Buhez ar Sent/1894/Ignas a Loiola

◄   Guillou, Eskop Ignas a Loiola Per enn ereou   ►



ann unan ha tregont a viz gouere


SANT IGNAS A LOIOLA, FOUNDATOUR URS ANN TADOU JEZUISTED
————


Ignas a ioa ginidik euz a rouantelez Spagn, hag a oue savet e palez ar roue Ferdinand V. Enn he iaouankiz ne zonje nemed enn ebatou hag enn henoriou, hag ann ioul en doa da veza eunn den brudet ba da erruout er c’hargou huela a reaz d’ezhan kuitaat palez ar roue evit mont d’ar vrezel. Ne zaleaz ket da ziskouez n’oa ket prest da lammet araok he skeud, ha n’en doa aoun ebed e kreiz c’houez ar poultr ha trouz ann tennou. Mes, enn eur zifenn kear Pampelun a enep ar Fransizien, e oue tizet gant eur vouled kanol hag e oue torret he c’har. Neuze e renkaz chom pell var he vele, hag o veza m’oa inouet o chom evelse, e c’houlennaz eul levr plijaduruz bennag da lenn evit diverra he amzer. Dre chans, pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ne oue kavet enn ti nemed levr Buez ar Zent. Ignas a lennaz al levr-ma p’e guir ne oa nikun all ebed da rei d’ezhan, ha dre ma lenne, e tremene eunn dra bennag a nevez enn he galoun. Souezet oa, da genta, o velet pe seurt pinijennou o deuz great ar Zent ha pegement a zisprij o doa evit ar bed. Mes a nebeut a nebeut e savaz c’hoant ganthan da gerzet var ho roudou : « — Ar zent-se, emezhan, a ioa tud eveldon-me ; perak eta ne rafenn-me ket ar pez o deuz-hi great ? »

Setu perak, kerkent ha ma oue pare, ez eaz var varc’h da gouent menez Serrat, el leac’h ma’z oa eunn imach mirakuluz d’ar Verc’hez. Eno e reaz eur gonfesion jeneral enn eur skuill eur mor a zaelou, hag e tremenaz eunn nosvez o veilla dirak imach mamm Doue. Goudeze e lakeaz he gleze a-istribill dirak ann aoter, hag, o veza roet he varc’h d’ar venac’h hag he zillad kaer da eur paour, e viskaz he-unan dillad lien groz, hag e skoaz var he droad, diarc’henn ha diskabell, etrezek kear Manrez a ioa teir leo ac’hano.

Ebarz er gear-ma e veve divar ann aluzenn, hag e iune bemdez divar bara ha dour, nemed da zul. Dougen a rea bepred eur porpant reun dindan he zae lien, hag eur jadenn houarn enn dro d’he groaz-lez. Ouspenn-ze, e kastize c’hoaz he gorf gant fouetou houarn, ha n’en doa ken guele nemed ann douar. Evit he rekoumpansi, Doue a roaz d’ezhan eunn anaoudegez ker sklear euz ar relijion ma’z oa kustumm da lavaret goudeze : « — Ha pa ne vije ket a Skritur Sakr, e venn prest evelato da vervel evit ar feiz abalamour d’ar pez en deuz diskleriet Doue d’inn e Manrez. » Ignas n’en doa ket kalz a zeskadurez, ha goulskoude, epad m’edo e Manrez, e skrivaz eul levr divar benn ar feson da ober eur retred a zoare, hag al levr-ma a zo istimet gant ann holl hag a zo bet meulet gant ar pabed ho-unan.

Ar c’hoant en doa da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezhan en em lakaat da zeski al latin e Barseloonn : tri bloaz ha tregont oa dija d’ann ampoent. Goudeze e teuaz da Baris da achui he studi, hag eno eo e savaz eunn Urs nevez a venac’h dindan ann hano a Goumpagnunez Jezuz. Ger ar Zant, abaoue m’en doa chenchet buez, oa hema : « Peb tra evit brasa gloar ann Aotrou Doue ! » Hogen, ar ger-ze a zo bet ato ive hini ann Urs nevez a oue savet ganthan.

O veza bet hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, Ignas a boaniaz da genta da greski ann devosion e kalounou ann dud fidel, hag, evit guir, divar neuze e oue guelet enn ho zouez muioc’h a aked da lakaat traou kaer var dro ann ilizou, da ober katekiz d’ar vugale, da vont da zelaou ar zarmouniou ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Goudeze e savaz skolachou e peb leac’h evit rei eunn deskadurez kristen d’ar iaouankiz, hag e kasaz misionerien d’ar broiou pell evit prezeg ann Aviel d’ar baianed. Evelse, ann hini ne glaske guech all nemed ann ebatou hag ann henoriou ne oa mui brema nemed eur zonj enn he spered hag eunn ioul enn he galoun : savetei ann eneou. Setu perak e lavare avechou oa guell ganthan kendelc’her da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa, heb beza sur da veza salvet he-unan, eget mervel dioc’htu o veza sur da vont var ehun d’ar baradoz.

Ar zant-ma en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn dre ar Frans, ann Itali, ar Spagn, ar Portugal, ann Allemagn, ha betek enn Azii,enn Afrik hag enn Amerik. Mervel a eure e Rom leun a veritou d’ann 31 a viz gouere 1556, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT IGNAS

Da genta. — Bez’ez euz vertuziou kuzet ha vertuziou all hag o deuz kalz a sked : ar re genta a garann ar muia.

D’ann eil. — Pegen dister, peger vil e kavann-me ann douar pa zellann ouz ann env !

D’ann trede. — Digemerit bepred gant dousder eunn ene ankeniet ; evit he gonzoli eo e teu Doue d’hen digas d’ehoc’h.

D’ar pevare. — Ann nep enn deuz eur guir zentidigez a zo joa ganthan beza gouarnet.