Buhez ar Sent/1837/Hermenegild
◄ Nicolas La Roch | Hermenegild | Liduvina ► |
ermenegild, mab da Roue ar Visigotet, a oa en e
yaouanctis Heretiq evel e dad; mæs ar Prinç yaouanc-mâ
en em gonvertissas d’ar Feiz en ur assita en
instructionou hac e Sarmoniou Sant Leandr Escop a Seviil. E dad a reas e bossubl evit ober dezâ cench
Religion ; hac evel m’er c’have bepret ferm ha constant
er Feiz, e tennas digantâ an oll madou en devoa
roet dezàn, hac e reas e zerc’hel en ur prison.
Ar Prinç santel en em breparas, dre an Oræsoun ha dre ar yun, d’ar goumbat a vele erfad en devize e ber amser da souten evit ar Feiz : douguen a reas ar ciliç, hac a reas cals a vortificationou-all ouspen ar poaniou eus e brison. E dad a gassas unan eus a Vinistret an Heretiquet d’e gaout evit essât e drec’hi ; mæs ar Sant pehini en devoa horrol ous quement a broposas dezâ an den fallacr-se, a rebeichas dezâ e impiete, hac a respontas a-grenn e felle dezan beva ha mervel eguis ur Cristen mad. Ar Ministr-se o veza distroet da gaout tad ar Sant, evit discleria dezâ an dispositionou e pere en devoa e gaet, an tad dinatur-mâ, dre e goler, a gassas var an heur soudardet evit lemel e vuez digant e vab.
Etretant Hermenegild, o santout penaus an declaration en devoa græt a dlie proculi dezâ ar maro hac ar Verzerinti, en em breparas da ober da Zoue ar sacrifiç eus e vuez ; emedo var e zaoulin o recoumandi e Ene d’e Grouer pa erruas ar soudardet barbar-se, pere en ur antren er prison a faoutas dezâ e benn gant un taul haich, hac el lesas maro var ar pave. E Verzerinti a erruas er bloaz 586.
Sant Gregor Pab, pehini en deus scrivet buez Sant Hermenegild, a zeu da attribui d’e vilit ha d’e Intercession dirac Doue, ar gonversion eus ar Roue Recareed e vreur, hac eus an oll ganton ar Gothed e Rouantelez Spaign. E dad, eme c’hoas ar Pab bras-mâ, en devoe ur glac’har diremed da veza bet quen cruel en e andret ; mæs peguer bras bennâc e voe e gueuz, ne yeas quet cousgoude bete ar gonversion eus e galon. Aznaout a reas ar virionez eus a Religion e vab ; mæs an aoun en devoa na vize Didrônet ma razze evel e vab, a reas dezàn mervel Heretiq.
Tad Sant Hermenegild a zeuas da aznaout ar virionez eus a Religion e vab, ha cousgoude e varvas Heretiq. Recareed, breur d’ar memes Sant, a oue furoc’h : deplori a reas maler e dad, hac e heulias exempl e Vreur santel.
Petra servich aznaout ar pez a dleer da ober, ma ne reer quet ar mad a ouzer ? Quemense ne ra met hon renta coupaploc’h.
Na heuliomp morse ar goal exempl ; n’en em gontantomp quet cousgoude a guemen-se, greomp c’hoas hor possubl da imita an exemplou mad a velomp.