Buhez ar Sent/1894/Bizit ar Verc’hez da zantes Elizabeth

◄   Ann Introun-Varia-a-Joa Bizit ar Verc’hez da zantes Elizabeth Felis, Irenee ha Mustiola   ►



ann eil devez a viz gouere


BIZIT AR VERC’HEZ DA ZANTEZ ELIZABETH
————


Goude beza diskleriet da Vari oa choazet evit beza mamm da Jezuz, ann eal Gabriel a gomzaz d’ezhi ive euz he c’hiniterv Elizabeth. « — Setu, emezhan, ho kiniterv Elizabeth e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet eur mab hag a deui er bed a benn tri miz ama ; rak n’ez euz netra dreist holl-c’halloud Doue. »

Pa oue eat ann eal kuit, ar Verc’hez a oue mall ganthi mont da velet he c’hiniterv, ha setu hi enn hent a dreuz ar meneziou. Enn eur erruout e ti Zakariaz, e saludaz Elizabeth evel m’edo ar c’hiz er vro, ha kerkent ar c’hrouadur a zouge he c’hiniterv a reaz eul lamm enn he c’hreiz. Neuze Elizabeth a oue karget he ene euz a sklerijenn ar Spered-Santel, hag a lavaraz a vouez huel : « — C’houi a zo benniget dreist ann holl gragez, ha benniget eo ar frouez euz ho korf. Penaoz em euz-me hirio ann henor hag ann eur-vad da reseo mamm va Doue ? A veac’h am euz ho klevet oc’h va zaludi m’en deuz great ar bugel a zougann eul lamm a joa etre va daou gostez. Oh! na c’houi zo euruz abalamour m’oc’h euz kredet e teuje da vir ar pez a zo bet diskleriet d’ehoc’h a berz Doue.»

Var gement-se ar Verc’hez a lavaraz d’he zro (ar pez a zo ama varlerc’h eo ar Magnificat e brezounek) : « — Va ene a ro gloar ha meuleudi da Zoue, ha va c’haloun a zrid gant ar joa o sonjal er pez en deuz great em c’henver va Doue ha va Zalver. Rak, pegen dister bennag ma’z ounn, eo plijet ganthan sellet ouz he zervicherez, ha setu hiviziken ann holl boblou euz ann douar am galvo euruz. Ia, ann Hini a zo holl-c’halloudek, ha santel he hano, en deuz great traou burzuduz em c’henver. Evelse en deuz roet a bep amzer merkou euz he drugarez d’ar re a veve enn he zoujans. Meur a vech ive en deuz diskouezet nerz he zivreac’h, ha kaset da netra sonjou ann dud ourgouilluz. Diskaret en deuz divar ho zron ar re a ioa braz ho galloud, hag ar re n’o doa doare a netra en deuz savet huel. Karget en deuz a vadou ar re a ioa o tua gant ann naoun, hag ar re o devoa danvez eleiz en deuz lakeat var ann douar noaz. Kemeret en deuz erfin truez ouz Israel, he zervicher, hervez ar bromesa en doa great guech all da Abraham, hag en deuz great c’hoaz abaoue d’he vugale a rumm da rumm. »

Mari a jomaz var dro tri miz e ti Elizabeth, ha goudeze e tistroaz da Nazareth, el leac’h m’edo he c’hear.


SONJIT ERVAD

Ar vizit a reaz ar Verc’hez Vari da zantez Elizabeth a oue eur vizit santel meurbed. Goude beza en em zaludet hervez giz ar vro, ec’h en em lakejont dioc’htu ho diou da gomz euz a Zoue, da rei gloar ha meuleudi da Zoue. Pebez kemm etre ar vizit-se hag ar re a reer brema ! Hirio siouaz ! n’en em veler nemed evit dispenn sae ann nesa, pe evit maga er galoun eur garantez ha n’e ket hervez Doue. Da lavaret eo, n’en em veler hirio peurvuia nemed evit en em zikour ann eil egile d’en em zaoni. Lezit a gostez ann holl bizitou-ze ne dalvezont da netra evit ar baradoz, ha dreist holl ar re ho lakafe var hent ann ifern. Ne d-it morse da diez ar re all nemed oc’h red pe dre zereadegez, ha mar oc’h euz amzer da bresta, it da velet ann dud klanv hag ann dud paour euz oc’h amezegez, pe da adori Jezuz-Krist enn he dabernakl. Hor Zalver araok ma oue ganet a lakea Iann-Vadezour da zridal gant levenez, e kerc’hen he vamm. Pebez vad ne rai-hen ket d’ho kaloun pa ’z eot ac’hanhoc’h hoc’h unan d’her gueled enn ilizou el leac’h ma vez ken aliez dilezet gant ann holl !