dud habil eus e amser, abalamour d’e speret ha d’e squirant bras, a renonças d’an oad a c’huezec vloaz da c’hloar ar bed, d’an oll enoriou ha d’an esperançou caër a elle caout, evit heulia ar mouvamant eus ar c’hraç pehini en inspire da vont en deserz. En em retira a eureu var Menez Sina dindan direction un Hermit santel, pehini, o caout ennan ur c’hoanteguez vras da zisqui, an docilite eus ur c’hrouadur, ar simplicite eus un ene pur, hac un oboissanç parfet, a reas dezàn e ber amser avanç meurbet en hent eus ar berfection. Goude maro e Zirector santel, en em lequeas er Gouent, ha ne songeas nemet d’en em aquita eus e zever er fæçoun ar parfeta.

Petra bennac ma o devoa Religiuset Menez Sina un Abad pehini a goumande var an oll Hermitet eus a Zeserz an Arabii, ha ma o devoa ur Gouent var ar Menez, an darn-vuya gouscoude anezo a veve ebars Hermitaichou separet.

Sant Yan Climaaq en em retiras ive en un Hermitaich, e pelec’h e praticas epad an daou-uguent vloaz yuniou ha mortificationou quen dreist-ordinal ma oue hanvet Æl an Deserz. E Oræsoun a oa casi continuel, ha lavaret a eller ez eo ispicial ebars er gontemplation eus ar Berfection divin hac eus a Visteriou hor Religion e receve digant Doue ar sclerigen dreist ordinal-ze, pehini e deus græt e gonsideri evel unan eus an Doctoret ha Tadou santel an Ilis.

O veza bet choaset evit Superior hac Abad eus an oll Religiuset a Venez Sina, e tescas dezo querzet gant couraich en hent eus ar berfection, quen dre e exempl quen dre e instructionou, ha dre voyen ul Levr admirabl pehini a gomposas, hac en deus evit Titr : Squeul an Eê.

Goude beza gouarnet e Religiuset epad pevar bloaz e teuas ,d’en em zisober eus e Garg evit songeal hebquen er moument eürus pehini a dlie e unissa gant Doue ; ha leun a vertuz hac a vilidou e varvas er bloaz 605, e-tro an oad a bevar-uguent vloaz.

Pa edo ar Sant-mâ var ar poent da renta e Ene, an Abad da behini en devoa roet e Garg, er pedas gant cals a zaelou da obteni evit-àn digant Doue, ar c’hraç na chomze quet e-unan pell var e lerc’h er bed : en em gonsolit, a respontas ar Sant, mervel a reot abars fin ar bloaz ; hac en effet e varvas da benn dec mis.

REFLEXION.

An oll n’o deus quet recevet an donæsoun a gontemplation, evel ar Sant-mâ, mæs ne deus den ebet na ell medita, ober Oræsoun a galon pe Oræsoun mental ; rac ne d’ê quet necesser caout quemense a squiant nac a speret evit ober Oræsoun.

Pep den a sant aoualc’h ,e ezomou : ar beaurien, ar re memes neubeuta instruet anezo, a voar ar fæçoun da exposi o miseriou, da zisquez o necessite, hac e ouzont excellant goulen sicour hac assistanç an dud vad. An exerciç eus an Oræsoun ne c’houlen quet muy a speret : pep-hini a ell aznaout e ezomou spirituel, o exposi da Zoue, ha goulen e c’hraç hac e assistanç ; pep-hini a ell sezlaou e goelet e ene petra c’houlen Doue digantàn, ha quemeret ar resolution d’e bratica gant ar sicour eus e c’hraç : chetu a-se ar guir fæçoun da ober Oræsoun. Doue a gar e parlantemp ountâ simplamant ha gant fizianç.

An exerciç eus an Oræsoun a so ur voyen vras, facil hac excellant evit cundui ur vuez vad hac evit avanç er vertuziou. En Oræsoun e ro Doue cals a sclerigen d’an ene, hac e teu ar galon da veza anflammet dre ar garantez divin : an Oræsoun a rend an ene fervant na couraichus e servich Doue, en hevelep-fæçoun ma caf æz ha douç e Lesen hac e C’hourc’hemennou. Er c’hontrol un ene, hep ar sicour eus an Oræsoun, a chom sempl, digouraich ha languissant.

Mar d’oc’h eta sourcius eus o silvidiguez, na vanquit quet da ober un neubeut a Oræsoun bemdez. Grit reflexion var ur virionez important bennâc, ur gueich var ar maro, ur gueich var ar Varn, ur gueich var Passion hor Salver, ur gueich var ur vertuz bennâc, evel ar Garantez, ar Burete, an Humilite, etc.

Coumancit ur veich d’en em rei d’an exerciç eus an Oræsoun, ha, gant graç Doue, dre ar sclerigen a raï deoc’h, e viot souden capabl da vedita var an oll Mysteriou ha var pep seurt vertuziou. Ouspen ar profit a dennot eus an exerciç santel-mâ, e quefot ennàn cals a gonsolation : Tanvaït ha guelit peguer caër ha peguen douç eo en em antreteni calon-ous-calon gant Doue.