Buhez ar Sent/1837/Yacob ha Philip

◄   Catell a Sieen Yacob ha Philip Athanaas   ►


Ar c’henta devez a viz Maë.


SANT YACOB HA SANT PHILIP.


————


An daou Sant-mâ o deus bet an enor da veza daou Abostol da Jesus-Christ, da brezeg e Aviel, ha da vervel evit ar Feiz.

Sant Yacob a oa mab da Alfee ha da Vari Cleofas : e vuez a so bet ur binigen continuel. En em briva a reas adalec e yaouanctis eus a vin hac eus a guement breuvaich en deus an nerz da vevi. Tremen a ree bemdez un amser quer bras en Oræsoun, var e zaoulin ma teuzont erfin calet evel re ur C’hanval. O veza bet lequeet da Escop er Guær a Jerusalem, e vuez a oa quer santel ma en em gave eürus ar re a elle pocquet da vord e Saë. Gouarn a reas an Ilis a Jeruselem gant ur fervor admirabl, epad taust da dregont vloaz ; hac e c’houneas un nombr infinit a eneou da Zoue, dre e douçder carantezus.

Sant Philip, guinidic a Bethsaïd, en devoa ur zêl incomparabl evit silvidiguez an eneou ; un desir ardant en devoa da ober d’an oll aznaout Doue, ha d’o lacât oll d’e garet. E galon a oue ravisset en ur glevet an instructionou caër a reas Jesus-Christ d’e Ebestel, neubeut amser abars e Bassion ha pa e c’hlevas o coms dezo eus e Dad Eternel ebars er memes instruction-ze, e quemeras an hardieguez da lavaret dezàn : Mæstr, grit deomp dre ho graç aznaout ha guelet ho Tad Celestiel, ne c’houlennomp ha ne zesiromp quên. Jesus-Christ a respontas dezâ : An nep em guêl me a vêl wez va Zad. Goude Ascansion hor Salver ar Sant-mâ a gassas ar Sclerigen eus ar Feiz e Sythii, hac a gonvertissas da Zoue casi an oll bobl eus ar C’hanton bras-se.

An daou Abostol-mâ a aichuas o buez dre ur Verzerinti glorius. Sant Philip a oue staguet ous ur Groas a brevet a dauliou mein gant ar Bayanet eus a Hieropolis, abalamour ma en devoa græt mervel ur Serpant pehini a adorent hac a considerent evel o Doue.

Sant Yacob a oue precipitet divar c’horre an Templ d’an traoun gant ar Scribet hac ar Farisianet, dre ar goler o devoa ountâ, dre’n abec ma velent e cresque bemdez dre e voyen an nombr eus ar Gristenien er Guær a Jerusalem. Ar Sant-mâ ne heanas bete ar moument diveza da bidi an Autrou-Doue da bardouni d’ar re a ree dezàn mervel.

REFLEXION.

Sant Yacob en ur vervel a bedas evit e vourrevien. Ene Cristen, imitet exempl an Abostol Santel-mâ, imitet exempl Jesus-Christ. Pa viot persecutet gant hoc’h adversourien, pa raïnt deoc’h coll ho madou, pa ruinit ho fortun, pa ho precipitint en un abym a viser, a gonfusiou hac a vez, mouguit neuse ar santimanchou a goler hac a vengeanç, pidit an Autrou Doue d’o fardoni, ha credit ferm e pardono ive deoc’h ho pec’hejou, penaus e savo a nevez ho fortun discaret, penaus e quemerot sourci ac’hanoc’h, ha penaus ho pezo un deiz ur plaç e touez ar Verzerien en Eê, evit beza souffret er bed-mâ ur Verzerinti a galon, dre garantez evit Jesus-Christ.

Eil Reflexion. Sant Philip a lavaras da Salver ar bed : grit deomp aznaout, disquezit deomp ho Tad Celestiel, ne c’houlennomp ha ne zesiromp quen, quemen-ze a suffis deomp, a so avoalc’h evidomp. Hac hennes ê ho tesir, ene Cristen ? Ha desirout a rit-hu aznaout Doue ? Perac eta e songit-hu quen neubeut ennàn ? Perac e squizet-hu quer buan en Oræsoun, e pelec’h en em zisquez Doue d’ar re er c’hlasq. Ha n’hoc’h eus-hu quen desir nemet da velet Doue ha d’e bossedi ?

Neubeut a dud so a guement a ell lavaret gant guirionez : Doue a suffis din, Doue so avoalc’h evidon. Goulen a rêr digant Doue madou temporel, yec’het, nerz, speret ; mæs piou a lavar gant an humbl Sant Angustin : ra zeuin, ô va Doue, d’hoc’h aznaout ha d’en em aznaout va-unan : ra zeuin da aznaout ho crandor, ho puissanç, ho madelez, ho perfectionou infinit : ha ra zeuin da aznaout va sempladurez, ma fragilite, va maliç ha va neant. Piou a c’houlen ar c’hraç digant Doue d’e garet, hac ar c’hraç d’en em zisprigeout pe d’en em cassaat e-unan ? Peguen nebeut so etouez an dud devot memes, a guement en em gontant eus a Zoue, pere ne zesiront nemetàn ; pere ne c’houlennont netra en e c’houde, pere a ell lavaret a galon hac a c’henou : Doue a suffis din. O calon avaricius, da behini ne suffis quet un Doue ! O calon miserabl, pehini a glasq e eürusdet er mæs a Zoue !