Buhez ar Sent/1837/Longin

◄   Batild Longin Abraham   ►


Ar pemzecvet devez a viz Meurs.


SANT LONGIN, MERZER.


————


Sant Longin, eo ar Soudard pehini a zigoras gant un taul lanç costez adorabl hor Salver, pa voa crucifiet var Menez Calvar. Guelet a reas Jesus-Christ o vervel, hac e galon a voe touichet o velet ar burzudou bras a c’hoarveas neuse ; mæs en em gonvertissa a reas parfet, pa velas e voa ressuscitet Jesus-Christ en amser ma tivoalle e bez gant ar soudardet-all eus a bere e voa ar c’habiten.

Coumanç a reas a-neuse da bublia Resurrection hor Salver ; ha petra bennâc ma reas ar Scribet hac ar Farisianet evit e c’hounit, dre bromessaou ha dre presanchon, ne alzont biscoas ober dezàn tevel. Preseg a ree bepred hac e pep-lec’h penaus e voa Jesus ressuscitet ; hac evit gallout e ober gant muy a liberte ez eas, gant daou eus e soudardet, da Gapadoç, e pelec’h e prezegas gant quement a nerz Passion ha Resurrection Mab Doue, ma cargas a gonfusion hac a vez ar yuzevien pere o devoa e grucifiet. Ar re-mâ evit en em vengi a zeuas d’e accusi dirac Pilat ; pehini evit pligeout dezo a gassas archerien d’e glasq gant urz d’ê lacât d’ar maro.

Ar c’habiten santel-mâ o c’housout er c’hlasque an archerien dre guær, elec’h en em guzet evel m’en devize gallet, a gomsas out-o, heb cousgoude en em rei da aznaout dezo neuse. Ober a eureu dezo offr eus e servich, hac o fidi a reas gant cals a civilite da antren en e dy. Goude beza roet dezo da zibri ha da eva, hac o zretet en ur fæçoun carantezus, e lavaras dezo : ma mignonet vad, deut oc’h amâ a berz Pilat evit en em sesia eus a Longin, chetu-me amâ, me va-unan eo, ma c’hemeret hardi, ha grit din mervel. Salocras, èment-y, ne raïmp quet quemense, rac a-nes tremen evit tud ingrat, ne ellomp quet ober displigeadur ebet deoc’h. Displigeadur ebet, a respontas ar Sant : me e lavar deoc’h hac hoc’h assur penaus ar brassa pligeadur a illit da ober evidon eo ober din mervel Merzer. O veza lavaret quemense, evit disquez e gontantamant hac e joa, e quemeras un habit venn, presanti a reas e c’houzouc, hac e voe dibennet var ar plaç.

REFLEXION.

Ha c’hui a so affliget, melconiet, poaniet, injuriet heb souten, heb cousolation, en em retirit a speret er c’hostez adorabl eus hor Salver, chetu a-se ho ners, eno e quefot ho coufort : livirit dezâ ho poaniou, mæs chezlaouit-èn pa lavaro deoc’h ive e boaniou.

Ha c’hui a so temptet da zizesperi eus ho silvidiguez abalamour d’ar c’hrimou hoc’h eus coumetet ? Ho pezit recours da Jesus, en em dennit er Gouly eus e gostez, hac e lavaro deoc’h : ene paour, ha c’hoant am be-me da zaouni goude ma zoun deut da vervel evidout ? Va divrec’h a so astennet var ar Groas evit da vriata ; va c’hostez ha va chalon a so digor evit da receo.