Buhez ar Sent/1837/Maquær, abad

◄   Yan Chrisostom Maquær, abad Frances de Saal   ►


Ar eizvet-var-nuguent a viz Guenver.


SANT MAQUÆR, ABAD.


————


Ar Sant-ma, guinidic eus ar Guær a Alexandrii, goude beza tremenet e yaouanctis o servicha e ty ur Boulanger, en em santas inspiret da guitaat commerç ar bed, evit en em reï oll da servich Doue.

O clevet parlant eus ar vuez a gundue an Hermitet santel, pere a veve en deserz ec’his Ælet, e sante e ene ravisset, hac e c’hoanteas o imita : Quer precius eo va ene, emezàn, evel hini an dud santel-ze : quer sourcius e tlèan beza eus va silvidiguez, evel-do : ha perac, gant ar sicour eus ar c’hraç, na heulien-me quet o exempl ? En ur ober ar reflexionou-se e quemeras ar resolution d’en em retira en ur solitud vras, e pelec’h e tremenas epad seiz vloaz an deiz hac an nos, casi-oll en Oræsoun, o caout evit oll bevanç lousou ha grisiou criz. Consideri a ree e gorf ec’his e vrassa adversour : ma c’horf maleürus, emezàn, a so a-unan gant an Temptator, mæs e gastia hac e zerc’hel quer just a rin na vezo muy nemeur e stad da rebelli, na da noasout din. Hac en effet oc’h en em santout un devez tourmantet gant an drouc-speret a impurete, en em strincas en ur plaç leun a guelien, pere na lesent repos ebet gantàn. Sortial a reas ac’hano quen dizhènvel ebet ma voa poan oc’h e aznaout.

E creiz ar binigennou vras-ze ne songe quet dezâ e ree netra c’hoas evit an Eê ; hac e voa quen humbl ma seblante dezâ beza leun a imperfectionou. Quemense a reas dezâ mont da gaout meur a Hermit santel evit profita eus o exemplou, ha disqui ganto an hent eus ar berfection.

O veza en em retiret goudese e Deserz a Lybii, e teuas un nombr bras a hermitet d’e gaout, evit en em lacât dindan e zirection. O receo a reas gant humilite, ha gant carantez ; hac en ur labourat evit e berfection propr, e labouras er memes amser da santifia ar re-all.

Jesus-Christ var ar Groas a oa ar sujet ordinal eus e veditationou ; biscoas den n’en devoa gallet lavaret gant muy a resoun evitàn ar c’homsou-mâ eus an Abostol Sant Paul : Staguet oun ous ar Groas gant Jesus-Christ ; beva a ràn gouscoude, non pas muy me va-unan, mæs Jesus-Christ eo a vev enon. Eus ar memes sourcen e teue e zevotion tener evit ar Verc’hes-Vary, e consideri a ree ordinal eharz troad ar Groas hac ar Vam a druez-ze a ree e oll gonsolation en e boaniou.

Ar Sant-mâ en devoa ur c’hraç particulier evit disolei finessaou an Drouc-Speret. Ur Religius hanvet Pallâd a rapport penaus o veza discleriet dezâ ar sonch en devoa da guitât an exerciç eus an Oræsoun, abalamour d’e zistractionou continuel, e respontas dezâ : liquit evez mad n’en em lessac’h da veza trec’het gant un demptation quen dangerus ; mæs pa viot fatiguet gant an distractionou-ze, astennit bepret un neubeudic hoc’h Oræsoun, pell dious e berraat, pe d’e dilesel : ha respontit d’an adversour ho silvidiguez penaus ma ne ouzoc’h quet pidi, e ouzoc’h da viana en em zerc’hel e presanç Doue. Un Avis quer mad en devoue souden e effet.

Ar c’homsou memes pere a lavare Sant Maquær er gonversation o devoa ur vertuz vras. Un officer bras a lavaras dezâ un devez : peguen eurus oc’h-u, da zisprigeout ar bed ec’his ma rit, ha da ober goab anezàn. Guir eo, a respontas ar Sant, mæs pebes maler evidoc’h-u, na velit quet penaus ar bed a ra goap ac’hanoc’h ! Ar goms-se a douichas quement calon an officer, ma renoncas d’ar bed, ha m’en em rentas Religius.

Erfin, Sant Maquær leun a vilidou, a varvas er bloaz 405, oaget a naontec vloaz ha pevar-uguent.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ, petra bennâc ma oa un den bian a gorf, hac en devoa un temperamant dilicat, hervez ma raport Pallâd, pehini en devoa bevet pell-amser gantàn, en deus graet en e vuez yuniou ha mortificationou dreist-ordinal ; ha cousgoude en deus bevet bete an oad a naontec bloaz ha pevar-uguent. Quemense a zesq deomp penaus ar yun nac ar rigol eus ar binigen ne verra quet ar vuez. Ar gourmandis hac an debauch eo a revin yec’het an den, hac a berra amser ar vuez. An temperanç hac ar mortification a so ur sourcen a ioa hac a beoc’h, hac a gontribu d’ar yec’het. Ar gloutoni er c’hontrol e-deus lazet muy a dud eguet n’en deus lazet ar c’hleze.