Buhez ar Sent/1894/Ann Introun-Varia-a-Joa

◄   Paol, Abostol Ann Introun-Varia-a-Joa Bizit ar Verc’hez da zantes Elizabeth   ►



ar c’henta a viz gouere


ANN INTROUN-VARIA-A-JOA
————


Etre ar bloaz unnek kant hag ar bloaz daouzek kant ez eaz eur maread tudchentil euz a Frans d’ann Douar Santel evit tenna bez hor Zalver euz a dre zaouarn ann Turked. Enn ho zouez ez oa tri breur euz ar Pikardi, ho zri brudet dre ho vaillantiz ha muioc’h c’hoaz dre ho devosion. Hogen, ann tri breur-ma a oue great prizounierien siouaz d’ezho ! dirak kear Askalon, ha kaset e kaptivite d’ann Ejipt.

Roue ar vro-ze a c’hoanteaz ho guelet, hag ann doare anezho a blijaz kement d’ezhan ma’z oa prest d’ho c’hemeret e renk he offiserien var bouez ma teujent da heul fals kredenn Mahomet. Mes ann tri breur kalounek a respountaz dioc’htu ne rajent biken ar pez a c’houlenne ar roue, ha var ar respount-ma e ouent taolet enn eunn toull tenval hag heuzuz, ha koundaonet da veva divar bara ha dour.

Goulskoude ar roue a eseaz ho gounit enn eur feson all, ha setu hen ha kas ann dud habila euz he balez da brezeg d’ezho ; mes hi ne rejont ket muioc’h a van o klevet ann doktored-se eget n’o doa great o klevet ar roue he-unan. Neuze ar roue a gasaz d’ho c’haout eur verc’h d’ezhan, he hano Ismerii. Houma a ioa eur brinsez koant ha leun a spered, daoulagad lemm enn he fenn hag eunn teod flour enn he ginou. Lavaret a eure d’ann tri dijentil oa rannet he c’haloun o sonjal er maro kriz a ioa ouz ho gortoz ma ne zentchent ket oc’h he zad. « — Sentit’ta, emezhi, kuitait ar relijion-ze a zo kaoz d’ehoc’h da veza enn eur stad ker reuzeudik, hag e viot euruz ganeomp-ni, ha ne vanko d’ehoc’h na madou, nag henoriou. »

Ann drouk-spered ne c’helle ket implija goasoc’h ardou evit tenti ann tri breur kristen. Mes ar re-ma a ioa krenv ho feiz, ha ne oue ket dare d’ezho en em lezel da veza touellet gant ar brinsez iaouank. Ar c’hountrol eo a erruaz ; rak komz a rejont ker brao d’ho zro euz a vister ann Dreinded hag euz a vister Mab Doue en em c’hreat den, ma’c’h anavezaz raktal Ismerii edo ar virionez gantho. Mes ar brinsez a lavaraz er memes amzer e karje guelet ar Verc’hez, ha setu ann tri dijentil nec’het.

« — Ni, emezho, ne c’houzomp ober na taolennou, na patromiou. Evelato n’oc’h euz nemed digas d’eomp eunn tamm koat ha benviachou, ha ni a raio d’ehoc’h eunn imach hag en devezo eunn henveledigez bennag gant ar Verc’hez. » Ismerii a lakeaz rei d’ezho ar pez a c’houlennent, hag ann tri breur a stagaz dioc’htu d’al labour enn eur bedi Doue d’ho zikour.

Doue a reaz eur burzud kaer evit rekoumpansi ho bolontez vad. A benn eunn nebeut deveziou goude, e kavchont enn ho c’hichen, enn eur zihuna dioc’h ar mintin, eunn imach hag a lugerne evel ann heol o para : imach ar Verc’hez oa, digaset d’ezho euz ann env. Ho c’haloun a zridaz o velet ann imach-se, ha setu perak e oue hanvet gantho Ann Introun Varia a joa.

Merc’h ar roue, o veza deuet d’ar prizoun enn devez-se a zridaz ive he c’haloun o velet ann imach mirakuluz. Poket a reaz d’ezhan gant respet, ha kerkent e oue sklerijennet-holl he ene gant ar Spered-Santel. Neuze e lavaraz d’ann tri dijentil e tennje anezho euz ho zoull tenval, var bouez m’he c’haschent gantho da eunn tu bennag el leac’h ma vije eaz d’ezhi ober he zilvidigez. Ann tri breur en em strinkaz raktal d’ann daoulin evit trugarekaat Doue, ar Verc’hez hag ar brinsez.

Dioc’h ann noz, ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz da Ismerii, hag a aliaz anezhi da zont e Frans : ar Verc’hez a ioa skeduz evel ann heol. Goude ar burzud-ma, ar brinsez ne varc’hataz mui, ha setu hi d’ar prizoun da glask ann tri dijentil hag ann imach mirakuluz ; goudeze ez eaz buhan gantho er meaz euz a gear.

Pa zigouezchont var ribl ann Nil (ster vraz ann Ejipt), eunn den iaouank ho c’hasaz enn tu all gant he vag, ha p’o devoue treuzet ar ster, ne veljont mui na bag, na den iaouank ebed. Goudeze e kemerjont ar c’henta hent a gavchont. Mes Ismerii a ioa dija skuiz ; rak diou nosvez a ioa n’e devoa kousket banne. Chom a rejont eta eharz eur vezenn da ober eunn ehan hag eur voredenn.

Pebez souez evitho, pa zihunjont antronoz-vintin, o velet n’edont mui er memes bro ! Ann tri breur a anavezaz, a dost d’ezho, eur feunteun euz ar Pikardi, hag, eunn tammik larkoc’h, ho maner gant he dourell hag he bount var vint. Ar brinsez hag hi a ioa bet douget dre ho c’housk euz ann Ejipt d’ar Pikardi gant eunn eal.

Ann imach mirakuluz a ioa deuet d’ho heul ; mes dija oa eat anezhan he-unan d’en em lakaat e kichen ar feunteun o doa remerket da genta, ha morse ne oue gellet he loc’ha ac’hano. Setu perak e oue savet er plas-se eur chapel, el leac’h ma oue badezet ar brinsez Ismerii ha roet d’ezhi ann hano a Vari, hag el leac’h ma’z euz c’hoarvezet ac’houdevez kement a viraklou ma ne c’houfe den ho niveri.

Ar chapel-ze a oue dismantret epad ar Revolusion, mes ann imach santel a oue gellet he zavetei, hag er bloaz 1857 eo bet kurunet gant eur zolanite vraz dre urs ar pab Pi Nao ha dirak eur maread beleien ha tud fidel diredet euz a gement korn a zo er vro. — Ar pez on euz merket diaraok a erruaz er bloaz 1134.


SONJIT ERVAD

Enn hor bro Breiz-Izel ez euz ive kalz chapeliou pe ilizou savet enn henor d’ar Verc’hez, hag er chapeliou pe enn ilizou-ze mamm Jezuz a ro grasou kaer da neb a ia di da bardouna gant eur guir devosion. Mes peger rouez n’eo ket hirio siouaz ! ar guir devosion etouez ar bardounerien ! Eleiz euz ar re-ma ne glaskont nemed ho flijadur, ha ne redont ar pardouniou nemet evit guelet ha beza guelet. N’e ket souez eta mar tistroont d’ar gear gant meur a bec’hed nevez var ho c’houstians. Pegen diskiant ha peger reuzeudik ne d-int-hi ket o chench evelse enn eur zoursenn a varo evit ho ene ar pez a dlie beza eur zoursenn a c’hras hag a ziividigez !