Buhez ar Sent/1837/Victorien

◄   Catell eus a Sueed Victorien Lubin   ►


An trede-var-nuguent a viz Meurs.


SANT VICTORIEN, MERZER.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus an Afriq, a oa Gouarner eus a Gartage, hac en em acquite gant cals a fidelite eus e Garg, en amser ma coumanças Huneric, Roue ar Vandalet, Heretiq obstinet ha Tirant cruel, da bersecuti ar Gristenien fidel. Ar Roue impi-ze, goude beza lequeet d’ar maro un nombr bras anezo, hac exilet ouspen tri c’hant Escop ha taust da bemp mil den a Ilis, a songeas e teuzze a-benn da ober da Victorien cench Religion, ispicial goude an Arret rigolius en devoa roet a-enep ar Gristenien caitholiq. Scriva a eureu dezàn ul lizer gracius, dre behini e verque penaus n’en devoa douet ebet ne oa informet eus ar pez a oa comprenet en e Edit, ha penaus en devoa c’hoas neubeutoc’h a zouet eus e soumission barfet de Ordrenançou ; penaus en ur guer mar carre cench Religion, heb resistanç, e alle esperout receo digantâ peb seurt faveriou. Victorien, penini a zeporte da bep heur e arruzze gantàn un dra bennâc hènvel ous quemense, a respontas d’ar Roue, dre ar memes expres, penaus en trugarequee euS ar mercou a vadelez a bere e felle dezàn e enori, ha penaus en assure ne gafse nicun etouez e sugidi fideloc’h nac oboissantoc’h evintâ, pa vize quistion eus e servich ; mæs penaus evit ar Religion er c’hrede re just evit goulen ma vancse a fidelite da Zoue, ha ma rase netra a-enep e goustianc ; penaus ez oa mæstr da denna digantan e garg hac e vadou, da ober e zevi e beo, pe e dourmanti evel ma blicheze gantâ ; mæs penaus na rase biquen dezâ counsanti d’ar pez a verque dezâ en e liser ; ha penaus erfin, nac an oll madou, a elle da esperout er bed, nac ar c’hruela tourmanchou ne rasent biquen dezâ renonç d’ar Feiz.

Ur respont quen hardis ha quen din eus ur c’hristen parfet a laqueas Huneric e fulor, pehini var an heur a roas urz da arreti Victorien, ha da ober dezàn souffr an horrupla tourmanchou. An urz barbar-ze a oue executet gant e oll rigol, Ar Sant a oue tourmantet var ar chevalet, arrouset e oue gant eol bero, dispennet oue e gorf gant ur gribin houarn. Anduri a reas tout gant ur gouraich, gant ur peoc’h ha gant ur joa pehini a ree d’an tyrant en em zisesperi, ha pehini a excitas er memes amser couraich ar gristenien fidel. Erfin, goude beza rentet squis e vourrevien, e c’hounezas ar Gurunen a Verzerinti, er bloaz 484.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a oa fidel d’ar Roue, mæs fideloc’h ez-oa c’hoas da Zoue. Respont a reas d’e Brinç penaus an oll madou a elle da esperout er bed, nac an tourmanchou cruela ne vizent biquen capabl da ober dezâ renonç d’ar feiz na displigeout e fæcoun ebet da Zoue, hac en effet coll a reas e garg enorabl hac e vuez memes, quent evit mancout d’ar fidelite a dlie da Jesus-Christ. Peguer bras, peguer parfet oa e garantez ! Dre hon euvrou eo e tleomp disquez ha ni hon eus ur guir garantez evit Doue. Petra reomp-ni evit Doue ? Petra anduromp-ni evit Doue ? Ma ne fell deomp souffr netra evintàn, ha ni a ell gant guirionez lavaret er c’harremp ! Ha ma n’er c’haromp quet pebes maler evidomp !

Ne deus netra justoc’h, netra profitaploc’h, netra douçoc’h eguet caret Doue. Beza ez ê ar guenet hac ar vadelez memes, dre behini pep tra a so caër ha mad. Mar caràn quement an traou caër, peguement na dleàn-me quet caret ar guenet memes ? Doue eo en deus roet din ar vuez hac en deus furmet ma c’halon : ne medon var an douar nemet evit e garet. Ma n’er c’haràn quet eta e vilitàn ar maro.

Da biou e oboissin-me ma na oboissàn da Zoue ? Coumandi a ra din d’e garet, dindan boan a zaounation eternel : e varados a bromet din, mar er c’haràn : roet en deus e vuez ha scuillet e goad dre garantez evidon, hac evit ma er c’harin ; hebien, va ene, mad-oberou quer bras, gourc’hemennou quer just, gourdrousou quen terrubl, promessaou quer caër na raïnt-y morse impression varnoude ? Pe seurt natur so en da galon, ma na gar quet un Doue quer bras ha quer santel, un Doue quer mad ba quen din da veza caret ? Ah ! va Doue, a lavare Sant Augustin, piou oc’h-hu, ha piou oun-me, ma coumandit din ho caret, ha ma em gourdrouset eus ar brassa miser, ma n’o charàn quet ? Hac èn so brassoc’h miser evidon eguet chom heb ho caret ? Pe me ho caro, pe n’ho carin quet, pebes avantaich na pe seurt coll eo evidoc’h ? Ha c’hui vezo eürussoc’h mar ho caran ? Ha c’hui vezo neubeutoc’h eürus ma n’ho caràn me quet ? O carantez eus va Doue, c’hui fell deoc’h ho carren, evit va renta eürus dre ar garantez am bezo evidoc’h. Ah, re diveat am eus ho caret, quenet bepret ancien na bepret nevez, re diveat am eus ho caret.