uzeb a ioa ganet er Sardeign, hag a reaz he studi e Rom,
el leac’h m’oa en em dennet he vamm goude maro he
fried. Ar pab Silvestr hen resevaz etouez ann dud a iliz,
ha goudeze e oue kaset da gear Verseill er Piemon. Eno
e teuaz e berr amzer da veza ken istimet gant ar veleien
hag ar bobl ma oue hanvet da eskop. Hogen ne zaleaz ket
da ziskouez oa din euz ar choaz a ioa great anezhan.
Dastum a eure enn he di ann holl dud a iliz euz a gear evit ober d’ezho beva asambles ganthan evel menac’h enn eur gouent. Ann dra-ze ne vire ket outho da deuler evez euz ann dud fidel ha da bourvei da holl ezommou ann eneou a ioa enn ho c’harg ; mes evelse n’edont ket kement e riskl d’en em goll ho-unan pe da laoskaat enn ho dever. « — Henvel oant, eme zant Ambroaz, ouz eur vandenn elez : noz-deiz e kanent meuleudiou ann Aotrou Doue, hag e c’houlennent pardoun diganthan evit ar bec’herien. Lenn ha labourat a reant ive heb ehana. Petra zo kaeroc’h eged ar vuez-se ? Mar d-euz poan o iun, e vezer digollet euz ar boan-ze dre beoc’h ar spered ha dre joa ar goustians. Ann eil a ro nerz d’egile, ha dre ma teuer d’en em voaza, e kaver eaz ar pez a zo tenna evit ann natur. »
Euzeb ne esperne netra evit maga ar feiz hag ann devosion enn he eskopti. Prezeg a rea aliez he-unan, ha dre he gomzou leun a dan, dre he zousder hag he garantez ha dre ar skouer euz he vuez santel ha pinijennuz, e c’houneze dioc’htu kalounou ar bec’herien. Abarz nemeur e oue guelet eur jenchamant vraz e kear Verseill hag ar bobl holl en em lakeaz da zervicha Doue evel ma rea dija ann eskop hag he veleien.
D’ar mare-ze, e oue asamblet eur c’honsil e Milan evit difenn ar feiz katolik a enep ann Arianed. Euzeb n’en doa ket kalz a c’hoant da vont di ; rak doueti a rea e vije ann Arianed ar re grenva, abalamour m’edo ann impalaer Konstans enn tu gantho, hag ann impalaer a ioa e Milan d’ann ampoent. Mont a reaz goulskoude evit senti oc’h ar pab. Hogen, ann impalaer a glaskaz lakaat ar c’honsil da goundaoni sant Athanaz ; mes Euzeb a respountaz gant meur a eskop all ne zinje biken eunn hevelep setans, ha var gement-se e oue koundaonet he-unan d’ann harlu, ha kaset da gear Sithopolis er Palestin.
Ebarz er gear-ze, e lojaz da genta e ti eur c’hount hag a ioa he hano Joseph ; mes ann Arianed henn tennaz ac’hano evit he lakaat enn eunn toull kambr el leac’h ma rejont d’ezhan a bep seurt iudazerez. Goude beza he hanter-zivisket enn noaz, e pilent anezhan d’ann douar, ha neuze her stlejent hed ann deleziou he benn enn traon. Epad pevar devez dioc’htu e oue lezet gantho heb tamm na banne, ha ne c’houfe den koumpren ar boan en devoue gant ann naoun ha gant ar zec’hed.
Abarz ar fin e oue roet kounje d’ezhan da zistrei d’he di ; mes, a benn eur miz goude, ann Arianed a ieaz adarre d’he gerc’hat evit he deuler enn eur prizoun tenval. Hogen, kaer o devoa beza kriz ha didruez enn he genver, Euzeb ne laoske ket eur glemmadenn. Daou zen a iliz euz a Verseill a deuaz d’he velet epad ann amzer-ze, hag he galoun a zridaz gant ar joa o klevet kelou euz a veleien hag euz a dud fidel he eskopti. Skriva a reaz he-unan d’ezho evit ho c’honzoli hag ho c’hrenvaat er feiz.
Euz a Zilhopolis ar Zant a oue kaset d’ar C’happados, hag euz ar vro-ma d’ann Thebaid huela, enn Ejipt. Mes, etre daou, e varvaz ann impalaer Konstans, hag Euzeb a c’hellaz erfin distrei da Verseill. Tremen a eure dre Aleksandrii evit en em glevet gant sant Athanaz divar benn ar pez a ioa guella da ober evit rapari ann drouk great d’ann Iliz gant ann Arianed, ha pa erruaz enn Itali, ann holl a reaz d’ezhan eunn digemer laouen ha karantezuz. Goudeze, e sikouraz sant Hiler, eskop Poatie e Frans, da ziarbenn fals kredennou ann heretiked e broiou ar C’huz-Heol, ha d’ar c’henta a viz eost euz ar bloaz 370, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans en doa meritet dre he labouriou abostolik hag he boaniou.
Ar zant-ma ne falvezaz ket d’ezhan, a briz ebed, rei he zinatur da goundaoni sant Athanaz. Nag a gristenien a zo hirio siouaz ! ha n’o deuz ket kement-se a zamant d’ho c’houstians ! Ar gristenien-ma a ra goasoc’h c’hoaz eget rei ho zinatur da goundaoni eunn den e faoz ; rak rei a reont e guirionez ho mouez da lakaat diskar ar relijion hag ann Iliz enn eur voti evit ar re a ra brezel d’ezho. Ah ! diouallit ! Ne c’heller ket beza salvet er meaz euz ar relijion hag euz ann Iliz katholik ; penaoz eta e fell d’heoc’h-hu mont d’ar baradoz mar troit gant ho enebourien ?