Buhez ar Sent/1837/Beuvon

◄   Per Celestin Beuvon Guibert   ►


An eil-var-nuguent a viz Maë.


SANT BEUVON, OFFICER.


————


Ar Sant-mâ a voe ganet e Provanç var dro ar bloaz 950. E dad, pehini a oa un den a vresel hac un digentil honest bras, a yoe sourcius d’en lacaat da zisqui en em servich eus an armou, ha sourciussoc’h c’hoas d’er furmi d’ar vertuz, evit ober anezàn ur c’hristen devot ha parfet.

O veza bet græt ive Officer, e conservas e innocanç epad an amser ma voe en arme, dre e fidelite da lacât e pratiq an instructionou hac an avisou fur en devoa bet digant e dad. En em acquita a ree gant enor eus e garg, hep ancounec’hât e zever a gristen. Pep-unan a admire e zevotion hac e vodesti, gant e gouraich hac e vaillantis.

O remercout penauz ez-oa ar respet humen ar peneaus eus a zireizamant an dud a arme, e quemeras ar resolution ferm da heulia e pep rancontr reglennou an Aviel, en despet d’ar pez a alze lavaret ar re libertin. Ur goms dishonest pe re libr, lavaret en e bresanç, a ree dezàn quitât ar gonversation hac ar gompaignunez. Ec’his ma oa prim ha prount dre natur, e labouras da voderi ha da mortifia e inclination : bep mintin e ree Oræsonn a galon epad un hanter-heur amser, ha bemdez e assiste en Offerenn, gant ur respet hac un devotion ravissant : urz vad a lequee etouez e soudardet, ha ne vanque quet da ober dezo rapari an distera dommaich o devihe græt.

Sicour a eureu e meur a occasion e garter. Ar sarrasinet, o veza en em rentet mistri eus ur c’hastel hanvet Frenet ehars ar mor, diou leau dious ar guær a Frejus, a bille quement a gavent var vor ha var zouar, ha ne lesent var o lerc’h nemet tân ha goad. Tud ar c’harter, en un affliction quer bras, o devoe recours d’an digentil santel-mâ. Aznaout a reent e gouraich hac e santelez, hac e credent ne oa nemet-ân capabl d’o dilivra eus ur gaptivite quen estranch. An affer a oa diæz ha perillus, cousgoude e garantez evit e vreudeur a reas dezàn en em garga eus ar gommission. Goude beza græt veu da vont e Pelerinaich da Rom da visita beziou an Ebestel Sant Pêr ha sant Paul, e assamblas Tuchentil ar c’harter gant un neubeut eus ar bobl, hac e creiz an nos e pignzont oll, ha Beuvon ar c’henta, er c’hastel. Surpren a trec’hi a reont ar Sarasinet en hevelep fæçoun na zeuzont mui da droubli ar c’hanton.

Ar Sant, goude beza bet o accomplissa e veu e Rom, a vevas en e dy ec’his en ur Retret continuel ; an oræsoun bac al lectur spirituel a implige e oll amser, hac e vadou a oa casi oll evit ar beaurien. Querquent ha ma en santas clàn, e recevas e oll sacramanchou gant un devotion fervant ; ha, goude beza ordrenet anterri e gorf er plaç eus ar Vered destinet evit enterri an dud paour, e rentas e ene da Zoue gant ur peoc’h leun a fizianç.

Ar miraclou bras pere a erruas var e vez a reas ma voe savet, en e enor hac en e hano, un ilis caër e pehini oue lequeet e Relegou santel.

REFLEXION.

Ma ne vize bet Beuvon en e amser nemet un Digentil bras hac un Officer vaillant, ne ve quet comset anezàn bremâ : anconec’heet e ve evel un infinite a re-all. Ar vertuz hac ar santelez eo a rent bon ano immortel.

Ar c’haëra calite a ell caout mab den er bed, eo beza vertuzus ha santel. Guelloc’h ha profitaploc’h eo beza ur c’hristen pe ur gristenes vad, eguet ne deo beza Roue pe Rouanes.

Evel ma zeo infam ar viç ha din da veza dispriget, e pep stad hac e pep condition, ar santelez a so admirabl e peb-lec’h, ha servichout a ell e peb stad da squêr ha da exempl ; mæs, pa en em gaf e tud a arme hac e tud a galite, e deus c’hoas muy a lustr, hac e ra muy a impression var ar sperejou. Ar bobl quer-couls hac an Noblanç a vez edifiet, ha nicun, na bras na bian, ne gaf mui digare ebet evit iscusi e indevotion.