Buhez ar Sent/1837/Athanaas

◄   Yacob ha Philip Athanaas Richard   ►


An eil devez a viz Maë.


SANT ATHANAAS, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, pehini a so bet atau consideret gant an Tadou Santel evel ur sclerigen vras eus an Ilis, hac unan eus ar vrassa defensoret ar Feiz ; a oa guinidic eus a Alexandri en Egypt. Ar pez en deus scrivet en amser memes ma edo c’hoas yaouanc, evit difen ar Religion, a zisquez avoalc’h peguement a excelle en oll squianchou.

An Escop ha Patriarch eus a Alexandrii, en ur vont d’ar C’honcil a Nicee, er choasas evel an habita theologien eus e amser ; Athanâs a zisputas er C’honcil-ze ous an impi Arius pehini a oa ar penn eus Heretiquet ; e drec’hi a reas hac e c’holei a gonfusion. Ar patriarch a Alexandrii o veza deut da vervel pemp miz goude ar C’honcil, Athanâs, o clevet penaus e songer d’en lacaat en e blaç, en em guzas quer mad ne voe clevet quêlou ebet anezàn epad c’huec’h miz ; mæs erfin e oue disoloet, hac e oue sacret Escop, ar seizvet var-nuguent a viz querzu, eus ar bloaz 326.

Biscoas Escop n’en em acquitas guell eus an oll deveriou e gard ; e zêl a oa ardant, mæs ive douç ha carantezus. Beza ez oa Pastor, beza ez oa Tad d’e bobl.

Ober a ree admiration an oll Breladet hac an oll dud fidel ; mæs an Heretiquet, pere o devoa conservet atau ur gassoni estranch out-àn, ne heanzont morse d’e bersecuti ; e accus a resont e faus meur a veich eus a draou ar re horrupla, hac e resont e gac en exil bete teir gueich. An avy hac an drouc o devoa oc’h e velet o tistrei bepret triomfant a reas dezo attenti var e vuez, en hevelep-fæçoun ma oue contraign d’en em guzet pell-amser en ur punç sec’h, e pelec’h ur mignon dezâ a gasse secretamant peadra evit souten e vuez. Ar Sant-mâ, epad ur bersecution-all, en em guzas er bez, e pehini edo enterret e dad, hac e chomas eno pevar miz. Seblantout a ra n’en deus permetet Doue ma ve bet an Doctor Santel-mâ exilet quen alies a veich, ha contraign d’en em guzet evel-se, nemet evit rei dezan muy a amser da renta servich d’an ilis, dre ar scridou caër a gomposas a enep an heresiou, hac er plaçou-ze e pere e oa cuzet.

Erfin, goude beza gouarnet ari Ilis a Alexandrii epad c’huec’h vloas ha daou-uguent, ha souffret persecutionou estranch, casi epad an oll amzer-ze, e varvas e peoc’h en e Escopti.

REFLEXION.

Done a bermet e ve persecutet e fidela servicherien, pe evit o funissa evit ur faut dister bennâc, pe evit o renta vigilentoc’h hac humploc’h, pe evit crisqui o C’hurunen, pe gant aoun n’en em gollent er brosperite. Doue a glasq bepret e quemense e c’hloar, hac ar mad cus hon eneou. Elec’h eta en em glem neuse e tleomp quent e drucarecaat.

En oll bersecutionou a erru gueneoc’h en em examinit hoc’h unan ; guelit ha c’hui hoc’h-eus commetet an drouc a rebeicher deoc’h. Mar douc’h coupabl souffrit an humiliation hac an dismegeanç-ze evel un dra hoc’h eus militet : elec’h en em facha evit ar rebeich e rêr deoc’h, bezit quen fachet eus ar faut hoc’h-eus græt. Mar doc’h innocant eus ar pez ma hoc’h accuser anezâ, mar d’ê memes evit un action vad eo ez oc’h pensecutet, trugarecaït Doue, dre ma ra deoc’h souffr evit ar justiç. N’en em liquit quet quement e poan d’en em justifia, Doue er graï avantajussamant evidoc’h, abred pe ziveat.

Eürus e viot, eme Jesus-Christ en Aviel, pa viot persecutet, carguet a injuriou hac a rebeichou gant an dud, pa zeuint da lavaret gaou q pep seurt drouc, en hoc’h enep, dre’n abec ac’hanon-me : en em rejouissit neuse abalamour d’ar recompanç caër a so preparet evidoc’h en Eê.