Buhez ar Sent/1837/Yan an Alusenner
◄ Dositee | Yan an Alusenner | Mac’harit a Gortoon ► |
r Sant-mâ, guinidic eus a Chypr, ha savet eus a
dud distinguet dre o Noblanç, o madou hac o vertuz,
en devoa a vianic ur garantez tener evit ar beaurien ;
ha remerquet voe a-neuse penaus e vrassa pligeadur
a oa ober an alusen.
Goude maro e guerent, o veza mæstr var e oll vadou,
n’en em gonsideras muy nemet evel tad ar beaurien.
E dy a oa digor d’an oll Pelerinet ha d’an oll
dremenidi ; biscoas ne voe guelet den oc’h ober alusennou
gant quement a larguentez ; rei a ree gant
profusion, en ur lavaret : Va madou a so da Zoue,
ar beaurien a so e bugale, ne oufen quet ober guell
eguet distribui e vadou d’e bugale.
O veza bet lequeet da Escop e Alexandrii, e guenta sourci a voe da aznaout miseriou e bobl. Quemeret a reas hannoyou an oll beaurien a edo er Guær vras-se, eus a bere an nombr a dremene seiz mil, hac e reas fournissa dezo bemdez peadra da veva.
Ur Roue barbar, hanvet Cosroes, o veza quemeret, pillet ha distruget ar Guær a Jerusalem ha cals a Guæriou all var dro, ur foul bras a dud pere en em gave oll ruinet, en em dennas da Alexandrii, etouez pere e voa cals a Religiuset, tud a Ilis, tud a Lès, hac Isguibien memes. Ar Sant-mâ o recevas oll gant teneridiguez, hac o sicouras oll. Peguer bras bennâc eo an nombr eus an Estranjourien-ze, e pourveas gant larguentez d’o necessiteou, ha pep-hini a oa tretet ha servichet hervez e gondition. Ar re da bere en devoa roet ar garg da zistribui e alusennou, o veza rcpresantet dezâ e voa impossubl e alze souten un dispign quer bras, e respontas dezo : Tud a neubeut a feiz, n’ouzoc’h-hu quet penaus ar brovidanç divin a so infinit, ha penaus ne goust quet davantaich da Zoue maga cant mil den hac ouspen, gant ma leve hebquen, eguet ma ze bet coustet dezàn maga pemp mil en deserz gant pemp bara.
Ouspen e caças da Jerusalem arc’hant, id ha dillat evit soulageamant ar re a oa chomet eno. Antreteni a eureu gant misou bras mil micherour a gaças d’y evit rapari an Ilisou a oa bet distruget. Mæs an arc’hant a roas evit prena ar gaptivet, a dremene e dispignou-all.
Diæz ê compren penaus e alle fournissa da guement a zispignou pere a seblante tremen ar gallout eus ur Roue memes. Guir eo penaus en devoa sourci an Autrou-Doue da sicouren ur fæçoun miraculus au inclination carantezus eus e galon vras, rac seul-vuy a roe, seul-vuy e cave da roi. Bemdez peurvuya ha da bep heur eus an deiz e receve bete eus ar broïou pella cals arc’hant ha traou all evit fournissa d’an dispignou-ze, peb-hini o tesirout bezâ participant en euvrou mad an Escop santel-ze.
An oll occupationou-ze a garantez ne virent quet na beille var e bopl gant cals a sourci ; beza en devoa memes un engin admirabl evit e zistrei dious ar goall gustumou. O veza remerquet e sortie an dud yaouanc eus an Ilis goude an Aviel, evit mont da gauseal er vered epad ar prôn hac an instruction, ez eas d’o heul, hac e lavaras dezo gant un douçder pehini a c’hounee calonou an oll : Va bugale, elec’h ma vez an dêvet e tle beza ar pastor ; abalamour deoc’h e teuan da lavaret an Oferen, deport a rin quen a bligeo gueneoc’h assista enni. Ur gorrection græt quen a propos ha gant quement a vadelez a dorras net ur c’hustum quer fall.
Bep bloaz e ree ar visit eus e Escopti ; hac e lavarer ordinal anezàn ar pez a lavare eus hor Salver pa edo var an douar, penaus e ree vad dre quement plaç e tremene. N’er galvent e peb lec’h nemed ar Sant ha partout e pedent Doue d’e gonservi. Mæs poent e oa dezâ erfin mont da receo ar recoumpanç eus e euvrou mad.
E pep amser en devoa songet er maro, ha tremenet en devoa pep devez evel pa vize bet an diveza eus e vuez ; græt en devoa memes ober e Bez, querquent a ma voe græt Escop. Pa en em velas præst da vervel a roas d’ar beaurien daou bez arc’hant en devoa heb-quen a rest, ha goude beza testamantet e Ene da Zoue, e varvas gant ur peoc’h bras, er bloaz 617, oaget a dri pe pevar bloaz ha tri-uguent.
Ar Sant bras-mâ en devoa bepret en e speret ar sonch eus ar maro ; ha cunduet en deus ur vuez pur a bec’het, ur vuez santel ha leun a euvrou mad. Ar sonch eus ar maro a so ur voyen cre ha puissant meurbet evit distrei an den dious ar pec’het, nac evit e excita da bratica an oll vertuziou.
Eil Reflexion. Græt en deus alusennou bras meurbet : ha seul-vuy e roe, seul-vuy e cave da roï. Ha c’hui a fell deoc’h e prosperre ho madou, ha c’hui a fell deoc’h o c’honservi hac o c’hrisqui ? Roït an alusen gant larguentez ; ne d’ê quet ho sourci, nac ho contrajou a gonservo deoc’h ho madou, na d’ho bugale ; an alusen ha benedictionou ar beaurien o deus c’hoas muy a vertuz evit quemense.
Ar re didruez e quenver ar beaurien o deus abred pe diveat an displigeadur da velet o madou o timinui. Reüs a reont da Zoue an interest legitim eus ar madou o deus recevet digantâ, ne d’ê quet souezus e teufe erfin da lemel diganto ar principal, hac ar font.