Buhez ar Sent/1837/Dositee

◄   Eucher Dositee Yan an Alusenner   ►


An unan-var-nuguent devez a viz Fevrer.


SANT DOSITEE.


————


Dositee, mab da un officer bras, o veza clevet en amser ma edo c’hoas yaouanc, coms eus ar vuez santel a gundue ar Religiuset er c’houenchou, a c’houlennas beza recevet en unan anezo.

An tad Abad o velet e volontez vad en recevas : hac, o consideri an neubeut a nerz en devoa, er c’hargas hebquen da zerc’hel næt ha propr campr ar retigiuset clàn, ha da gaout sourci na vancse netra dezo.

An Abad santel-ze en instruas e-unan, hac en exhortas da songeal bepret, er bresanç a Zoue, da vortifia e inclinationou, d’en em corrigea bemdez eus e imperfectionou, da oboissa gant joa, heb caout bolontez-all nemet hini e Superior, da gonservi e galon distag dioc’h pep-tra, da garet an humilite hac an humiliationou, da ober e actionou ordinal, hac ar re distera memes, en intantion da bligeout da Zoue.

Dositee a heulias an oll avisou mad-se ; ha, dre e fidelite d’o observi, e teuas e ber amser da veza ur religius parfet ha santel bras, en ur ober e labour ordinal. Beza en devoa ispicial ur simplicite hac un oboissanç admirabl, ur speret bepret ingal, hac atau prest ha prount da servicha e vreudeur. E oll studi a oa da ober e oll actionou er faeçoun ar parfeta, ha n’en em bardoune faut ebet dezâ e-unan.

O veza un devez lavaret ur goms gant un neubeut re a brontitud da unan eus e vreudeur, e redas d’e gambr ha prosternet eno var an douar, ne heane o vouela hac o hirvoudi. An tad abad o veza e gavet er stat-se, a c’houlennas diountâ petra voa c’hoarvezet gantàn : va Zad, eme Dositee, beza ez-oun bepret imparfetoc’h ; displiget am eus da Zoue, en ur barlant rust ous va breur. Doue en deus pardounet deoc’h o faut, eme an Abad, savit ha distroït d’ho labour, oboissa a reas : hac en ur guemeret e joausdet ordinal ez eas d’en em acquita eus e zever gant muy a evez ha muy a fervor eguet biscoas.

Goude beza tremenet pemp bloaz er Gouent o servicha ar re glàn, er bratiq eus an humilite hac eus en oboissanç, hac en un union continuel gant Doue, en em santas clàn e-unan. En e vrassa anquen e vige clevet o lavaret : va Doue ha va Salver, ho pezet truez ouzòn : va Jesus douç ha carantezus, ma sicourit : Guerc’hes Santel, va Mam guer, na reusit quet din hoc’h assistanç. E Abad o veza goulennet digantâ hac ober a ree ato e Oræsoun, e respontas : allas va Zad, chetu a se ive quement a allàn ober brema. Erfin , o santout e nerz sempleet, e lavaras d’e Superior, dre un effet eus ur simplicite vras hac admirabl : va Zad, permitit din sortial eus ma exil ; neuse e Superior, an daelou en e zaoulagat, a lavaras dezàn : iit e peoc’h, va Mab, en em bresantit gant fizianç dirac Doue, pehini a fell dezâ ho receo en e C’hloar ha pedit-èn evidomp. Er memes moument e tremenas Dositee, evel pa ne vize falvezet dezàn mervel nemet dre oboissanç.

REFLEXION.

En em drompla a rêr pa songer penaus, evit beza ur Sant bras, e ranquer ober traou bras, ha pratica pinigennou ha mortificationou dreist-ordinal. Exempl Sant Dositee a zesq deomp penaus ne c’houlen quet Doue quemense digant an oll, ha penaus e aller arruout en ur santelez vras hep quemense. Dositee pehini en devoa neubeut a yec’het, pehini n’en devoa quen carg nemet da gaout sourci eus ar Religiuset clàn, dispenset memes gant e Superioret eus ar binigennou ordinal eus an Urz, a zeuas e ber amser da veza ur Sant bras dre e humilite hac he oboissanç parfet, ha dre he garantez pur evit Doue. Petra a ell miret ouzomp-ni eta na zeufemp da veza Sænt, ha Sænt bras memes e pe stad bennâc e oufemp en em gaout.