Buhez ar Sent/1894/Konogan

◄   Thereza Konogan Mac'harit Mari Alakok   ►


ar c’houezekved devez a viz here


SANT KONOGAN, ESKOP
————


Konogan, Guenn pe Guennegan, a ioa ganet e maner ar Palud e kichen Landerne, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud betek ann oad a zeiz vloaz. Neuze e oue kaset da Gemper, el leac’h ma’z oa eur skolach braz d’ann ampoent, hag a benn eiz vloaz goude ez eaz da Landevennek da studia ann theoloji.

Eno e chomaz pevar bloaz all, hag epad ann amzer-ze abad hag holl venac’h ar gouent a ioa souezet o velet peger santel oa dija he vuez. Goulskoude, pa oue echu he studi ganthan, he dud her galvaz d’ar gear ; rak c’hoant o doa d’he zelc’her er bed. Setu perak e kaschont anezhan da balez Giomarc’h, kount a Leon, da zeski embrega ann armou.

Konogan n’oa ket troet var ann dra-ze. Evelato e sentaz ouz he dud, ha keit ha ma oue e palez ar c’hount a Leon e oue ive evit ann holl eur skouer a furnez hag a bep seurt vertuziou. Mes dont a reaz buhan da inoui, hag a benn pemp bloaz e c’houlennaz kounje da zistrei d’ar Palud.

Neuze e tiskleriaz d’he dud e felle d’ezhan en em rei holl da zervich Doue. He dad hag he vamm a enebaz outhan da genta ; mes abarz ar fin hen lezchont da ober he volontez, ha kerkent Konogan en em lakeaz e stad da reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, e oue plaset e kear Landerne ; mes goude maro he dad e kuiteaz he blas evit mont da jom d’ar Palud, el leac’h ma savaz eur chapel kaer tost d’ar maner. Er chapel-ma ec’h offerenne bemdez, hag evel eunn eal oa ouz ann aoter.

He vamm o veza deuet da vervel ive, Konogan a lavaraz kenavo d’he vaner evit mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag, pell dioc’h koumpagnunez ann dud. Mes he zantelez hen diskuillaz, hag heb dale ar bobl a ziredaz a bep tu d’he gaout evit en em erbedi d’he bedennou ha goulenn kuzul diganthan. Hogen, ann dra-ze a vire outhan da veva he-unan gant Doue hervez he c’hoant, ha setu perak e tec’haz ac’hano evit en em denna e kouent Landevennek.

Sant Guenole, abad ar gouent-ma, hen digemeraz gant joa hag a viskaz d’ezhan sae ar venac’h. A veac’h en devoue Konogan guisket ar zae-ze ma oue treac’h d’ar venac’h all dre he humilite, he garantez evit he nesa, he basianted hag he zousder. Ne finve ket euz ann iliz, ha ne skuize morse o vedita var draou ann env. Beva a rea divar dour, bara groz ha griziou louzou, ha ne gouske nemed var bazennou ann aoter pe var ar pave.

Dre ali sant Guennole, Konogan a zavaz eur gouent er Palud hag a roaz ar gouent-ma da abati Landevennek gant ann douarou en doa he-unan e Lanloezok e parrez Plouzeniel. Mes etre daou e varvaz sant Korantin, eskop Kerne, hag ar chalonied a ioa nec’het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Ar vikel vraz a ordrenaz iun epad tri devez dioc’htu evit goulenn sklerijenn digant Doue, hag a benn ann trede devez ann holl a roaz ho mouez da Gonogan.

Daou jaloni a ieaz da Landevennek da gas ar c’helou-ze d’ar Zant. Hema a glaskaz da genta tec’het diouz ar zamm a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; mes asanti a eure abarz ar fin, hag o veza bet sakret eskop, e labouraz heb ehana, evel sant Korantin, evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan. Kemeret a reaz perz enn eur c’honsil a oue asamblet e Guened, er bloaz 468, gant sant Perpet, eskop Tour. Ar c’honsil-ma a zougaz eur zetans a eskummunugenn a enep ar vuntrerien hag ann testou faoz, hag a reaz c’hoaz eur maread lezennou all. Konogan a zinaz dre ann hano a Albin pe Albinus, eur ger latin hag a zinifi Guenn e brezounek.

Ar zant-ma a varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 469, pe zivezatoc’h zoken, hag he gorf a oue enterret e kathedral Kemper. E parrez Penhars, e kichen ar gear-ma, ez euz c’hoaz hirio eur chapel savet enn he henor, ha d’ar chapel-ze ez eer da bardouna evit beza pareet dioc’h ann derzienn. Rak Doue en deuz diskleriet santelez Konogan, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Tud ar zant-ma a enebaz outhan da genta pa ziskleriaz d’ezho en doa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue ; mes abarz ar fin e lezchont anezhan da ober he volontez. Setu aze petra dleit da ober ive, tadou ha mammou kristen, pa lavar ho pugale d’ehoc’h o deuz c’hoant da vont da velek pe da leanez. Enebi a c’hellit outho da genta, gant aoun na ve ann dra-ze nemed eur froudenn a zo tremenet dre ho spered. Mes, mar guelit eo eunn dra lakeat kalet enn ho fenn gant ann Aotrou Doue he-unan, e renkit plega ha lezel anezho enn ho roll ; rak ho pugale a zo da Zoue araok beza d’ehoc’h.