◄ Paol gounezet d’ar feiz | Polikarp, Eskop ha Merzer | Iann Krizostom ► |
olikarp en devoue ann eur da anaout lod euz a ziskibien
hor Zalver, ha dreist holl ann abostol sant
Iann. Deski a reaz gantho ar pez o doa desket ho-unan
gant Jezuz-Krist, ha pa oue deuet enn oad, sant Iann
hel lakeaz da eskop e Smirn, enn Azii-Izela.
Gouarn a eure ann iliz-se epad dek vloaz ha tri-ugent, ha ken istimet oa abalamour d’he zantelez ha d’he vouiziegez ma oa kemeret gant ann holl evit ar c’henta eskop euz ar vro, Enn he gozni, ar gristenien ne felle d’ezho morse he lezel da denna he voutou he-unan; kement a respet o doa evithan ma veze mall gant peb hini anezho mont d’ho zenna diganthan evit gellout touch oc’h he dreid.
Sant Ignas a Antioch, o veza bet koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Trajan, a oue kaset da Rom evit beza dispennet ha lonket gant al loaned gouez. Enn eur vont di, e tremenaz dre Smirn. Gant pebez joa e vriataz, eur vech c’hoaz abarz mervel, he vignoun ker Polikarp ! Ha Polikarp, dioc’h he gostez, gant pebez respet ne bokaz ket da jadennou ar merzer kalounek ! Ho daou oant bet diskibien da zant Iann, hag abaoue ec’h en em garient evel daou vreur. Sant Ignas en devoue plijadur ive o velet ann urs kaer hag ann devosion a rene etouez tud fidel Smirn, ha trugarekaat a reaz ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur pastor ker mad ha ker santel.
Polikarp a ieaz he-unan da Rom e tro ar bloaz 158, evit en em glevet gant ar pab sant Aniset divar benn ann deiz ma tliet ober gouel Pask. Bete neuze, ar gouel-ma a veze great enn Azii d’ar pevarzekved devez a loar veurs, evel m’edo ar c’hiz guech all etouez ar Iuzevien, hag e Rom, er c’hountrol, e veze kaset d’ar zul varlerc’h. Ar pab a ziskouezaz kaout eunn istim vraz evithan, hag eunn devez e reaz d’ezhan kana ann offerenn enn he blas.
Epad m’edo e Rom, e c’hounezaz adarre d’ar guir feiz eur maread kristenien hag a ioa bet touellet da heul kredennou faoz gant ar fals doktored euz ann amzer-ze. Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar re-ma, hag ober a rea kement a ioa enn he c’halloud evit alia ann dud fidel da dec’het dioutho. Eunn devez, unan anezho, he hano Marsion, a erruaz ganthan var ar ru. Raktal e troaz he benn evit miret na renkche kaozeal ouz ann den-ze. Mes Marsion a deuaz var ehun d’he gaout enn eur lavaret : « — Petra, ne anavezit ket ac’hanon? » Ar Zant a respontaz kerkent: « — Eo, anaout a rann mab hena ann diaoul. » Kement a heuz en doa ouz ar pez a ioa kountrol d’ar feiz ma lakea he vizied da stanka he ziskouarn pa gleve hano euz a eunn dra bennag evelse.
Pa oue distro euz a Rom, Polikarp a vevaz e peoc’h enn he eskopti betek amzer ann impalaer Mark-Aorel. Neuze e oue lakeat adarre ar gristenien d’ar maro en Azii, hag eun devez paianed Smirn a c’houlennaz ma vije kaset archerien da glask ar Zant. Ann dud fidel o doa bet c’hoant da guzat ho eskop ; mes kavet e oue dioc’h ann noz enn eur gambr varlaez.
O veza diskennet d’ann traon, e lavaraz rei ho c’hoan d’ann archerien, hag e c’houlennaz digantho eur pennadik amzer da bedi. Bez’ en devoue he c’houlenn, ha chom a eure div heur dioc’htu da bedi enn he gambr. Goudeze ec’h en em lakeaz etre daouarn ann archerien. Hogen, ar re-ma a rea ho chefridi enn despet d’ezho, hag ho c’haloun a ioa tenereat o velet peger mad oa bet ar Zant enn ho c’henver.
Pa erruaz Polikarp dirak ar barner, hema a lavaraz d’ezhan rei he valloz da Jezuz-Krist. Mes ar Zant a respountaz : « — C’houec’h vloaz ha pevar-ugent zo abaoue ma servichann Jezuz-Krist. N’en deuz great biskoaz nemed vad d’inn, ha bemdez e resevann diganthan grasou nevez : penaoz e c’houfenn-me rei va malloz d’ann hini en deuz roet d’inn ar vuez ? Va C’hrouer eo, va Zalver ha va Zad ; va Doue eo, ha d’ezhan e tleann peb seurt respet ha va holl c’harantez. »
« — Mad, eme ar barner, me zo o vont neuze da lakaat leusker al loaned gouez varnhoc’h.» — « Laoskit anezho pa gerot, » eme Polikarp. « — Ma n’oc’h euz ket aoun rak al loaned gouez, eme arbarner, me roio urs d’ho tevi ez veo. » — « Ann tan a reot evit va devi a vougo buhan, eme ar Zant; mes enn ifern ez euz eunn tan all, c’houezet gant Doue evit devi ann dud fall ha difeiz, hag ann tan-ze ne vougo biken. »
Ar bobl a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma. Redet a eure raktal da glask keuneud ha pa oue great eur bern anezho, e oue savet Polikarp var c’horre ha lakeat ann tan er bern dioc’h ann traon. Mes ar flammou a droaz a round ebiou d’ar Zant, evel eur vaout pe evel lien eur vag pa grog ann avel ennhan. O velet ar burzud-se, ar baianed aheurtet a reaz treuzi he gorf gant eunn taol kleze. He verzerenti a erruaz er bloaz 166 pe er bloaz 169 goude donedigez hor Zalver.
Sant Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar fals doktored euz he amzer, ha pa gleve hano euz a eunn dra bennag kountrol d’ar feiz, e lakea dioc’htu he vizied da stanka he ziskouarn. Ar re a gomz a enep ar relijion hag ann Iliz a zo e guirionez bugale d’ann diaoul, tad ar gaou, hag ar gristenien gatholik a zo bugale da Zoue. Hogen, bugale Doue ne dleont kaout darempred ebed gant bugale ann diaoul. Tec’hit eta dioc’h koumpagnunez ar seurt tud-se, ha ne zigorit morse ho tiskouarn da zelaou ho c’homzou, na dor ho ti da reseo ho levriou pe ho c’hazetennou.