Buhez ar Sent/1837/Guillerm, arc’hescop

◄   Julian ha Basilis Guillerm, arc’hescop Theodoos   ►


An decvet devez a viz Guenver.


SANT GUILLERM, ARC’HESCOP.


————


Ar Sant-mâ, goude beza bet en e yaouancis ur squêr hac un exempl caër eus a beb seurt vertuziou d’an dud yaouanc, a voe graet chaloni eus ar Guær a Soasson. Ebars ar stad-se e teuas ive da veza un exempl caër d’an dud a Ilis. Mæs an dangerou a gave er bed a reas dezâ quitaat an dignite-ze, evit en em retira en ur Gouent eus a Urz Sant Bernard, hac e ber amser e voe c’hoas un exempl a berfection d’ar fervanta Religiuset. Pa lâvare an Oferenn, ha memes pa assiste enni, e rede an dour eus e zaoulagad, evel eus a ziou feuteun, abalamour, emezâ, pa gonsidere Jesus-Christ sacrifiet var an Auter, ne voa quet neubeutoc’h glac’haret e galon, eguet pa en devige e velet Crucifiet var Menez Calvar. O santimant caër, evit clevet devot an Oferenn !

O veza bet choaset evit Abad eus Abaty Chalis, e gouarnas e Religiuset gant ur furnez pehini a c’houhee calonou au oll ; coms a ree out-o en ur faeçoun quer gracius ha quen humbl, evel pa vize bet an diveza anezo. Esperout a ree echui e vuez en deserz-se, mæs Doue a zisposas e faeçoun-all evit e c’hloar. Goude beza bet, epad pemzec vloaz, squêr hac exempl, Doue a falvezas dezâ e vize c’hoas un exempl d’ar Santela Esquibien. An Arc’hescop eus ar Guær a Bourge ; o veza maro, e voe proposet meur a zen habil ha santel evit d’erc’hel e blaç. An dud a Ilis a bedas Escop Paris da rei dezo e avis var ur poent quen important. Ar Prelat-se, pehini en devoa ur furnez hac ur vertuz vras, goude beza en em adresset da Zoue, dre ar beden ha dre ar yun, a reas lacât hanoyou ar re a voa proposet, var billejou separet, hac o veza offret ar Sacrifiç eus an Oferenn, a reas ar beden-mâ : Salver, c’hui pehini a ene calonou an oll dud ; grit deomp aznaout pehini eus ar re-mâ oc’heus choaset ; tennet e voe d’ar sort, hac e couezas var Sant Guillerm.

An oll habitantet eus a Bourge en recevas, hac er c’honsideras bepret evel un den digacet eus an Eê. En effet visita a ree e Escopty gant ur sourci hac ur garantez admirabl, preseg a ree hac instrui, rei ha caç ar Sacramânchou d’ar re glàn, visita ar beaurien, o c’honsoli hac o soulagi.

Evintàn da veza Arc’hescop e tougue bepret e habit religius gant ur gouriz-reun dindan, ha morse ne zebre quicq, petra bennâc ma tebre ar re-all ous e daul. E oll sourciou hac e oll labourou ne rezont biscoas dezâ diminui netra eus an amser destinet d’an Oræsoun. Songeal a ree bepret er maro ; hac e lavare penaus ar sonch eus ar maro a voa ur remed souveren ous oll glènvejou an ene. Rei a ree d’ar beaurien casi e oll leve, en ur lavaret neuse gant un joaüs, penaus e medo o pêa e zle.

Ur santelez quer bras ne viras quet na voe controliet ha persecutet ; beza en devoe da souffr abers Officerien ar Roue Philip, pere a exercas e batiantet epad un amser, mæs triompha a reas a bep-tra dre e zouçder hac e humilite.

Petra bennâc ma en em sante incommodet, e prezegas da Vouel ar Rouanez ; hac e fin e sarmon e lavaras adieu d’e bobl. O veza antreet en e dy, e c’houlennas an diveza sacramànchou ; goude beza o recevet e tremenas pevar dez en un Oræsoun continuel, hac e rentas gant ur peoc’h bras e ene da Zoue, d’an decvet a vis Guenver, er bloaz raog.

REFLEXION.

Ar Servicher fidel-mâ da Zoue en deus bepret cunduet ur vuez Santel. O veza den yaouanc, Chaloni, Religius, Abad, Arc’hescop ez eo bet ur Sant ; partout ur sujet a admiration ; e pep stad un exempl a bep seurt vertuziou ; en amser ma voa controlyet evel en amser ma voa caret ha respetet. An nep en deus ur guir vertuz ne sench morse, beza ez eo bepret humbl, modest, doug ha patiant, e pep stad, hac e pep lec’h, en adversite evel er brosperitè.