hereza a ioa ganet e kear Avila e Spagn a dud a lignez
huel hag a zoujans Doue. He brasa plijadur enn
he bugaleach oa lenn buez ar Zent asambles gant he
breur iaouanka. O velet pe seurt poaniou o deuz gouzanvet
ar verzerien guech all, he breur hag hi a zavaz
c’hoant gantho da veza merzeriet ive evit ar feiz, hag
eunn devez setu hi ha tec’het euz ar gear dre guz evit
mont d’ann Afrik ho daou, enn esper beza lakeat d’ar
maro gant ann Turked. Mes eunn eontr d’ezho ho diarbennaz
hag ho digasaz enn dro da di ho zud.
Thereza ne oa c’hoaz nemed seiz pe eiz vloaz d’ann ampoent. Mes gant ann amzer e teuaz da laoskaat e servich Doue. O veza kollet he mamm d’ann oad a zaouzek vloaz, ec’h en em lakeaz da lenn levriou euz ar seurt ne vez hano ennho nemed a amourouzded, ha goudeze e reaz he c’hamaladez euz eur garez d’ezhi hag a ioa eur penn skanv. Evelse e oue touellet a nebeut a nebeut da garet ar bed, ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou. Evelato ne zonje e netra fall evit kement-se ha ne gouezaz morse e pec’hejou braz ; mes var ann hent da goueza edo, ha setu perak Doue a ziskouezaz d’ezhi divezatoc’h ar plas a ioa ouz he gortoz enn ifern m’e devije kendalc’het da ren ar vuez-se.
Goulskoude he zad a remerkaz ar jenchamant a ioa ennhi, ha raktal e lakeaz anezhi enn eur gouent leanezed euz a Urs sant Aogustin. Eno Thereza a zigoraz he daoulagad var stad he ene, hag heb dale e teuaz adarre da veza ken devot ha biskoaz. Neuze e reaz he zonj da vont he-unan da leanez, mes enn eunn Urs all, enn Urs Karmes.
Ugent vloaz oa paoue resevet enn Urs-ma, hag epad ann trivac’h vloaz kenta Doue he lezaz enn eur zec’hor vraz, evit rei tro d’ezhi da baea ar boan dleet da faotou he iaouankiz, petra bennag n’oant ket faotou grevuz. Mes, o veza ma oue bepred aketuz da bedi ha da gastiza he c’horf dre ar binijenn, Doue a rekoumpansaz erfin he fidelite enn eur garga anezhi a c’hrasou dispar.
Hiviziken, p’en em lakea da vedita, e veze dalc’h-mad douget a spered betek ann env, ha neuze e kleve gant Jezuz komzou dudiuz evel ar re-ma : « — Divar hirio c’houi a vezo va fried, ha den ne c’hello lakaat disparti entrezomp. — O veza ma’z oc’h va fried, ar pez a zo d’inn-me a zo d’ehoc’h ive. — Divar vrema e tleit, evel eur guir bried, klask va gloar e peb tra. »
Thereza dioc’h he c’hostez a garie kement he Zalver stag ouz ar groaz ma’z oa kustumm da lavaret : « — O va Jezuz, guell eo ganen mervel eget beva heb kaout poan. » Eunn droiad e velaz enn he c’houent eur paotrik bihan hag a ioa koant evel ann deiz, ha setu hi ha goulenn ouz ar paotrik-se piou oa. Mes ar paotrik a respontaz : « — Livirit d’inn da genta piou oc’h hoc’h-unan. » « — Me, eme ar Zantez, eo Thereza Jezuz. » « — Mad, eme ar paotrik d’he dro, me eo Jezuz Thereza. » Setu aze pebez karantez a ioa etre ar Zantez hag he fried euz ann env.
Thereza a ioa galvet gant Doue da zigas Urs Karmes d’he stad koz, da lavaret eo, da lakaat al leanezed da viret ar reolenn a vuez a heuliet da genta enn Urs-se, hag a ioa kalz strisoc’h eged ann hini a heuliet d’ann ampoent. Mil boan e devoue o tont a benn euz ann dra-ze ; great e oue goab anezhi, grozmolet e oue enn he enep, ha ne oue espernet netra evit miret outhi da ober ar pez e doa lakeat enn he spered.
Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, hag o veza kavet peder leanez hag a gounzante miret eveldhi ar reolenn genta euz ann Urs, ez eaz gantho da eur gouent nevez e devoa hanvet kouent Sant-Joseph. Ne ouent ket pell eno na falvezaz da eur maread re all kemeret skouer dioutho, ha niver ar re all-ma a greskaz kement gant ann amzer ma renkaz ar Zantez sevel evitho eur gouent ha tregont heb kounta hini Sant-Joseph.
Thereza a reaz evit ar venac’h euz a Urs Karmes ar
pez e devoa great dija evit al leanezed, da lavaret eo, e
lakeaz ar venac’h-se da viret ive ar reolenn genta euz
ho Urs evel al leanezed. Mes koueza a eure klanv e kouent
Alb, ha goude beza resevet he zakramanchou diveza
gant eunn devosion vraz, he ene pur a nijaz d’ar baradoz
dindan furm eur goulmik venn, d’ar 14 a viz here euz
ar bloaz 1582. Ar Zantez a ioa neuze o ren he eiz vloaz
ha tri-ugent.
Ne lennit morse, tud iaouank, al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded, ha tec’hit bepred dioc’h koumpagnunez ar botred pe ar merc’hed a zo skanv ho fenn ; a hent all, ho plas a zo dija ive merket enn ifern evel hini santez Thereza, petra bennag n’oc’h ket c’hoaz marteze kouezet e pec’hejou braz. Al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded hag ar goall goumpagnuneziou a zo daou ampoezoun evit ar galoun, hag ann daou ampoezoun-ze a roio abred pe zivezad ar maro d’hoc’h ene ma ne ziouallit ket outho.