Buhez ar Sent/1837/Yan, hermit

◄   Ludger Yan, hermit Gontran   ►


Ar seizvet-var-nuguent a viz Meurs.


SANT YAN, HERMIT.


————


Ar Sant-mâ, quer brudet en e amser dre e vertuziou, a oa guinidic eus an Thebaïd. Ar baourentez eus e guerent en obligeas da zisqui ar vicher eus a Galvez ; mæs Doue, pehini en devoe èn destinet evit ober anezàn un exempl a berfection d’an oll Hermitet, en inspiras d’en em denna en Deserz evit labourad d’e silvidiguez er pratiq eus ar binigen. D’an oad a bemp bloaz var-nuguent, goude beza quemeret conge digant e Vestr, ez eas d’en em lacaat dindan direction un Hermit ancien, pehini, o caout ennàn cals a humilite gant un oboissanç parfet, a reas dezàn e ber amser avanç meurbet er vertuziou.

Goude ar maro eus e zirector en em retiras var ur menez huel, diou leo dious Licopl. Sevel a reas e Hermitaich en ur garrec creus, hac e vevas eno bete an oad a zec vloas ha pevar-uguent, qnent ec’his un Æl eguet ec’his un den. Miret a ree ur silanç perpetuel : ar pez ne vire quet cousgoude na roe avisou mad d’ar re a zeue d’e gonsulti var afferiou o c’houstianç pe o silvidiguez ; ober a ree memes dezo un diguemer-mad ha gracius bepret : mæs biscoas ne bermetas da vreg ebet tostaat ous e Hermitaich.

Un devez e tigouezas en e solitud seiz Religius eus a Jerusalem. Ne vanquas quet d’o receo gant cals a garantez : o derc’hel a reas gantàn tri devez, hac e cavas ar voyen da ober fournissa dezo o oll ezomou : goulen a eureu diganto petra en devoa græt dezo antrepren ur veaich quen hir. Ar Religiuset o veza respontet e teuent evit guelet o-unan gant o daoulagat propr ar pez o devoa clevet eus a quen alies a Hermit santel a oa er c’harter-ze, e lavaras dezo : soueset oun, va breudeur, e vec’h deut quer pell evit guelet ar pez a illit caout en ho ty ; rac petra velot hu oc’h hor guelet ni, nemet ar pez a so comprenet en Aviel ? Ar vertuziou a bratic an hermitet santela a so desquet el Levr sacr-se a lenner hac a ispliquer en oll Ilisou, grit ar pez a zesq deoc’h an Aviel, hac e viot parfet ha Sænt. Ober a reas dezo meur a Gonferanç var pep seurt vertuziou ; mæs dreist pep tra e recoumande ar vertuz a humilite, abalamour, emezàn, an nep ne d’ê quet humbl, a so en danger bras eus e silvidiguez. Rapporti a reas dezo var quemense penaus en devoa aznaveet ur soliter pehini, goude ur vuez mortifiet ha rust bras, en em lesas da veza tromplet gant an drouc-speret. Ar soliter-ze, emezàn, o veza en em arretet gant pligeadur en ur songeson pe un desir dishonnest, elec’h en em sevel, evel m’en devise gallet, dre ur guir binigen, en em lesas da goueza en disesper, a guitaas e solitud, hac en em abandounas da bep seurt direglamanchou.

Ar Sant-mâ a brofetisas ive cals a draou pere a erruas-oll. An donesonn-ze a brofecii pehini en devoa recevet digant Doue, a zeuas da veza quer publia ma teue eus ar broïou pella d’e gonsulti evel un oracl pe ur Profet lequeet gant Doue var ar menez evit discleria e volontez d’an dud. Mervel a eureu er bloaz 394.

REFLEXION.

Ar soliter-ze, goude beza cunduet ur vuez mortifiet, en em gollas. Pebes sujet evidomp d’en em humilia ha da zizfiziout ac’hanomp hon-unan !

