Buhez ar Sent/1837/Nicolas La Roch
◄ Leon I | Nicolas La Roch | Hermenegild ► |
r Servicher fidel-mâ da Zoue, guinidic eus a Suiss,
a voa en e yaouanctis quen oboissant n’en devoa quen
bolontez nemet hini e Dad hac e Vam, hac e oll
bligeadur a oa o lenn Buez ar Sænt. Touichet dre
an exempl eus a Sant Nicolas a bebini e tougue an
hano, e yune alies eveldàn. Petra bennâc ma voa e
guerent en o æz, en em blige o tivoal al loenet, dre
m’en em gave evelse pell dioc’h trous ar bed, ha
liproc’h da bidi Doue ha da ober Oræsoun.
Evit pligeout d’e Dad ha d’e Vam, e temezas da
ur verc’h vertuzus, hanvet Dorotee ; hac e cunduas
gant-hi ur vuez cristen, devot ba parfet.
O veza bet obliget da servicha en arme epad ur certen amser, e voe aznad penaus ar Brovidanç e devoa e gacet d’y evit empeich disurzou ar soudardet, hac evit rei dezo exemplou caër eus ar berfection cristen. Ne vanque james da lacaat ar peoc’h pa vise trous, scandal pe un debat bennâc etrezo, hac ur c’hraç admirabl en devoa evit calmi o sperejou hac evit o unani.
O vcza distro dious an Arme, en em dennas, gant assant e bried, en un deserz e pelec’h e praticas mortificationou estonn. An drouc-speret a reas e oll effort evit ober dezâ coll couraich na quitaat an Deserz ; clasq a reas d’e droubli dre demptationou importun, dre boaniou speret ha dre ar scrupulou ; mæs disprigeout a reas finessaou e adversour, hac e perseveras.
Petra bennâc ne voa quet bet er studi, e parlante var guirionezou hon Religion gant quement a onction ma teue quement hini er c’hleve da veza touichet ; ha guelet e voe tud libertin, pere ne voant deut d’e glevet nemet dre guriosite, oc’h en em retira gant ur glac’har bras eus o fec’hejou, ha gant ur resolution vad da zench buez.
E garantez tener hac ardant evit Jesus-Christ a oa sansibl ha visibl d’an oll, dre e zaëlou ha dre e visaich anflammet en amser ar Goumunion.
E zevotion vras evit ar Verc’hes Vari, a ree dezân ober he meuleudy e pep occasion ; hac ansao a reas da unan eus e vignounet penaus ar faveriou a receve bemdez digant Mam Doue a dremene quement tra a elle lavaret anezo. Douguen a ree bepret e Chapelet en e zorn, hac e sante ur joa douç ha consolant oc’h e lavaret.
Ar Servicher bras-mâ da Zoue ne oa quet hebquen ur squêr hac un exempl caër, dre e vuez humbl, devot ha mortifiet, cals a servich a rente c’hoas d’ar bobl eus ar c’harter dre e brudanç, dre e avisou mad ha dre ar pedennou a offre evit-o da Zoue.
An habitantet eus a Lucern hac eus a Zuric o veza
var ar poent da gaout bresel, ez eas d’o c’haout,
ha, goude beza o accordet, e reas sina ar Peoc’h.
An tan o veza croguet en un ty eus ur Bourg, pehini ne voa quet pell dious e Hermitaich, an avel a zougue queit ar flam ma voa ar Bourg en danger bras da veza devet-oll. E creiz an dristidiguez hac an disconford-se e voe casset un den expres da bidi an Hermit santel d’o sicour dre e bedennou. Quer buan ha ma voe avertisset e pignas var ur roc’h huel a belec’h e vele an tan ; o veza en em lequeet eno var e zaoulin e pedas an Autrou Doue da sellet a druez ous ar bobl paour-ze ; hac er memes instant e teuas an tan da vouga. Caç a reas ar memes den d’o exhorti eus e bers da drugarecât Doue eus ur c’hraç quer bras.
Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, ha leun a vertuz, e rentas e speret eürus da Zoue, er bloaz 1487.
Miret a rêr e Saë evel un dra precius en Ilis a Lucern.
An Den santel-mâ en e yaouanctis, er stad a briedelez, er c’hommerç eus ar bed, en Arme, en e Hermitaich, a so bet bepret ar memes, hac e pep-lec’h en deus en em santifiet muy-oc’h-muy. Mar hon eus ur guir volontez d’en em santifia, nac on oad, nac hon etat, nac hor c’hondition ne virint quet ouzomp n’er graïmp. Ne deo quet ar voyen a vanq deomp d’en em renta Sænt, mæs ar volontez vad eo a vanq deomp, sioaz !