◄   Spiridion Nina Euzeb   ►


ar pemzekved devez a viz kerzu


SANTEZ NINA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma, ginidik euz ar C’happadoz, a ioa nizez dioc’h kostez he mamm da eskop pe batriarch Jerusalem. D’ann oad a zaouzek vloaz e oue kaset digant he zud, goude m’o doa guerzet ho holl danvez evit rei ann arc’hant d’ar paour. Neuze he zad a guiteaz ar bed evit mont da ober he ermitach enn eul leac’h distro ; he mamm en em dennaz ive e ti eur garez d’ezhi, hag hi a oue lakeat gant he eontr e ti eur vaouez a zoujans Doue, he hano Nisephora.

Nina a ioa dija devot evel eunn eal, hag he brasa plijadur oa klevet komz euz a basion hag euz a varo Jezuz-Krist. Eunn devez e c’houlennaz ouz Nisephora petra oa deuet da veza sae hor Zalver, ar zae-ze a ioa holl enn eunn tamm ha ne oa gri ebed ennhi. « — D’ann Iberii eo eat, eme Nisephora, hag er vro-ze n’ez euz c’hoaz nemed paianed. » « — Tud keiz, eme Nina, ma c’houfent pebez tenzor o deuz enn ho bro ! »

Divar neuze ar plac’hik iaouank ne zonje mui nemed enn Iberii. Doue he-unan eo a lakea ar zonj-se enn he spered ; rak galvet oa ganthan da vont di da brezeg ar feiz, hag ar Verc’hez Vari a roaz da anaout d’ezhi ar volontez en doa Doue enn he c’henver.

Goude beza resevet bennoz ann eskop, he eontr, Nina en em lakeaz enn hent e koumpagnunez eur brinsez a c’hoad huel, hanvet Ripsime. Ar brinsez-ma a ioa deuet da Jerusalem da zeski ar guirioneziou euz ar relijion gristen. Eno oa bet badezet asambles gant hanter-kant dimezell all a ioa enn he zervich, ha brema e tistroent holl d’ar gear euruz ha laouen. Mes d’ann ampoent oa dirollet eur bersekusion skrijuz a enep ar gristenien, dre urs ann impalaer Dioklesian, hag ar brinsez Ripsime hag ann darn vuia euz he dimezelled a henor a oue lakeat d’ar maro enn Armenii abalamour ne felle ket d’ezho nac’h ho feiz.

Goulskoude Nina a c’hellaz kuzat enn eur vodenn spern guenn, hag ac’hano e klevaz eur vouez euz ann env hag a lavare d’ezhi : « — Kerz etrezek ann Hanter-Noz : ann eost a zo dija dare, mes n’ez euz den d’he zastum. » Ar gristenez kalounek a zent, ha setu hi adarre enn hent, he-unan kaer, hag eur groaz koat ganthi enn he dorn.

Ne c’houfe den koumpren pegement a boan e devoue epad eur veach ken hirr. Ne veve nemed divar ann aluzenn, hag aliez e renke loja e kambr ar stered, gant eur mean hebken dindan he fenn hag e riskl da veza debret gant al loaned gouez. Mes Doue he diouallaz dioc’h peb drouk, hag erruout a reaz erfin e kear-benn ann Iberii d’ar mare m’edo ar roue hag ar bobl o vont da ginnig eur sakrifis d’ar fals doue Armas.

O velet dallentez ann dud keiz-se, Nina a bed euz a greiz he c’haloun. Ann env a ioa diroufenn, ann amzer sioul, hag ann heol a bare skeduz. Goulskoude ar gurun a gouez enn eunn taol kount, ha setu ann aoter d’ann douar hag ann idol bruzunet. Ar roue, ar bobl, ar veleien a dec’h kuit gant ho spount, ha Nina a jom he-unan var al leac’h heb ehana da bedi.

Goudeze ec’h en em dennaz er meaz euz a gear, hag, heb dale, dre ar burzudou a rea ha dre ar zantelez euz he buez e c’hounezaz eunn nebeut tud da feiz Jezuz-Krist. Ann dra ze a reaz d’ezhi en em hardisaat da brezeg ann Aviel a vouez huel e kear-benn ann Iberii.

Ar rouanez o veza kouezet klanv a c’halvaz anezhi da vont d’he guelet. Mes Nina a respountaz : « — D’ar rouanez eo dont he-unan d’am c’haout. » Ar rouanez a zentaz hag a reaz he dougen da gamprik Nina. Neuze houma he bennigaz gant ar groaz koat a ioa enn he c’hampr, ha kerkent e oue pareet. Kerkent ive e lavaraz dirak ann holl ne adorje mui nemed Doue ar gristenien.

A benn bloaz goude, a greiz m’edo ar roue o chaseal var eur menez, e teuaz eur barr-arne skrijuz. Ann amzer a ioa tenval, glao braz a rea, ann avel a iude hag ar gurun a groze enn eur feson estlammuz. Ar roue ne c’houie mui e pe du trei : kollet en doa he goumpagnunez. Enn he nec’hamant e c’houlenn sikour digant he idolou ; mes ann amzer a ia ato var voasaat. Abarz ar fin e lavar : « — Doue Nina, mar tiskouezit d’inn hent va falez, me a zavo eunn templ enn hoc’h henor hag en em c’hraio kristen. » Raktal ann heol a zispak adarre, hag ar roue a gav he hent hag he goumpagnunez.

Enn eur erruout er gear, ez a var ehun da gamprik Nina : « — Ho Toue, emezhan, en deuz saveteet d’in va buez ; brema me renk sevel eunn iliz enn he henor. »

Ann iliz a oue savet dioc’htu, ha goudeze ar roue a skrivaz d’ann impalaer Konstantin, a ioa dija e Konstantinopl d’ann ampoent-se, da c’houlenn beleien diganthan evit he rouantelez. Ann impalaer Konstantin a gasaz d’ann Iberii tri belek ha tri avieler. Unan euz ar veleien a ioa he hano Iann, hag a oue sakret eskop divezatoc’h. Ar veleien hag ann avieler-ze a vadezaz ar re a ioa bet dija kelennet gant Nina var guirioneziou ar feiz. Hogen, etouez ar re-ma edo ar roue hag ar rouanez, ho bugale ha tudchentil ho falez, hag ar bobl holl kouls lavaret.

Neuze Nina a skoaz etrezek meneziou ar C’hokaz, ha ne c’houfe den niveri ar baianed a c’hounezaz eno c’hoaz d’ar relijion gristen. Mes dija e devoa labouret aoualc’h, ha Doue he galvaz erfin davethan er bloaz 329 evit rei d’ezhi ann diou gurunenn e devoa meritet, hini ar Guerc’hezed hag hini ann Ebestel.


SONJIT ERVAD

Hirio ive eur vaouez devot evel santez Nina a c’hell beza abostol he c’harter, hag avechou zoken abostol he farrez, o tastum enn dro d’ezhi ar vugale baour, ar re n’o deuz den d’ho c’helenn var guirioneziou ar feiz, evit deski d’ezho ho fedennou hag ho c’hatekiz, hag ho lakaat e stad da ober ho faskou kenta ha da veza goudeze henor ho zud hag ho bro dre ho buez fur ha kristen.

Al labour-ze a zo tenn ; ha n’euz ket da c’hedal peurvuia beza digollet gant ann dud. Doue avad a baeo kement hini en defe kemeret poan evit kelenn he nesa.