Buhez ar Sent/1837/Richard

◄   Athanaas Richard Monica   ►


An drede devez a viz Ebreul.


SANT RICHARD, ESCOP.


————


Canomp ur C’hantiq a c’hloar da Zoue, dre m’en deus græt triomfa ar garantez e calon Sant Richard, he m’en deus-èn rentet an den eürus-ze a behini e parlant ar Profet David, pa lavar : Eürus eo an hini a gonsider ar paour hac an ezomec.

Ar Sant-mâ, guinidic a Vro-Saus, en devoa en e yaouanctis ur galon quer mad ha quen truezus na elle quet guelet miseriou nac affliction e nessa heb beza e-unan affliget. E vreur o veza bet prisonniet abalamour d’e zle, ne vancas quet da vont d’e gonsoli guella ma ellas. C’hoant bras en devoâ d’e sicour ha d’en dilivra eus ar gaptivite-ze ; mæz e-unan e voa dibourvez a arc’hant, ha ne voa moyen ebet d’e zilivra a-nes pêa evintâ, rac affer en devoa ous un den tenn ha rust, pehini ne accorde termen ebet, hac a C’houlenne beza pêet en ur beamant ha var al lec’h. Piou n’en devize quet songet ez oa impossubl d’ar Sant sicour e vreur en un hevelep occasion ? Mæs ar garantez a antrepren pep-tra hac a zeu a benn a bep-tra. En em lacaat a reas da labourat nos ha deiz, hac, o veza gounezet var boes e zivrec’h gant cals a boan hac a fatig, an arc’hant necesser e pêas evit e vreur hac a reas dezàn sortial eus ar brison.

Goude beza sicouret ha consolet e vreur, ez eas da Baris da studia. Cals a zienes en devoe eno, mæs quemense ne viras quet na reas ur profit bras er squianchou ; hac, o veza recevet an Urzou sacr, e tistroas da Vro-Sauz, e pelec’h da benn neubeut amser e voe choaset evit Escop a Cicestr, abalamour d’e squiant ha d’e vertuziou bras.

Ar Prelat santel-mâ ne espernas quet e boan evit sanctification e bobl ; ha beza ez oa quer charitabl ma roe d’an dud paour bete e veubl, ha memes au traou necesser evit e usaich hac e servich. Rei a ree gant larguentez d’ar beaurien mezus, heb deport memes ma teuzzent de exposi deza o ezomou, evit espern dezo ar boan o devize da ziscleria o necessite. Ouspen-ze e reas sevel un hospital evit a re goz hac evit ar re ne oant quet e stad da c’hounit o boed.

En e glènvet diveza, pa santas e oa prest e heur e reas cana dirazâ an Hymn caër a lavarer en Ofiç an Itron Varia : Mari, Mam a c’hraç, Mam a visericord, hon difennit eus hon adversour, hac hon recevit en heur ar maro.

En ur poquet d’e Grucify e rentas, gant ur peoc’h hac ur fizianç vras, e Ene d’e Grouer, er bloaz 1255 ; d’an oad a c’huec’h vloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ en deus poaniet ha c’hueset evit sicour e vreur en e affliction hac en e baourentez. Pebes rebeich ne ra quet an exempl-mâ da gals a dud pinvidic. pere n’o deus truez ebet ous o c’herent paour, evit-o d’o guelet e poan hac e necessite ! Pet so hac a zispris o c’herent, abalamour ma zint paour, ha ne fell quet dezo memes o aznaout evit o c’herent ! Mæs an orgouill-se a zisplich meurbet da Zoue ha d’an dud memes.

Obliget oump da sicour ar beaurien, ha dreist pep-tra ar re a so eus hor c’herent.