Buhez ar Sent/1837/Vinçant Ferrier

◄   Platon Vinçant Ferrier Ayber   ►


Ar pempet devez a viz Ebreul.


SANT VINÇANT FERRIER.


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus a Valanç e Rouantelez Spaign. E vrassa pligeadur, en amser ma edo c’hoaz bihan, oa en em antreteni gant ar vugale-all eus a Zoue hac eus a draou devot ha santel.

D’an oad a drivec’h vloaz en em offras da Religiuset Sant Dominiq, pere, oc’h aznaout e vertuz, en recevas evel ur presant eus an Eê. An Drouc-speret a reas e oll effort evit e drec’hi, pe da viana evit e squiza hac e zigouraichi dre ar brassa ha dangerussa temptationou ; mæs gounit a reas ar victor var e adversour dre an Oræsoun ha dre ar vortification. Ur Gourtizanes infam ha maleürus ; poulzet gant an Drouc-speret, o veza antreprenet d’o alya da bec’hi, e comsas out-hi e bet gomsou, mæs gant quement a nerz ma teuas-hi d’en en gonvertissa var an heur, ha da rapari epad ar rest eus he buez ar goall exempl e devoa roet.

E Oræsoun a oa casi continuel : en ur studia memes e ree Oræsoun, evit tenna graç Doue var e studi : dre-se ive e recoumand quement, en e Lêvr eus ar Vuez Spirituel, unissa bepred an Oræsoun gant ar studi. Ha c’hui a fell deoc’h, emezàn, studia gant frouez ? Grit ma teui an devotion da accompaigni bepred ho studi : consultit muy c’hoas ar Speret-Santel eguet al Lêvriou, ha ne heanit da c’houlen digant Doue ar c’hraç da entent ha da compren ar pez a tennit. Ar studi a so fatigus : deut da zisquiza a amser-da-amser er Gouliou Sacr eus a Jesus ; ur moument a repos en e c’halon sacr, a ro un nerz hac ur sclerigen nevez. Savit alies ho speret hac ho calon var-zu Doue ; na goumancit ha na aichuit morse ho studi nemet dre ar beden ; ar squiant a so un donæsoun a Zoue, ha non pas ar froues eus hor speret pe eus hon labour.

An den santel-mâ a gompose ive e Sarmoniou e treit ar Grucify, hac an oll a remerque scler penaus an nerz hac au onction en devoa na zeue quet eus ur sourcen-all.

O veza bet græt Missioner Apostoliq, e coumancas e Vissionou e Rouanteles Spaign. Ar C’honversionou burzudus a reas e Calaloign, e Murcii, e Castii, e Arragon hac en Asturii, a vilidas dezâ an Titr glorius a Abostol eus a Spaign. Goude-se e teuas e Franç, hac e reas ur mad infinit e Languedoc, e Provanç hac en Dauphine. Conta a rêr penaus e convertissas, e Rouantelez Spaign hebquen, pemp mil var-nuguent a Yusevien , hac ouspen eiz mil Sarasinet, heb parlant eus ar c’honversionou all pere na eller quet numbri.

Ar guirionezou terrubl eus hon Religion, ar maro hac ar rigol eus ar Varn diveza a ree ar sujet ordinal eus e Sarmoniou. Prezeg a ree gant quement a nerz ma lequee ur spount bras en eneou caledet er pec’het, ha goudese e tene da c’hounit o c’halonou dre an douçder hac an onction eus e gomsou, ha dre ar fizianç, a inspire dezo e madelez an Autrou-Doue. Alies e vige obliget da devet e creiz e Sarmon, dre an daëlou hac ar c’hry a save etoues an dud, ha neuse e vesque e zaëlou gant re e Auditoret.

Goude e sarmon, en ur zisquen eus ar Gador, en em lequee er Goessional. En e oll veaichou e vire ar Reglennou eus e Urz ; epad daou-uguent vloaz e yunas bemdez, nemet da Sul, ha ne gousque nemet var un neubeut plous.

Ar Roue eus a Vro-Saus, o veza clevet coms eus ar burzudou a re Doue dre an Den santel-mâ, a scrivas dezan da zont en e Rouantelez, hac en recevas gant muy a enor evit n’en devize græt da ur Prinç Souveren. Ar Sant a brezegas eno, hac a reas quement a vurzudou evel m’en devoa græt e lec’h all.

O veza distroet e Franç, an duc a Vreiz er pedas da zont da rei ar Mission en e Stadou. Ar Sant a labouras gant quement a frouez e Breiz hac e Normandi ma voe guelet souden ur cenchamant caër, quen etouez an dud a Ilis, quen etouez an Noblanç hac ar bopl.

Erfin ar Sant bras-mâ, uset dre guement a labourou hac a vortificationou ha pehini abaoue pell amser ne veve casi nemet dre Viracl, a gouezas clàn er Guær a Vened, e pelec’h e aichuas ar sacrifiç eus e vuez, er bloaz 1419, e tro an oad a zec vloaz ha tri-uguent.

Conta a rêr bete eiz cant Miracl ha tri-uguent græt gantâ en e vuez, heb comz eus ar re en deus græt goude e varo, eus a bere an nombr a gresq bepred.

REFLEXION.

An drouc-speret ne hean d’hon attaqui a-hed hor buez dre bep seurt temptationou ; mæs demptationou eo ar re a-enep ar burete. E oll effort a ra evit ober deomp coll ar vertuz angeliq-se, dre ma oar penaus ar faveriou special eus an Eê a so evit an eneou pur ha chast. Mæs, va breur ha va c’hoar guez, quemerit couraich, dalc’hit ferm, liquit ho fizianç e Doue, ha bezit certen penaus an oll demptationou-ze, pugueit bennâc ma padent, ha peguen horrubl bennâc e vent, pell dious ho renta coupabl na disagriabl da Zoue, ne raïnt nemet ho renta puroc’h hac agreaploc’h d’e Vajeste divin.