Buhez ar Sent/1837/Ludger


Ar c’huec’hvet-var-nuguent a viz Meurs.


SANT LUDGER, ESCOP.


————


Sant Ludger a voa guinidic eus a Friz. E guerent, o remercout ennâ un inclination vras d’ar vertuz, ha dispositionou caër evir ar squianchou, er c’hassas da Utrecq d’an oad a bevarzec vloaz, evit beza instruet gant ur Missioner santel, pehini a oa bet Disquibl Sant Bonifaç merzer. Ludger, gant dispositionou quen eürus ha dindan ur Mæstr quen excellant, a zeuas souden da veza unan eus ar re habila ha vertuzussa eus e amser.

An Escop Alberic, pehini a aznaye e vilit dreist-ordinal, en alyas d’en em renta Bælec ha da zistrei d’e vro, e pelec’h e voa un nombr bras a Infidelet, ha cals a Gristenien pere a veve en un ignoranç vras eus ar pez a apparchant ous ar silvidiguez. Ar Sant na zaleas quet da zistrei d’e garter, hac en em lacaas da instrui ar bobl ba da brezeg evel ur guir Abostol. Ne oufer quet lavaret peguement en devoe da souffr er goumançamant gant ar bobl-se, pehini a voa barbar hac obstinet ; mæs dre e batiantet e tenas a ben anezo ; hac ar gonsolation douç, pehini en devoe erfin da veza gounezet un nombr infinit anezo da Zoue en dic’haouas eus an oll poaniou en devoa anduret.

An Arc’hescop eus ar Guær a Goloign en devoa c’hoant bras dre rei evit Escop d’ar bobl-se evit conversion pehini en devoa. labouret gant quement a fatig. Ar Sant en em zifennas muya ma ellas, mæs ret e voe dezàn erfin oboissa d’ar choas en devoa græt anezan an Arc’hescop ha d’an urz an Ampalaer Charlemaign, pehini a falle ive deza e vize o Escop.

An dinite-ze na servichas nemet da rei un eclat nevez d’e vertuz. Beza e oa Pastor, ha beza e oa Tad d’e bobl. E vadou a voa evit ar beaurien, hac e daul a oa o hini.

Ur vuez quer parfet ha quer santel ne viras quet na voe cavet tud avius ha malicius pere en accusas dirag an Ampalaer Charle-Maign. An Ampalaer mâ, pehini a oa ur Prinç a zougeanç Doue, soueset o clevet quemense, a gassas d’e avertissa d’en em renta rac-tal en e Bales. An Escop santel, pehini en devoa coumancet da lavaret e Offiç, a respontas heb quen e parlante ous ur Prinç, brassoc’h evit an Ampalaer, hac a gontinuas e beden. Goude-ze ez eas da gaout an Ampalaer, pehini a c’houlennas digantâ perac en devoa daleet queit-se. Credet em eus, ma Frinç, eme ar Sant, beza oboisset quemense e d’ho Majeste. Ha penaus eme an Ampalaer ? Emeden, emezâ, o lavaret va Breviet, hac ho pedan da gaout sonch penaus, pa zeuzoc’h d’am choas evit Escop, ho poa recoumandet din preferi bepret servich Doue ha hini an dud. An Ampalaer a gavas ar respont-se quer mad ha quen agreabl, ne barlantas quet memes dezàn eus ar c’hlemou a oa græt en e enep, hac en exhorti a eureu da gaout bepret ar memes ador evit servich Doue hac ar memes sourci eus e bopl.

Labourat a eureu en effet bete ar maro evit gloar Doue ha sanctification e oll bopl. En deiz diveza eus e vuez, goude beza græt ur sarmon en Ilis a lavaret adieu d’an assistantet, en devoe ar gouraich da vont da un Ilis-all diou leo ac’hano, e pehini e celebras an Oferenn, hac e reas c’hoas ur sarmon, o sacrifia evelse da Zoue ar pez a chome gantàn a vouez hac a nerz. Goudeze e tisclerias d’ar re a voa en e gompaignunez penaus e tlie mervel en nos quenta ; hac o veza recoumandet dezo enterri e gorf er Vered, ne songeas muy nemet da ober da Zoue ar sacrifiç eus e vuez. Leun a Feiz, leun a fizianç, hac ha garantez e rentas e Ene d’e Grouer un neubeut goude hanternos. E varo precius a erruas var dro ar bloas 809. E Gorf a voe lequeet er Vered, evel m’en devoa goulennet ; an enterramant a voe græt gant ur solennite vras, ha Doue a enoras e vez a gals a Viraclou.

REFLEXION.

Sant Ludger, en amser ma lavare e bedennou, o veza bet galvet da vont da gaout an Ampalaer, a respontas e parlante ous ur Mæstr brassoc’h evit an Ampalaer, hac a gontinuas ar pez en devoa coumancet. Petra lavaro goudeze ar re a zen da zilesel pe da ziscontinui o fedennou evit an distera tra ?

Ma sonchemp, pa leveromp hor pedennou, er Vajeste vras, a Zoue ous pehini e parlantomp, gant pe seurt respet gant pebes attention ne zenfem-ni quet d’o ober ? ha pefera ve capabl d’hon distrei diout-o ?

Eil Reflexion. An Escop santel-mâ a c’houlennas dre humilite beza, enterret er Vered. Ar re er goulen eveldàn a zisquez ez int humbl ; mæs ar re a fell dezo beza enterret en Ilis, en despet d’an ordrenancou eus an Ilis memes, a zisquez ez int superb. A betra e vezint-ii guell eta evit lacaat o c’horf en Ilis, mar deuont da zispligeout da Zoue dre o superbite ? Songeomp bepret en-hor buez, hac en hor maro, da bligeout da Zoue ha da dostaat ountâ dre hon humitite, ha na sourciomp quet pelec’h e zaï hor c’horf da vreina.