Ar vez en devoa an den maleürus-se da ziscleria e bec’het, a reas dezàn coueza en disesper. Mar ho pe bet ar fragitite da goumeti ur pec’het grevus bennâc, bezit humploc’h, ha liquit evez na zeue ar vez ho pe d’en discleria ha da ober deoc’h ober ur goall coession. Ar vez en occasion-ze a so ur vez maleürus ha diræson, pehihi a zeu eus an orgouill hac ar superbite.

Evit en em breservi dious ar vez-se quen noasus ha quer pernicius, gouezit penaus an drouc-speret ne d’ê james finoc’h evit hon trompla eguet pa fell deomp ober ur goession vad. An dra-se a erru ispicial qant ar re a so angaget e pec’hejou mezus. Hiniennou anezo en em les da veza tromplet gant an drouc-speret ; golo a reont o gouliou elec’h o disquez, ha dre eno e serront out-o o-unan an or a visericord, pehini en deus ar Speret-Santel prometet da zigueri d’ar milit eus ur Goession humbl ha sincer.

Ret eo e tiscleriemp hor pec’hejou ebars en Tribunal eus ar binigen, pe ret eo e vent discleriet un deiz dirac ar bed-oll ; ret ê supporti an eil pe heben eus an diou gonfusion-ze ; choasit, ha, gant aoun d’en em drompla, comparachit an eil gant he-ben. Eus a ur c’hostez, a gonfusion a souffrit er Goession a so ur gonfusion dister aoualc’h. Discleria rit ho pec’het d’a ur C’hoessour charitabl pehini en deus compassion eus ho sempladurez hac a zeu da zouçaat, quement ha ma ell, ho poan ; pehini, pell dious caout goal santimant ebet ac’hanoc’h, a zeu da admira muy ar gouraich gant pehini hoc’h eus tremenet dreist ar gonfusion a allac’h da gaout, eguet ar fragilite pehini e deus græt deoc’h coueza er pec’het : e obligea a rit memes da gaout truez ouzoc’h, ha carantez evidoc’h dre ar choas hoc’h eus græt anezàn evit fiziout dezâ ar pez hoc’h eus a secreta. Mæs er Varn diveza ho pec’het a vezo disoloet, non pas hep muiquen da un den, mæs d’ar bed-oll ; non pas da un den truezus ha charitabl, mæs d’hoc’h adversourien ; non pas da un den pehini a zeu d’ho consoli, mæs da dud pere a zeui d’ho condaouni ha d’ho carga a rebeichou c’huero. Ma ve ur c’hriminal sur da gaoute c’hraç mar carre discleria e grim da unan hepmuiquen eus e Varnerien, caër en deffe an drouc-speret e dempti, certenamant ne vancque quet da ziscleria e grim, ha ne raë quet cals a gas eus ar vez en deffe oc’h en em ziscleria coupabl.

Mæs c’hoas mar coust, evit discleria e bec’het, peet mad a vêr dre an onction a zeu Doue da scuilla en ene, dre ar repos hac an douçder a ra dezi tànva. En effet pebes peoc’h, pebes consolation interior na santom-ni quet aviziou goude ur goession vad, e pehini hon eus discleriet antieramant hor pec’hejou ! Seblantout a ra deomp neuse beza discarguet dious ur bec’h pouner. Ur gôr oa pehini a ree deoc’h santout ur boan vras ; ne gredac’h e zisquez d’ar Midicin nemet gant anquen hac en ur crena, mæs quentre, ma ze toullet, ha ma ze sortiet ar gorruption, pebes soulageamant na santit-hu quet ? Evelse e illit lavaret goude ma hoc’h eus discleriet ho pec’hejou : Cetu me quyt erfin, taulet am eus an ampoesoun em boa var ma c’halon. Pebes joa na sant quet neuse an ene dre ar fizianç e deus ez e pardounet dezi e fec’hejou, hac ez ê rantreet e graç gant e Doue !