Buhez ar Sent/1837/Batild

◄   Gregor, pap ha doctor eus an ilis Batild Longin   ►


An pevarzecvet devez a viz Meurs.


SANTES BATILD, ROUANES A FRANÇ.


————


Admiromp ar gundu admirabl eus ar Brovidanç divin en andret Santes Batild, merc’h da Berange, Prinç eus an Alsaç. An drouc-lans hac ar maleüriou pere a heul ordinal ar bresel, a reas dezi sortial eus a dy he zad evit clasq he surentez e lec’h-all. Soudardet ar Roue Franç, o veza digouezet gant-hi eu hent, e c’haças da un officer bras hanvet Archambo. Au Officer-mâ, o o velet he modesti, e c’hemeras, heb e aznaout, e qualite a Zemezel a gambr evit e Vreg. Archambo a zeuas souden da aznaout ar vertuz hac ar milid bras eus a Batild, ha da gaout quement a istim evit-hi, ma c’hoanteas e eureugi goude ar maro eus e bried.

Mæs ar Santes, pehini a gare meurbet ar chastete ha ne devoa quen volontez nemet hini Doue, abars quemeret he resolution en un affer quen important e devoe recours d’ar Beden ha d’an Oræsoun evit goulen sclerigen eus an Eê. Doue, pehini e reserve evit un alianç caëroc’h, e inspiras da derc’hel ha d’en em guzet. Heulia a reas prount an inspiration, hac e chomas cuzet quen na zemzas Archambo da un all.

Ar Roue Clovis, eil eus an hano-ze, o veza clevet coms eus a vilit ar Brinces Batild, e goulennas ive evit pried. Ar Santes e devoe recours adarre d’ar memes moyennou : ne heane o c’houlen digant Doue dre bedennou fervant ar c’hraç da aznaont e volontez. Goude beza aznavezet erfin an dessin a Zoue varnezi, hac adoret ar gundu particulier ens e Brovidanc en he andret, e roas he c’honsantamant evit an dimizi-mâ.

O veza Rouanes e continuas da servicha Doue gant ar memes fervor, hac e praticas ouspen-ze an euvrou a garantez, en ur sicour e pep fæçoun an Intànveset hac an dud paour ; lacât a ree he gloar d’en em emellout eus o afferiou, evit ober renta dezo jusfiç vad ha prount. Cals a sourci a guemeras ive evit ober sevel meur a Gouent. An oll ambaras-se na drouble morse ar peoc’h eus he Ene, na ne vire quet n’e devoa un amser reglet bep deiz evit, ober Meditation, da lavaret ê, Oræsoun mental pe Oræsoun a galon.

Ar Roue a veza deut da vervel, ar Rouanes santel en em retiras e Couent Chêl, taust da Baris ; e pelec’h en em reas Leanes. He brassa pligeadur oa servicha al Leaneset ; hac evel ma tisquesent bezâ soueset dre ma teue ur Brinces quer bras d’en em iselaat bete ar poent-se, e lavaras dezo : pa songeàn penaus en deus Jesus-Christ servichet e Ebestel ha guelc’het dezo o zreit, ne ouzon quet pelech en em lacât evit en em humilia avoalc’h.

Rei a reas ive un exempl bras a batiantet hac a resignation da volontez Doue, en he c’hlènvet diveza, epad pehini e souffras ec’his ur Verzeres, heb biscoas en em glem, mæs en ur lavaret hebquen : me ho trugarecâ, va Salver, dre ma rit anduri ho crouadures dister hac indign.

He vertuz particulier eo bet an humilite o servicha ar re-al. Goulennit digant Doue ar vertuz-ze ; hac, evit e desirout gant muy a ardor, songit er c’homsou-mâ prononcet gant Jesus-Christ : An hini ac’hanoc’h a so ar brassa, a dle bezâ servicher d’ar re-all.

REFLEXION.

Ar stad pehini a seblant deomp ar santela, ne d’ê quet atau an hini e pehini e fell da Zoue hor c’haout.

Ma vize chomet Batild heb dimizi, n’e divise quet græt en he buez quement a vad evel e deus græt, ha martese memes ne devise quet en em sanctifiet he-unan. Ret eo en em gonsulti hac en em emproui e-unan, ha, consulti muyoc’h c’hoas an Autrou-Doue abars ober ur choas quen important evel ma ze ar choas eus ur stad a vuez.

Santes Batild a brefere ar chastete d’an oll Rouanteleziou eus ar bed, ha ne roas he c’honsantamant evit dimizi, nemet goude ma voa deut da aznaout e voa galvet gant Doue d’ar stad-se. Ho pet un istim vras evit ar burete ; bezit en disposition a galon da viret dreist pep-tra ar vertuz angeliq-mâ, ha n’en em angagit quet er stad a briedelez, nemet goude beza goulennet meur a veich ar sclerigen eus an Eê, dre bedennou fervant : gant an dispositionou santel-ze e tennot varnoc’h ar graçou hac ar venedictionou eus an Eê, pere a so quen necesser evit gallout beva countant er stad-se, hac evit ober e silvidiguez ennàn.


————