Buhez ar Sent/1837/Theodoos


An unnecvet devez a viz Guenver.


SANT THEODOOS, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Cappadoç en devoa an eür da veza desquet hervez Doue gant e dad hac e vam dre o instruction hac o exemplou mad. Ar bligeadur a gave o lenn Levriou devot, a reas dezâ souden disprigeout ar bed, hac a reas dezâ quemeret ar resolulion da guitât pep-tra evit heul ar c’hentelliou santel eus an Aviel. Evit aznaout guell an dessein en devoa Doue varnezâ, e reas e sonch da vont da bisita an douar Santel, ha da c’houlen cusul digant unan bennâc eus ar Santela Hermitet eus an deserz.

En ur guitaat eta e guerent hac e vro, e partias evit mont da Jerusalem ; pa dremenas dre ar Syrii, ar brud a Sant Simeon Stilit, pehini a bratique ur binigen dreist-ordinal, a reas dezâ mont d’e gaout evit goulen digantâ e venediction, e avis, hac ar sicour eus e bedennou. Simeon Stilit quer buan ha ma er guelas, heb beza e aznavezet a-ziaguent, er galvas dre e hano, hac a lavaras dezâ : Theodôs, servicher Doue, ra viot deut mad. Theodôs, soueset oc’h e glevet, en em brosternas var an douar. Simeon goude beza e bedet da sevel, a zisclerias dezâ ar volontez en devoa Doue varnezâ, hac en alyas da gontinui e veaich.

Theodôs, goude beza bizitet an Douar Santel, en em dennas en deserz, e pelec’h e tremene an darnvuya eus an dez hac eus an nos en Oræsoun ; hac, o conversi evel-se gant Doue, e sante en e galon an douçder eus ar joaüsdet celestiel.

Ar brud eus e Santelez o veza eet bete ar broyou pella , e voe guelet a bep seurt tud, hac eus a bep carter o tont d’en em lacât dindan e zirection, Tuchentil vras, Officerien, tud habil eus an Asii, eus an Affriq, eus an Arabii, hac eus an nord, pere gant an desir bras o devoa da ober o silvidiguez, a guitee pep-tra evit servicha Doue hebquen. Ar Sant-mâ a reas sevel ur Gouent vras evit o logea. Pep-tra a oa reglet gant un urz admirabl ; ar silanç a voa continuel, en hevelep fæcoun ma vize bet lavaret ne vize den er Gouent, petra bennâc ma edo en hi ouspen mil Religius ; ar c’henta quentel a ree an Abat Santel d’e Religius a oa, songeal bepret er maro ; e recommandi a ree dezo evel ar voyen ar c’hrêa evit trec’hi o goall inclinationou, hac avanç er vertuziou.

Ar sourci bras a guemere da bourvei d’an oll ezomou, quen spirituel, quen temporel eus e Religiuste, ne vire quet n’en devoa quement-all a sourci eus an dud clàn di-var-dro, eus ar beaurien, eus ar pelerinet hac eus an oll estranjourien pere en em bresante. Quement a fizianç en devoa e providanç Doue, ma receve an oll gant joa. Un dra eston ê, ha cousgoude guir, penaus eo bet guelet aviziou servicha er Gouent-se ouspen cant taul en un devez, evit an dud estren heb quen.

Theodôs a c’houarnas, bete fin e vuez, gant ur furnez hac un douçder ravissant, un nombr quer bras a Religuiset, oc’h o c’honsideri bepret evel e vreudeur hac e vugale ; hac e tremenas an tregont vloas diveza eus e amser, o veva gant griziou lousou hebquen ; ar pez ne viras quet na vevas bete an oad a c’huec’h vloaz ha cant. E varo eürus a erruas er bloaz 529.

REFLEXION.

An darnvuya eus ar Sænt o deus bet an avantaich da gaout un descadurez santel ; netra ne gontribu quement d’ar silvidiguez, evel un descadurez christen : ar c’hentelliou quenta a rêr d’ar vugale a ra var o c’halon un impression pehini a so diez da effaci. Pebes domaich na reont quet d’o bugale an tadou ha mamou pere a vanq d’ar c’henta dêver-mâ ; ha pebes dommaich ne reont-ii quet c’hoas deze o-unan ? beza e vent ar re guenta punisset, rac n’o deus nemet bugale disent na libertin, defaut n’o deus o c’helennet abred.

Eil Reflexion. Sant Theodôs, d’an oad a c’huec’h vloaz ha cant, a ïoa leun a fervor, ha ne ziminüas netra eus e binigen. Diez ê beza devot, fervant, mortifiet, er bloaveziou diveza eus e vuez, d’an nep n’en deus quet coumancet adalec e yaouanctis da gundui ur vuez devot ha mortifiet. Diez ê chènch train a vuez ; ne veler nemeur a dud, goude ur vuez disordren, o tont da veza devot ha vertuzus, pa vezont deut coz. An oad a rent an den sempl ha dic’hantec da labourat en e silvidiguez, quercouls evel el labourou ail, ispicial pa ne vezer quet en em voazet abred. Peguement en em drompl eta ar re a zeu da ziferi o c’honversion d’ar bloaveziou diveza eus o buez !