Buhez ar Sent/1837/Frances de Saal

◄   Maquær, abad Frances de Saal Martina   ►


An navet-var-nuguent a viz Guenver.


SANT FRANCES DE SAAL, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Savoa, en em roas da Zoue quentre ma teuas d’e aznaout. En ur studia e Paris, en em lequeas er Gongregation, hac e Sacramante bep eiz-dez : ha ne ouffer quet ispliqua ar mad a reas dre e exempl ; ouspen-se, evit en em gonsacri da Zoue, a reas veu a chastete en Ilis Sant Stefan de gre.

An Drouc-Speret leun a viç o velet e innocanç, hac e vertuz, en tourmantas pell-amser dre un demptation cruel a zisesper, o suggeri dezâ bepret ne voa Barados ebet evitan, hac e tlie beza collet : quemen-se en taulas en ur velconi vras ; hac ez edo en danger da goll couraich, pa zeuas o teul e zaoulagat var un Imaich eus an Itron Varia, da guemeret ur gouraich nevez, ha da lavaret gant cals a zaelou : mar doun maleürus avoalc’h evit beza eternelamant e disgraç va Doue, goude va maro, e fell din da viana e garet eus va oll galon epad va buez. Ur beden quer fervant, ne alle quet maucout da veza chezlaouet gant Doue ; an Drouc-Speret a guemeras an teac’h, hac ar Sant a jouissas a neuse eus ur peoc’h bras.

An dud yaouanc gant pere e studie, evit amprou hac èn en devoa quement a vertuz evel m’en devoa ar brud, er c’hassas un deiz da dy ur plac’h fall, var digare un action vad, hac en lesas e-unan gant-hi ; ar plac’h maleürus a proposas dezâ coumeti ar pec’het, en hevelep fæçoun ma en em gavas contraign da grachat outhi en e faç. Quer buan ha ma cavas ar voyen da guemeret an teac’h, e sortias prount. Ar victormâ en rentas avisetoc’h goudese, hac e renonças a-neuse da gompaignunez an dud yaouanc.

O veza distro da Savoa, e recevas an Urzou Sacr. E Escop o remercout an donesoun caër en devoa evit touich ar c’halonou, er c’hargas da breseg an Aviel er c’hanton a C’hable, e pelec’h ez oa un nombr bras a Heretiquet. Partial a eureu heb dale ; pa erruas er guær a Donon, e coumanças an Heretiquet da ober goab anezàn ha d’e insulti : souffr a reas tout gant ur batiantet admirabl : ha dre e zouçder e c’hounezas neubeut-a-neubeut o sperejou ; dont a resont d’e chezlaou hac e teue un nombr bras da veza touichet, ha d’en em gonvertissa. Ministret an Heretiquet, drouc-contant a guemense, a guemeras ar resolution d’en em zisober eus ar Sant, hac e tifenzont rei logeis dezâ e Quær ; neuse e voa contraing da vont da logea da Alinge ha da ober diou leo bemdez evit en em renta e Tonon. Ar glao, an ael hac an erc’h ne virsont biscoaz ountâ d’en em lacât en hent. Un devez ma ree erc’h, e voe surprenet en hent gant an nos, o veza digouezet en ur Guær var ar mæs, e c’houlennas logea, mæs reüset e voe : dre chanç e cavas ur forn pehini e oa bet nevez groet hac a oa clouar, e pelec’h e tremenas an nos en ur drugarecât Doue.

Un nosvez-all o tistrei dious Tonon, e rancontras tri Heretiq, pere a oa oc’h e zeport var e hent evit lamet e vuez digantàn ; pa en em velas attaquet, e lavaras dezo, gant e zouçder ordinal, hac heb en em droubli : va migrionet, ma c’hemerit a rit evit un all : ne gredàn quet e false deoc’h laza un den pehini a so prest da rei e vuez evit silvidiguez hoc’h eneou ; ar c’homsou-mâ o douichas : en em deul a resoit d’e dreit evit goulen pardoun digantàn ; hac ar Sant o briatas gant cals a garantez.

