Buhez ar Sent/1837/Ayber

◄   Vinçant Ferrier Ayber Herman   ►


Ar c’huec’hvet devez a viz Ebreul.


SANT AYBER, HERMIT.


————


Sant Ayber a oa mab da ur soudard eus a Flandres pehini en lequeas da zisqui lenn gant ur Mæstr mad. Ar c’hrouadur a zescas e ber amser, hac e vrassa pligeadur oa lenn Levriou devot eus a bere e profite meurbet. Alies e save en nos evit pidi Doue e treit e vele, mæs o veza bet surprenet ur veich er stad-se, en em denne goudese secretamant e craou al loenet evit ober e Oræsoun.

Ar Pautric yaouanc-mâ, o veza clevet coms eus a Gonversion hac eus a binigen un Hermit pehini a oa maro nevez a oa evel ur Sant, en em santas quen touichet, ma quemeras ar resolution da guitât ar bed evit ober pinigen. En em lacaat a eureu dindan direction un Hermit santel, hac e imita a reas en e yuniou, en e veillou hac en e binigennou. Chom a reent alies eiz dez heb guelet tam bara, ne reent morse tân, hac o bevanç ordinal a oa griziou criz ; an darn-vuya eus an deiz hac eus an nos a dremenent en oræsoun, o cana Salmou ha meuleudiou an Autrou Doue. An Hermit a Oferenne bemdez, hac e Zisquibl santel a gommunie ive bemdez, gant un devotion hac ur fervor bepret nevez. Ar Bara-mâ eus an Ælez eo a ree dezo nerz evit en em souten en o mortificationou quen extraordinal.

Sant Ayber, d’an oad a dri-uguent vloaz, en em dennas en un Deserz rustoc’h, e pelec’h e crescas c’hoas e binigen. Na eller quet heb ur Miracl en em vaga gant quen neubeut a dra evel ma ree, ha beva queit amser. An autor pehini en deus scrivet e vuez, a verq penaus e binigennou deist vusul o deus græt ur Merzer anezàn, ha penaus e tremene evit ar burzud eus e amser. Ne zebre muy a vara, na cals na neubeut ; hac evit castya davantaich e gorf, e andure ar sec’het, oc’h en em briva alies eus a zour memes : ar pez ne viras quet na vevas c’hoas uguent vloaz er fæçoun-ze.

Escop Cambre, var ar brud eus e Santelez, en obligeas da receo an Urzou Sacr. O veza Bælec, e celebre an Oferen gant ur fervor hac un devotion an tenera. Sourcius e oa ive da goess quement hini en em bresante ; ha guelet e vise ur cenchamant quen admirabl er re a zeue da goess dezàn ma lavare pep-unan penaus evit en ein gonvertissa, ne voa nemet mont da goess gant Sant Ayber.

Erfin, leun a vilidou, e rentas e Ene pur da Zoue, er bloaz 1140, oaget a bevar-uguent vloaz.

REFLEXION.

Sant Ayber o clevet coms eus ar binigen hac eus ar maro eürus eus un Hermit, en em dennas en deserz evit ober pinigen e-unan. Ur galon pur a so sansibl d’an distera inspiration eus ar C’hraç, ha fidel da heulia inspiration ar Speret-Santel. Pebes impression a ra var hor c’halon-ni an touichanta reflexionou hac ar santela inspirationou ! Un ene dallet dre ar pec’het ha dre e inclinationou direglet, na vell banne e creiz ar brassa sclerigen.

Eil Reflexion. Soueset oump o clevet ar binigen vras en deus pratiquet Sant Ayber goude ur vuez quer pur ha quen innoçant. Mæs na dleomp-ni quet beza quer soueset o velet penaus ne fell quet deomp ober an distera pinigen goude beza coumetet quen alies a bec’het ? Jesus-Christ en deus discleriet ez-eo stris hent an Eê, a ny a ell songeal e ve bet ledanneet evidomp-ni ?