Buhez ar Sent/1837/Per Celestin

◄   Bernardin a Sieen Per Celestin Beuvon   ►


An unan-var-nuguent a viz Maë.


SANT PER CELESTIN, PAB.


————


Per Celestin a oa guinidic eus an Italy. E dad hac e vam, tud a zougeanç Doue, a veve var boez labour o divrec’h ; beza o devoue daouzec mab, a bere e oa an unnecvet. E vam, oc’h en em antreteni un devez gant e-bugale, a lavaras dezo : ha possubl ve em be legueet quen-alies a c’hrouadur er bed, ha na zeuffe nicun anezo da veza ur servicher bras da Zoue ? Per a respontas : evidòn-me, emeza, ne zesiràn quên nemet servicha mad an Autrou Doue. Ar respont-ze a reas cals a joa d’e vam, pehini, oc’h aznaout a hent-all speret ha furnez he c’hrouadur, en lequeas var ar studi.

Avanç a eureu caër er squianchou hac er memes amser er vertuziou ; ha d’an oad a uguent vloaz en em dennas en deserz, e pelec’h e praticas ar rusta pinigen. Var ar brud eus e santelez e teuas quement a dud d’e bidi d’o receo dindan e zirection ma oue obliget da sevel ur gouent, e pehini e voe guelet souden un noinbr bras a Religiuset o cundui ur vuez celestiel hac angeliq, dindan un director quer santel ha quer parfet. Cetu a-se e pe fæçoun e coumancas Urz an Tadou celestinet.

Ar Sant-mâ n’en devoa quen sonch, na quen ambition nemet da dremen ar rest eus e amser en e zeserz, ha diaznavezet gant an dud ; mæs Doue, pehini a felle dezâ ober anezàn un exempl bras a humilite, a zisposas e fæçoun-all.

Ar pab Nicolas pevare o veza maro, e oue choaset en e blaç, evel ar santela den a oa aznavezet neuse er bed. Pa glevas ar Sant an nevezenti-ze, e fallas dezàn tec’hel da guzet en un deserz-all, mæs contraign e voe d’en em renta. O veza Pab e conservas bepred ar memes santimanchou a humilite, hac e praticas ar memes mortificationou en devoa pratiquet en deserz.

Mæs ec’his e labourou continuel er garg vras-ze na lesent quet gantan quement a amser da rei d’an oræsoun ha d’ar gontemplation evel m’en devize desiret, hac ec’his a hent-all e humilite a ree dezan cridi ez oa indin eus ur garg quer santel, pemp miz hac eiz devez goude e exaltation, da lavaret ê, goude ma oa bet græt Pab, e reas an diles eus e garg, evit distrei d’e solitud. Beva a reas c’hoas goudeze seitec miz, epad pere Doue evit purifia e vertuz, a bermettas ma anduras afflictionou bras.

Erfin, oaget var dro pemzec vloaz ha tri-uguent, e rentas e ene pur da Zoue, er bloaz 1296.

Maximou spirituel Sant Per Celestin.

1. Peoc’h ar galon a dal muy eguet an oll Curunennou eus ar bed.

2. Ar boan a anduromp er bed-mâ ne d’ê netra e comparesoun d’ar madou a so preparet evidomp.

3. An den, o veza bet crouet evit an eê, penaus a all èn en em gountanti eus an douar ?

4. Ne ouffer quet tânva er memes amser ar bligeadurezou eus an eê ha re ar bed.

5. Un devez tremenet er solitud a dal guel evit mil bloaz tremenet e palæsiou ar brincet.

6. Evit en em antreteni calon-ous-calon gant Doue, eo ret en em bligeout er retret hac er silanç ; ha piou-bennâc en em blich e creiz trous ar bed, ne glevo quet mouez an Autrou-Doue.

REFLEXION.

Sant Pêr Celestin a brefer an deserz d’an huela dinite eus an ilis. Ober a ra an dilez eus ar garg enorapla eus ar bed, evit cundui ur vuez humbl ha diaznevezet. An exempl-mâ, pehini a ra admiration an dud hac an ælez, a gonfond hac a gondaoun hon desir direglet d’en em huelaat ha da bignat dreist ar re-all ebars ar bed. Condaouni a ra hon ambition, hon desirou væn eus an enoriou hac eus ar c’hranderiou ar bed.