Hirie, en em gav ive gouel sant Aaron, eur manac’h eus ar VIet kantved, hag a renas, evel abad, eur gouent savet gantan en enezen m’eman breman kêr Sant-Malo. Hen eo a digemeras sant Malo, pa diskennas en Arvor, hag a alias anezan da brezek ar fe da baganed ar vro.
E relegou a zo miret c’hoaz en iliz-veur Sant-Malo, hag en kreiz kêr an eus e chapel bet adsavet meur a wech aboue ar VIet kantved. Eur barouz eus eskopti Sant-Brieg a doug e hano. Bezan ’n eus ive eur chapel en Pleuveur-Gautier.
Ar c’hloc’h, e-pign ’us d’an iliz, etre an nenv hag an douar, eo mouez Doue ha mouez an den.
Kas a ra galv Doue eus an nenv d’an douar ; dihuni ra ar c’hristen losk ; gourdrouz a ra ar pec’her, frealzi a ra ar c’hristen mat.
Kas a ra eus an douar d’an nenv pedennou ha meuleudiou ar barousianiz. Mouez Doue ha mouez ar bobl, ar c’hloc’h a drid war gavel ar c’hristen neve ganet, hag a ouel war be kement hini a ya da anaon.
Heb-han n’eus gouel na kanv ebet. Bezan eo unan eus ar benviou a lak ar zantelez da ziwan war an douar, ha setu perak an Iliz, arôk e zevel en e gambr ven dantelezet, a ro d’ezan he bennoz.
Karomp son hon c’hleier, selaouomp o moueziou ;
O c’halon arm a drid, pa doujomp hon Otrou.
- ↑ Ar c’hleier ne oant ket anavezet en Iliz arôk ar VIIet kantved, kouls lavaret ; en Nol, er C’hampani, eo e teujod da c’houzout o zeûzi ; kentan touriou a gaver evit o lakat a zo bet savet en XIet kantved.