Buhez ar Sent/1837/Catell eus a Sueed

◄   Beneat, abad Catell eus a Sueed Victorien   ►


An eil-var-nuguent devez a viz Meurs.


SANTES CATELL A SUEED, GUERC’HES.


————


Ar Santes-mâ, Princes eus a Sueed, ha merc’h da Ulson ha da Santes Brigitta, e devoa, adalec be yaouanctis un inclination vras d’ar vertuz ha cals a horroll ous quement a vless ar modesti hac ar burete.

Unan eus an Autronez vrassa eus a Sueed, hanvet Egard, o veza e goulennet, he zad he frometas dezàn. Ar Verc’h santel a represantas d’he zad an desir e devoa da chom bepret guerc’hes. Mæs o velet ne voa-èn quet countant, e consantas gantan, oc’h esperout e roze Doue dezi ar c’hraç da gonservi an tènsor precius eus he virginite.

En effet, en deiz ma eureugeas e comsas ous he friet gant quement a nerz eus ar pris hac af milit eus ar chastete ma teuzont d’en em obligea dre veu d’e mirét betec ar maro, ha da veva eguis daou Æl assambles.

Ur resolution quer couraichus a vilidas dezo graçou bras eus an Eê. Doue a scuillas en o c’halonou an douçder, ar joa celestiel-ze pehini a ra disprigeout pligeadurezou an douar, hac a rent lesen Doue douç hac æz da viret. Evel n’o devoa nemet ur memes speret, o c’halon na zesire nemet ar memes tra ; an eil a excite eguile dre e exempl da bratica añ Oræsoun, ar vortification hac an euvrou mad ; ha queit a ma chomzont assambles, e vefzont en ur garantez parfet.

Ar Santes-mâ a dremenas meur a vloaz e Rom gant he mam. Eno e implije gant-hi an darn-vuya eus an amser, o pidi var beziou ar Verzerien, o visita ar beaurien hac o pratica an euvrou a garantez : ouspen-ze e yune bemdez hac e ree Oræsoun epad a bedir heur bep-deiz ; he antretien gant he vam santel a voa ordinal var Passion hor Salver ; ha, pa zeue da gontempli ar Myster bras-se, he c’halon a vige quen tenereet ma scuille ur mor a zaëlou.

Goude ar maro eus he mam , o veza distra da Sueed, en em lequeas en ur Gouent a Verc’het santel, pere o velet he humilite hac he fervor a reas quement ma teuzont d’e c’hontraign da guemeret ar garg a Superiores. Neuse e roas dezo Reglen Sant Salver, pehini e devoa pratiquet e Rom gant he mam ; ha Doue a roas ur Venediction aboundant d’an Urz nevez-se.

Erfin, o santout he nerz o timinui, e aznavezas e tostee he heur. Pemp bloaz var-nuguent a voa ma yee peurvuya bemdez da goes : e ober a reas c’hoas en he c’hlènvet diveza gant ur fervor nevez. Evel he c’hlènvet na bermete quet dezi receo ar Goumunion , e c’houlennas ar c’hraç ma vize digacet dirazi ar Sacramant adorabl ; ha, goude beza graet gant un devotion tenêr e presanç he Salver, actou a Feiz, a Esperanç, a Gontrition hac a garantez, e rentas dezàn he Ene, var dro at bloaz trizec cant ha pevar-uguent.

REFLEXION.

Santes Brigitta e deus græt ur Santes eus he merc’h. Ur Vam devot pehini a ra exempl vad hac instructionou santel d’he bugale a zeu peurvuya d’o renta hènvel out-y. Er c’hontrol indevotion ar bugale a so an heritaich a les dezo peurvuya o c’herent indevot.

Eil Reflexion. Pa zeuer da zimizy gant dispositionou santel en em gaver eürus er stad-se. Pebes countantamant, pebes peoc’h, pebes consolation n’e d’eus quet bet ar Santes-mâ gant ne fried !

Petra so caus ma veler quement a voall dimiziou, nemet dre ma zeus neubeud a zimiziou santel ? Ne deus nemet ar vertuziou eus ar priedou a ell renta an dimiziou eürus.

Trede Reflexion, Santes Catell a Sueed e deus cunduet ur vuez angeliq er stad a briedelez. Ma n’oc’h eus quet avoalc’h a vertuz evit imita un exempl quer parfet, ra servicho da viana an exempl-mâ evit o touguen da viret ar burete necesser er stad e pehini e vevit.