Buhez ar Sent/1837/Guibert
◄ Beuvon | Guibert | Yan-Frances Regis ► |
r Sant-mâ, en amser ma edo en Arme dindan an
Ampalaer Othon, en ur gonsideri penaus en devoa
labouret muy bete neuse evit pligeout d’e Brinç,
eguet n’en devoa labouret evit Doue, a guemeras ar
resolution da renonç d’ar bed, hac en em retiras en
effet en ur guær en devoa en escopti Namur, gant ur
c’hoant bras d’en em rei oll da Zoue ha d’e servicha
hebquen ar rest eus e vuez. O consideri c’hoas penaus ;
pa zeas da soudard en devoa bet mistri, pere o devoa-èn
dresset da embreguer an armou , e reas ivez
e sonch da choas Mistri-all evit disqui ar bresel spirituel,
hac evit en em instrui, e reas ur retret. Goude
m’en devoe lequeet urz vad en e goustianç a recevet
an instructionou necesser evit e silvidiguez, e tistroas
d’e guær. Ne zaleas quet da zench e dy en ur
gouent : neuse e pedas darn eus a religiuset Sant
Beneat da zont da chom er gouent nevez en devoa
savet, hac e recevas e-unan diganto an habit a religius.
Da benn ur maread-amser ar religiuset-se, o velet e vuez parfet hac exemplus, a fallas dezo e choas evit o superior ; mæs èn a reas quement ma voe roet ar garg-se da ur religius hanvet Erluin.
Sant Guibert en em lequeas neuse da labourat evit convertissa an Hunnet, pere a oa tud payen ha barbar, hac a ree cals a zrouc hac ur ravaich bras er c’hanlon a Loreen. Gant ar sicour eus ar c’hraç, ha dre voyen e instructionou mad hac e zouçder admirabl, pehini a ravisse ar c’halonnou, e convertissas cals anezo ; hac, eus a vleizi arraget ma oant, o rentas douç evel oanet.
Ar Sant-mâ, goude beza coumbatet evit gloar Doue bete’r fin eus e vuez, a yeas da receo e recoumpans en eê, er bloaz 962.
Vanite ha fragilite ar bed so suffisant evit hon lacaat d’e zisprigeout hac evit ober deomp en em drei ous Doue. Grit avizou reflexion var an exemplou trist hoc’h eus guelet ebars er bed, hac e raïnt ar memes impression, var o speret, evel o deus graet var hini Sant Guibert.
Netra eus a guement so er bed ne d’ê capabl da gountanti calon an den. Seul-vuy en deus a vadou hac a bligeadurezou, seul-vuy e c’hoanta caout. Ret eo eta ne ve quet crouet an den evit jouissa eus an traou crouet, pa na ellont quet e renta eürus. An eürussa den eus ar bed a sant penaus e vanq un dra bennâc d’e eürusdet, hac a zesir bepret ur mad bennâc all da zont ; ne guefot den var an douar hac a ouffe lavaret gant guirionez : ur veich em buez oûn bet countant parfetamant, ha va c’halon n’e deus desiret netra davantaich.
Goude ma hor be jouisset eus ar pligeadurezou hac eus an enoriou hor boa clasquet gant quement a bres, en em degoutomp anezo. Quemense na lavarèn quet sclær did, o va ene, penaus e tlês disprigeout madou tromplus ar bed, ha penaus na dlees clasq da eürusdet nemet e Doue hebquen ? Ec’his ar voëziou, ar stariou, ar rivierou a red bepret, quen na zeuont d’en em arreti ha da reposi ebars er mor, evelse ivez va c’halon a so bepred direpos, agitet hac inquiet, quen na zeui da reposi enoc’h, o va Doue, ha d’ho possedi ebars an eê.