Buhez ar Sent/1894/Paol gounezet d’ar feiz

◄   Timothee, Eskop ha Merzer Paol gounezet d’ar feiz Polikarp, Eskop ha Merzer   ►



ar pemped var ’nn ugent a viz genver


SANT PAOL GOUNEZET D’AR FEIZ
————


Sant Paol, hanvet Saol araok m’oa gounezet d’ar feiz, a ioa ginidik euz a gear Tars er Silisii. He dad her c’hasaz d’ar skol da Jerusalem, hag eno en devoue evit mestr Gamaliel unan euz ar brudeta doktored euz he amzer. Gamaliel a zeskaz d’ezhan ar guella feson da viret lezen Moizes, hag etouez ann dud iaouank euz he oad ne oa nikun all hag a zalc’hche kement hag hen d’al lezenn-ze ha da gredennou he dud koz. Evelse e teuaz da veza unan euz a vrasa enebourien ar relijion gristen.

Var al leac’h edo pa oue lazet sant Stephan a daoliou mein, hag en em garget oa da ziouall dillad ar vourrevien. Goudeze e oue great brezel d’ar gristenien e Jerusalem, ha den ne ziskoueze kaout muioc’h a gounnar outho eget Saol. Mont a rea he-unan d’ann tiez, hag ann holl dud fidel a gave a gase ganthan evit ho zeuler er prizoun. Mes ann dra-ze c’hoaz ne oa ket aoualc’h d’ezhan. Kement a ioul en doa da ziskar Iliz Jezuz-Krist ma’z eaz eunn devez da gaout ar belek braz da c’houlenn liziri diganthan evit Iuzevieri Damas. He zonj a oa mont di gant al liziri-ze, ha mar kavche dre eno eur re bennag, goazed pe verc’hed, hag a heulje ar relijion gristen, ho digas ganthan da Jerusalem karget a jadennou. Setu hen eta enn hent gant ar zonj fallakr-se enn he spered.

Hogen, p’edo dija tost da Zamas, e teuaz enn eunn taol euz ann env eur sklerijenn skeduz da bara enn dro d’ezhan. Dallet gant ar sklerijenn-ma, Saol a gouezaz divar he varc’h d’ann douar egiz pa vije bet skoet gant ar gurun. Kerkent e klevaz eur vouez hag a lavare d’ezhan : « — Saol, Saol, perak e-rez-te brezel d’inn-me ? » Hen a respountaz : « — Piou oc’h-hu, Aotrou ? » Hag ar vouez a lavaraz adarre : « — Me eo Jezuz, ann hini ma rez brezel d’ezhan. » Neuze Saol, strafillet-holl, a c’houlennaz enn eur grena : « — Aotrou, petra fell d’ehoc’h a rafenn ? » Hag ar vouez a respountaz : « — Sao enn da za ha kea e kear : eno e vezo lavaret a d’id petra ’c’h euz da ober. » Saol a zavaz, mes, pa zigoraz he zaoulagad, ne vele mui banne. Ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan a renkaz he ren dre ann dorn betek Damas, hag er c’hasaz evelse da di eunn den hag a ioa Jud he hano. Chom a reaz enn ti-ze tri devez dioc’htu heb dibri nag eva, hag ato dall-put.

Bez’ ez oa e Damas eunn diskib d’hor Zalver, he hano Ananias. Doue a roaz urs d’ann diskib-ma da vont da gaout Saol. Mont a eure, hag enn eur astenn he zaouarn varnhan epad m’edo o pedi, e lavaraz d’ezhan : « — Saol, va breur, hor Zalver Jezuz, ann hini en deuz komzet ouzhoc’h enn hent? en deuz va digaset ama evit rei d’ehoc’h ar gueled ha lakaat ar Spered-Santel da ziskenn ennhoc’h. »

Ker buhan e kouezaz dioc’h daoulagad Saol traou henvel ouz skant pesked, hag e teuaz ar gueled d’ezhan adarre. O veza neuze savet enn he za, e oue badezet dioc’htu gant Ananias, ha raktal goudeze ec’h en em lakeaz da brezeg dirak ann holl oa Jezuz Mab da Zoue. Kement hini her c’hleve a ioa souezet; rak ann holl a c’houie peger kounnaret oa diagent a enep ar gristenien. Goulskoude, ar Iuzevien, o velet e tifenne brema relijion Jezuz-Krist, a gemeraz kaz outhan hag a glaskaz ann tu d’hen lakaat d’ar maro. Mes ann Aotrou Doue a reaz d’ezhan en em denna euz a dre ho daouarn, ha var gement-se ez eaz da Jerusalem da velet sant Per.

Setu aze penaoz e teuaz Saol, ar pharizian, da veza ann abostol sant Paol, ha goasa enebour e devoa ann Iliz d’ar mare-ze da veza he brasa difennour.


SONJIT ERVAD

Ama e velomp madelez ha trugarez ann Aotrou Doue o c’hounit ar viktor. hag eur viktor euz ar re gaera, eur viktor burzuduz, var fallagriez ann den. Pebez ioul n’en doa ket Saol da ziskar Iliz Jezuz-Krist ! Pebez kasouni n’en doa ket ouz ar gristenien hag ouz ho relijion ! Ha Goulskoude, enn eunn taol, setu hen chenchet evel eun all enn he blas, setu ar bleiz deuet da veza oan. Piou a c’hellfe goude-ze dizesperi euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue ? N’euz fors piou e veac’h, n’emaoc’h ket pelloc’h dioc’h Doue eget na oa sant Paol araok ma oue gounezet d’ar feiz. Doue a c’hell eta ive ober eur zant ac’hanhoc’h evel ma reaz eunn abostol euz ar pharizian kounnaret-se ; rak he vreac’h n’e ket diverret, he zorn n’e ket eat da fall, hag he c’hras e deuz ato ar memes nerz hag ar memes galloud. Mes hoc’h asant a zo red evit kement-se : Doue ne c’hell ket ho savetei enn despet d’ehoc’h.