Buhez ar Sent/1837/Odilon
◄ Circoncision hor Salver Jesus-Christ | Odilon | Genoveva ► |
ant Odilon a ïoa guinidic eus an Auvergn ; e dad
hac e vam, tud devot ha santel, en instruas quer
mad, ma cunduas bepret ur vuez pur hac innocant.
En amser ma edo crouadur, e voa affliget en hevelep
fæçoun ne alle quet querzet ; e vagueres, o veza e
zouguet un deiz da ilis an Itron Varia, en lesas er
porchet : ar c’hrouadur en em stlejas, guella ma ellas,
var e zaouarn ha var e zaoulin bete an auter vras,
hac, o sevel e zaoulagat etresec imaich ar Verc’hes
Vari, e fedas da ober dezan querzet evel ar re-all ;
er memes amser-ze e santas libr e zivisquer, hac o
veza savet, e redas gant ur joa vras da gaout e vagueres.
Goude ar faver-ze e viras epad e vuez un
devotion special evit ar Verc’hes Vari, hac e inspiras
d’an oll ar memes devotion.
O veza c’hoas yaouanc, en em retiras e couent Cluny. Biscoas ne voa bet guelet noviç ebet fervantoc’h na parfetoc’h evintâ. Peguer bras bennâc e voa ar mortificationou ordrenet dre an urz, e pratique re-all c’hoas brassoc’h.
E zevotion, evit Jesus-Christ e sacramant an auter, a voa tener meurbet ; epad c’huec’h vloas hac hantercant ne vancas devez ebet da celebri an oferenn, hac, en ur offr ar sacrifiç divin-ze, e receve quement a c’hraçou hac a gonsolationou spirituel, na elle quet arreti e zaëlou.
Sant Mayeul, abad eus ar gouent, o veza couezet clàn, er choasas evit e successor. Odilon, en ur antren er garg-se, a gomprenas parfet an obligation en devoa da servichout da squêr ha da exempl d’e oll religiuset ; dre-se ivez ne vanque quet d’en em renta ar c’henta evit an offiç hac evit an oll exerciçou.
E garantez special evit an anaoun eus ar purgator, a re dezân ober bemdez pedennou fervant ha mortificationou bras evit o dilivranç. Quer charilabl e voa ive en andret an dud paour, ma voa e gouent o grignol.
Ar pabet hac ar rouane a ree quement a istim anezâ, ma er c’honsultent ha ma heulient e avis en afferiou important. Casimir, Roue Poloign, o veza bet chasseet eus e rouantelez gant e sugidi revoltet en e eneb, a zeuas da gouent Cluni evit en em gonsoli gantâ. Ar prinç-se, touichet dre e gonversation santel, en em rentas e unan religius eus ar memes urz.
Doue ne zeportas quet ar maro eus e servicher fidel evit disquez e santelez dre veur a viracl. En e vuez e rentas pare un noviç pehini a goueze e drouç-sant. Un den yaouanc-all pehini, en devoa ur c’hlènvet estranch, en em gavas yac’h, ha dispos en ur receo ar gommunion, eus e zorn.
An abad santel-ze a reas sevel e Cluni un Ilis pehini a so unan eus ar re gaëra eus ar rouanteles ; ha bepret e falle dezàn e vise an Ilisou batisset hac ornet caër, hac e vise graet an offiç divin gant devotion, ha gant majeste.
En e glènvet divezâ goude beza recevet e oll sacramanchou, an drouc-speret a glascas troubli ar peoc’h eus e ene, dre an demptation, mæs ar sant n’en devoe quet quent graet sin ar groas, ha prononcet an hano a Jesus hac a Vari, ma tisparissas an temptator ; neuse, en ur jouissa eus ur peoc’h interior pehini a ree dezâ tànva dre avanç joausdet an eê, e rentas e ene d’e Salver, er bloaz 1049, oaget a seiz vloaz ha pevar-uguent.
Anzao a reomp ez eo bet fur ar Saent o veva evel o deus graet ; avouï a reomp penaus n’o deus quet græt re evit beza Sænt, ha penaus ne dlienl quet quemeret un hent all. Esper hon eus da veza o ive Sænt, perac eta na vevomp-ni quet evel ma deus-y bevet ? pa fell deomp arruout er memes termen, perac na guemeromp-ni quet ar memes hent? Petra sonchemp-ni eus ar Sænt, a cridi a raemp-ni memes e vent-ii Sænt ma ne visent quet bet guelloc’h christenien evidomp-ni, innoçantoc’h, penitantoc’h, humploc’h ha devotoc’h evidomp ? Hor buez o veza quent diffarant dious o hini, esperout a ellomp-ni gant ræsoun caout ar memes fin hac ar memes recompanç evel-do.
Songeomp eta a barfetet, ha coumancomp er bloaz nevez-mâ, hac eus a hirio, da imita buez ar Sænt. Mar doump fidel da ober reflexion var an exemplou caër o deus roet deomp, hor c’halonou a zeui da veza touichet, ha douguet da bratica ar pez en deus pratiquet un nombr quer bras a re-all a-rauzomp. O querset evel-se varlec’h ar Sænt, e arruimp gant graç Jesus er memes eürusdet.