Buhez ar Sent/1894/Per enn ereou

◄   Ignas a Loiola Per enn ereou Stephan, Pab ha Merzer   ►



ar c’henta devez a viz eost


SANT PER ENN EREOU PE ER CHADENNOU
————


Var dro ar bloaz 44 goude ginivelez hor Zalver, ar roue Herodes Agrippa a c’houezaz tan ar bersekusion a enep ar gristenien, enn esper beza deuet mad gant ar Iuzevien. Rei a eure urs da zibenna sant Jakez, breur da zant Iann, ha goudeze e reaz prizounia sant Per enn eur c’hourc’hemenn stard teuler evez mad anezhan : sonj en doa d’hen lakaat ive d’ar maro goude goueliou Pask. Mes ann Iliz ne ehane da bedi evit he c’henta pastor, ha Doue a zelaouaz he fedennou.

Enn noz kent ann devez ma tlie Herodes he gas d’ar maro, sant Per a ioa kousket e kreiz etre daou zoudard, he zaouarn liammet gant diou jadenn, ha goardou e tal ann or o tiouall ar prizoun dioc’h ann dianveaz. Ha setu eunn eal o tiskenn euz ann env, hag eur sklerijenn gaer o para er prizoun. Ann eal, o veza dihunet ann Abostol, a lavaraz d’ezhan : « — Savit alese, guiskit ho tillad hag ho poutou, ha deuit d’am heul. » Sant Per a zentaz, mes heb gouzout d’ar just pe hen a ioa oc’h huvreal pe n’edo ket. Goulskoude ar chadennou a ioa kouezet dioc’h he zaouarn kerkent ha m’en doa komzet ann eal outhan, hag o veza tremenet ebiou d’ar c’henta ha d’ann eil rumm goardou, ec’h erruaz asambles gant he goumpagnoun dirak ann or houarn a skoe var gear. Ann or-ma a zigoraz dirazho anezhi he-unan, ha pa ouent eat er meaz ann eal a gendalc’haz da gerzet araok ann Abostol betek ar penn all d’ar ru ; mes divar neuze n’en em ziskouezaz mui. Kerkent sant Per a deuaz ennhan he-unan, hag a lavaraz : « — Brema e velann ervad en deuz digaset Doue he eal evit va zenna euz a dre zaouarn Herodes hag ar Iuzevien. »

Ann Abostol a ieaz goudeze da c’houlenn digor da di eur c’hristen hanvet Mark, el leac’h m’az oa kalz tud fidel o pedi asambles. Evel ma skoe var ann or, eur plac’h iaouank, he hano Rhode, a deuaz da velet piou a ioa. Ar plac’h iaouank-se, o veza anavezet mouez sant Per, e devoue kement a joa mare daz dioc’htu, heb digeri ann or, da lavaret d’ar re all : « — Ema Per ahont. » Mes ar re all ne felle ket d’ezho he c’hredi. Goulskoude, o veza ma kendalc’he sant Per da skei, e teujont erfin da zigeri, hag e chomjont mantret-holl dirak ann Abostol. Neuze sant Per a gountaz d’ezho ar mirakl en doa great Doue evit he denna euz ar prizoun, ha goude beza ho c’harget da gas ar c’helou-ze da zant Jakez ha d’ar gristenien all ez eaz adarre er meaz evit en em denna e leac’h all.

Tud fidel Jerusalem a c’hellaz kaout ar chadennou m’oa bet liammet gantho prins ann Ebestel, hag a viraz anezho evel eunn tenzor sakr. Mes er bloaz 439 ann eskop Juvenal ho roaz d’ann impalaerez Eudosii, a ioa deuet, euz a Gonstantinopl da Jerusalem da zeveni eur veu great ganthi. Ann impalaerez-ma ne zalc’haz nemed unan euz ar chadennou-ze, hag a gasaz eben d’he merc’h a ioa dimezet e Rom d’ann impalaer Valantinian. He merc’h o veza diskouezet d’ar pab ar jadenn e devoa resevet, ar pab a ziskouezaz d’ezhi d’he dro eur jadenn all hag a ioa ken din a henor ; rak gant ar jadenn all-ma oa bet ive liammet sant Per keit ha m’oa bet er prizoun e Rom araok beza koundaonet d’ar maro.

Neuze ar pab a lakeaz ann diou jadenn enn eur genver, ha kerkent, o burzud ! ann diou jadenn-ze en em stagaz ann eil ouz eben anezho ho-unan, enn eunn hevelep feson ma ne reant mui nemed eur jadenn hebken, heb na vije den ebed goest da lavaret penaoz hag e pe leac’h oant en em zoudet. Ar mirakl-se a greskaz c’hoaz ann devosion o devoa dija ar gristenien evit chadennou sant Per, ha raktal e oue savet eunn iliz nevez e Rom evit ho gorren : ann iliz-ma a zo bet hanvet a-c’houdevez ilis sant Per enn Ereou pe er Chadennou.

Ar chadennou-ze o deuz ar vertuz da barea ar re glanv ha da bellaat ann drouk-sperejou. Er bloaz 949, eunn dijentil euz ann Allemagn, mignoun d’ann impalaer Othon-ar-Braz, a ioa eat ann diaoul enn he gorf. Ken truezuz oa he zoare ma’c’h en em zraille he-unan gant he zent. Mes digaset e oue da Rom dre urs ann impalaer, ha kerkent ha ma oue lakeat chadennou sant Per enn dro d’he c’houzoug, ann diaoul a dec’haz diouthan enn eur iudal.


SONJIT ERVAD

Sant Per a ioa kousket c’houek pa deuaz ann eal d’he zihuna enn he brizoun, petra bennag ma tlie beza lakeat d’ar maro antronoz. Mes he goustians ne rebeche netra d’ezhan hag he holl fizians a ioa e Doue; rak-se n’en doa ket aoun rak ar maro. Mar karfac’h poania da veva bepred e gras Doue hag en em abandouni a greiz kaloun etre daouarn he Brovidans, e ve eaz d’ehoc’h ive kousket ato dizoursi ; rak petra c’hellfe neuze ober aoun d’ehoc’h ?