Buhez ar Sent/1837/Policarp

◄   Conversion sant Paul Policarp Yan Chrisostom   ►


Ar c’huec’hvet-var-nuguent a viz Guenver.


SANT POLICARP, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-ma en devoe an eür vad d’en em antreteni gant cals eus ar re o devoa guelet Jesus-Christ var an douar, ha da veza instruet gant Sant Yan Evangelist. En ur scôl quer mad, gant an dispositionou excellant a speret hac a galon pere en devoa, e profitas meurbet.

Sant Yan, pehini a oa carguet eus a sourci an oll Ilisou eus an Asii, er sacras Escop eus a Smirn.

Sant Ignaç eus a Antioch, o veza bet condaounet d’ar maro, ha cunduet da Rom, evit beza divoret gant al loened, abalamour d’ar Feiz, en devoe ar gonsolation da dremen dre Smirn, ha da velet Sant Policarp, abarz mervel. Ur joa vras en devoe o velet an urz caër hac an devotion a oa e touez ar bobl eus a Smirn, hac e veulas an Autrou Doue da veza roet dezo ur Pastor quer fur ha quer santel. O daou e voant bet Disquibien Sanl Yan, hac abaoue an amser-se, o devoa conservet ur garantez particulier an eil evit eguile.

E coumançamant ar c’huec’hvet persecution o devoe ar Gristenien da souffr aberz ar Bayanet, Doue a reas da aznaout da Sant Policarp penaus e tlie heb dale souffr evit e c’hloar. An nosvez varlec’h e tigouezas ur vanden Archerien da doull e zor ; ar Sant, pehini a oa oc’h ober Oræsoun, o clevet an trous, en em offras da Zoue hac er pedas da receo ar Sacrific a rê dezâ eus e vuez, ha leun a joa en em bresantas e-unan dirac an Archerien : o fidi a eureu da antren, hac e roas dezo da zibri. Soueset e voant, hac e santent enno-o-unan ur respet bras evit un Escop quer carantezus ha quer respetabl dre e oad. Gouscoude ret oue dezo en em acquitta eus e c’homission, petra bennâc m’er greent gant queuz. Partial a eureu ganto ; presentet e voe dirac ar Barner, pehini a lavaras aezâ e ranc-ze blasfemi an Hano a Jesus-Christ, en ur renonç dezân, pe souffr an fourmanchou da bere e yee d’e gondaoni. Ar Sant a respontas : c’huec’h vloaz ha pevar-uguent so abaoue ma servichàn Jesus-Christ, nen deus græt din nemet mad, ha bepret e recevan gracou, nevez digantâ ; penaus e ouffen-me blasfemi an hini en deus roet din ar vuez ? Va C’hroüer eo, va Salver, ha va Zad ; va Doue eo ; da behini e tleàn pep seurt respet, ha va oll c’harantez.

Ur respont quer fur ha quer santel a vilitas dezàn ar Gurunen a Verzerinti. E varo precius a erruas vardro c’huec’h-uguent vloaz goude donediguez hor Salver.

Ar Rouantelez a Franç en deus bepret consideret ar Sant-mâ evel-unan eus e Ebestel, pa ze dleour deza eus a Sant Irenee, Escop a Lyon, eus a Sant Benign Escop a Langr, Sant Andoch, Sant Tyrs, Sant Andeool, pere so bet oll Disquibien Sant Polycarp, hac o deus prezeguet deomp an Aviel.

REFLEXION.

Penaus e ouffen-me blasfemi an hano santel a Zoue, a respontas Sant Policarp d’an Tyrant. O comsou caër ha din da veza remerquet ! Mæs pet den so siouas hac a zalc’h ul languaich control, pere a lavar ne ellont quet en em viret na zeuent da douet Doue, d’e vlasfemi.

Beza ez eus tud pere a gred ez int dibec’h, var digarez, e leveront ar seurt comsou-ze heb songeal e drouc, alies memes heb sonch. Mæs, va breur, songeal a dleit er pez a livirit, e tleit lacât evez, obliget oc’h da ober hoc’h oll bossubl evit cench ar goal accustumanç-se ; ha faut deoc’h d’e ober, ez oc’h ur pec’her bras. Gant guirionez, hac un iscus recevabl e vezo dirac Doue lavaret ho pezo e outraget dre accostumanç ?

Renonçit eta eus a vremâ d’ar c’hustum fall-ze, ha grit ur binigen bennâc, quellies gueich ma couezot er faut-se, hac e velot ur cenchamant bras, e beramser.

Respetomp an Hano Santel a Zoue muy eguet n’hon eus gret bete vremâ. El Lezen ancien, ne gredent quet prononç an hano Santel-mâ ; ar belec bras n’er prononç nemet ur veich ar bloaz, ha c’hoas en Templ ; permettet eo deomp e brononç aliessoc’h, mæs al liberte-ze ne d’ê roet deomp nemet evit e brononç gant reveranç ha gant respet ; evit e veuly hac e c’hlorifia.