Buhez ar Sent/1837/Martina

◄   Frances de Saal Martina Per Nolasq   ►


Ar tregontvet a viz Guenver.


SANTES MARTINA,
GUERC’HES HA MERZERES.


————


Santes Martina a voe ganet e Rom var dro cant vloaz goude donediguez hor Salver. He c’herent, distinguet dre o noblanç, a guemeras sourci d’e instrui santelamant ; ha seul-vuy ma cresque e oad, e cresque ivez ê furnez hac e devotion. Goude maro he zad hac he mam, petra bennâc ma voa c’hoas yaouanc, e distribuas an darn-vuya eus he madou d’ar beaurien, hac e tremene he amser retiret en he zy, er beden hac en oræsoun.

Ar barner eus a Rom o veza clevet penaus e voa cristenes, a gassas d’e avertissa d’en em bresanti dirazàn, evit renta resoun eus he Religion.

Ar Santes, leun a fizianç e Doue, en em rentas raccon dirac ar barner, pehini a esseas dre gaër e douguen da adori doueou ar Rouantelez ; mæs o velet ne alle gounit netra varnezi, e ordrenas e c’hundui da dempl Appollon, evit e adori, en ur lavaret dezi ma reüse e ober, ne voa nemet ar maro evity.

Pa remercas ar Santes Templ Appollon, e lavaras : va Saher ha va Doue, c’hui pehini hoc’h eus græt pep-tra eus a netra, hac a voar o renta e netra, pa blich gueneoc’h, chezlaouit, me ho supli, peden an indina eus ho servicheret ; roït da velet d’ar hobl-mâ penaus c’hui hoc’h-unan hebquen a vilit hon respet hac hon adoration. Ne devoa quet achuet mad he c’homsou, ma couezaz ur c’hostez eus an templ. En tyrant a ordrenas neuse, dre e goler, dispenn he bisaich gant ur cribin houarn. Epad an tourmant horrubl-se, santes Martina a trugarequee Jesus-Christ eus ar c’hraç a ree dezi da souffr evit e c’hloar ; ha Jesus-Christ e c’honsolas oc’h e assuri e teuse da driomphla eus an oll tourmanchou.

Lod eus ar vourrevien o consideri he fatiantet admirabl hac ur burzud quer bras, ha sclereet dre ur sclerigen dreist-natural en em daulas d’he zreit, en ur ziscleria e voant cristenien, hac oc’h e fidi da obteni evito, digant Doue, ar c’hraç a berseveranç.

Quemense a reas d’an tyrant antren e fulor ous ar santes, ha rei urz d’e zourmanti a nevez gant muy a grueldet. Squiz ha mezus erfin d’en em velet trec’het gant ur plac’h yaouanc, e c’hondaonas da veza dibennet. Evel-hen eo ez eas da receo en Eê an diou gurunen a Verc’hes hac a Verzeres a oa preparet dezi.

REFLEXION.

Santes Martina en em bresantas dirac ar barner, en ur esperout gant fizianç receo digant Doue ar c’hraç hac ar gouraich da drec’hi an tourmanchou da bere e voa exposet ; ha Doue e c’honsolas hac e assuras eus ar victor. Ho pezet ur fizianç parfet e Doue, en hoc’h oll necessiteou spirituel ha temporel, hac e santot an effet eus e c’hallout hac eus e vadelez evidoc’h ; mæs na fiziet quet enoc’h hoc’h unan.

Na liquit quet quen neubeut ho fizianç en dud, rac alies n’o deus quet ar gallout d’o sicour, pe n’o deus quet ar volontez. Ar mignonet a vanq alies a fidelite, hac ar guerent a so interesset. Ar re vras ho recevo mad queit ha ma allot servichout dezo, hac hoc’h abandouno pa n’o devezo muy ezom ac’hanoc’h. Pa o deffe memes an dud cals a volontez-vad evidoc’h, ha capabl int-ii d’ho coarantissa eus ar maro, na da rei deoc’h ar barados er bed-all. Cousgoude e impligit un amser vras evit menagi mignonaich an dud ; peguement guell e implichec’h-u an amser-se evit miritout ar faver a Zoue ! En e-unan a ell ho sicour, pa zeui an oll grouadurien d’hoc’h abandouni ha da veza inutil deoc’h.

Na fiziet quet c’hoas enoc’h hoc’h-unan, ha na esperit quet gallout dre ho speret hac ho squiant, dont abenn eus ar pez a antreprenit ; na gontit quet memes var ho vertuz. Heb ar sicour a Zoue, e vancot quement a antreprenot ; heb ar sicour eus e c’hraç e viot trec’het gant pep seurt temptationou. Ho fautou tremenet a dle beza desquet deoc’h dre un experianç trist, peguer sempl ha peguer fragil oc’h.

Grit din, o va Doue, aznaout va sempladurez evit ma tisfiziin a-nezi ; mæs ive inspirit din ur fizianç vras en ho madelez, gant aoun na zisesperen eus va silvidiguez.