An oll dangerou da bere e voa exposet, ne virzont quet ne labouras epad tri bloaz evit convertiisa ar C’hanton-ze. E boan a voa bras, mæs ive ur mad infinit a reas eno. Digoueout a reas etouez ar bobl-ze, evel un oan etouez bleizi : ha dre e zouçder hac e instructionou leun a onction, e cenchas ar bleizi-ze, e oanet: en hevelep fæçoun ma conter en deus convertisset er c’harter-ze daouzec ha tri-uguent mil den ; ar pez a reas d’ar C’hardinal du Peron lavaret penaus en em gave e-unan cre avoalc’h, ma ne vize question nemet da brouvi d’an Heretiquet o devoa ur santimant faus, mæs penaus, evit o c’honvertissa e voa rêt o c’haç da Frances de Saal, pehini en devoa recevet ur c’hraç particulier evit quemense.

Ar Sant-mâ, o veza bet græt Escop a Geneve, a visite bete an tyez var ar mæs evit aznaout ar beaurien hac o assista, evit guelet ar re glàn hac o c’honsoli, evit aznaout hac instrui ar re ignorant pere a voa Christenien, heb casi aznaout ar Religion Gristen.

Evit renta eternel ar zèl ardant en devoa evit silvidiguez an Eneou, e composas ul Lêvr excellant, hanvet Introduction d’ar vuez devot, pehini a so admiret gant an oll dud habil, couls ha gant an oll bobl ; al Lêvr-ze a so bet lequeet e Brezounec evit commodite ar Vretonet : ha ne ouffer quet caout ul Lêvr profitaploc’h. An Escop santel-mâ a instituas ive an Urz eus al Leaneset ar Visitation, da bere a roas ur Reglen leun a zouçder, hac eus an huela perfection.

E vrassa desir ha sourci oa da excita e calonou an-oll ur garantez parfet evit Jesus-Christ: ne barlante nemet eus ar garantez divin en e instructionou hac er gonversation, betec en e liserou memes : ô peguer mad, emezàn en unan eus e liserou, ô peguer ravissant eo ar galon, eus a Jesus ! O peguen din eo da veza caret ! Ur galon eo quen douç ha quer carantezus, leun a zouçder evit ar re a zeu da aznaout o miseriou, leun a vadelez evit ar re a zeu da zistrei ountâ : piou a alfe en em viret da garet ar Galon Sacr-mâ, pehini en deus muy a sourci ac’hanomp evit n’en deus un tad eus ur mao uniq, ha pehini en deus evidomp muy a deneridiguez evit n’e deus mam ebet evit he crouadur.

Erfin da zez Gouel-Yan-Nedelec en em sentas sempl, cousgoude e lavaras an Oferen. Antronos da Vouel an Innocantet, an Escop Santel-mâ, caret gant an oll bobl, enoret gant ar Brincet, ha respetet memes gant an heretiquet da bere en devoa discleriet ur bresel continuel, a rentas da Zoue e Ene pur hac innocant, gant ar memes peoc’h ma en devoa bevet, er bloaz 1622, d’an oad a bemp bloaz hac hanter-cant.

Pa voe maro, e voe digoret, neuse e voe remerquet penaus an douçder vras, pehini a oa bet quement admiret ennâ, ne voa quet cousgoude natural dezâ : rac cavet a voe ar vestl caledet ha rannet dre ar violanç hac ar gontraign en devoa græt dezâ-e-unan evit trec’hi ar goler, da behini e voa inclinet dre natur.

REFLEXION.

An douçder ne ell quet beza separet dious ar guir vertuz. Beza re vad a noas evit guir, pa vezer obliget da repren ha da gourrigea ar re a fazi ; mæs beza rust, colerus ha violant, ne servich peurvuya nemet da goassaat pe da revolti ar sperejou, eleac’h o distrei. Ne d’ê quet a dauliou mein nac a dauliou baz e teu ar Pastor da gaç d’ar guær an dànvad dianquet ; e zouguen a ra var e ziou-scoaz. An douçder a so bet caracter Sant Frances de Saal ; ha peguement a gonversionou n’en deus-èn quet graet ! Ma teufe ar Mistri da repren bepret gant madelez ar re a so dindanno ; ma teufe an Tadou ha Mamoü da gorrigea o Bugale gant douçder, pebes cenchamant ha pebes mad na refent-ii quet !