Buhez ar Sent/1912/An daou-ugent kurunet merzeriet en Sebast

◄   Franseza An daou-ugent kurunet merzeriet en Sebast Koletta   ►


Dekvet devez a viz Meurz


An daou-ugent kurunet
Merzeriet e Sebast



Lizer-kemennadurez Milan, er bla 313, a roas ar peuc’h d’an Iliz. Sinet oa gant Konstantin, impalaer ar c’huz-heol, ha gant e vreur-kaer Lisinius, impalaer ar zav-heol.

Gwasan a oe, Konstantin ha Lisinius ne dalc’hjont ket pell da ’n em glevet. Brezel a zavas etreze. Lisinius, evit hegan Konstantin, difennour an Iliz, a waskas ar gristenien. Konstantin a roas lamm d’ezan, er bla 323, ha tôl ar maro er bla war-lerc’h.

Adalek neuze, an impalaer kristen oa mestr ar bed holl, hag an Iliz a gave ar peuc’h er zav-heol, evel m’he devoa kavet er c’huz-heol, dek vla kentoc’h.

Etouez ar verzerien a skuilhas o gwad en amzer Lisinius, kentoc’h eget nac’h o fe, e kavomp eun hano hag a lugern etouez an hanoiou-all, hini an daou-ugent kurunet, merzeriet en Sebast.

Soudarded oant, ha pa gemennas an impalaer lakat ar re a oa dindan an armou da gemer peurz er zakrifisou en enor d’an doueou, e tizentjont ouz mestr an douar, kentoc’h evit dizenti ouz mestr an nenv. Barnet e oent raktal d’ar maro. Epad ar pennad amzer a dremenjont er prizon, goude o barnedigez, da c’hedal o merzerenti, an daou-ugent kondaonet a skrivas o zestamant.

Dre bluen unan aneze, Meletius, e kasjont da veleien ha da avielerien o bro, d’o c’herent, d’o mignoned, heman d’e vamm, d’e vreur, d’an hini a dlee lakat he dorn en e hini, pa zizroje d’ar gêr ; hennont, d’e vreudeur, d’e c’hoarezed, d’e bried, d’e vugel, o c’himiadou hag o gourc’hemennou divezan.

Hep lorc’h, o c’houzout ervad ec’h enorer, etouez ar gristenien, relegou ar re a skuilh o gwad, dre garante evit Jezuz-Krist, hag e veze tabut alïes, zoken, diwar o fenn, e c’houlennont ma vezo kaset o eskern hag o ludu da geriaden Sarein, demdost da gêr Zela, ha ma vefont sebeliet holl eno, er mêmes be.

Ar maro dibabet evite a oe skrijus. Epad eun nozvez c’hoanv, ar verzerien a oe stlapet en noaz war eul lenn skornet a skube an avel-bis, hag a sklerijenne eur goulou a deue eus eul lochen, elec’h ma oa miret kôteriou dour klouar.

Ober a rejont da Zoue ar beden-man : « Oh ! Otrou, daou-ugent omp o vont war dachen ar stourm, grêt ma vefomp daou-ugent gwitibunan, o c’honid ar gurunen ! »

Unan hepken, war an daou-ugent, trec’het gant ar boan, a ’n em zistagas diouz e gamaraded hag a yeas d’en em deuler, eus an dour yen, en dour zomm. Mes a-vec’h m’an evoa diskennet er gôter e izili skornet, ma tremenas.

Ma karje bezan dalc’het da c’houzanv e boan, eur pennadig-all c’hoaz hepken, e oa gonezet gantan e gurunen, evel ar re-all.

Ar zoudard a oa karget da domman an dour, a welas a-dost sempladurez ar reuzeudig a nac’he e fe, hag a-bell, nerz-kalon an nao ha tregont-all. Gwelet a rê en erc’h o c’horfou skornet, hanter-varo dija, hag ’ us d’eze, kouls lavaret, sklerijen ar baradoz o c’houlaoui, epad ma oa astennet, en harz e dreid, korf dizenoret ar c’hrener. Raktal, ar c’hras a c’hone e ene ; stlepel a ra e zilhad diwarnan : « Me ive a zo kristen ! » emezan, hag e red da gemer ar plas a chome goullo.

Da c’houlou-de, e oe kavet e-mesk ar verzerien, ha douget e oe e gorf gant o re, war an tantad a dlee o devi. Unan hepken eus ar re gondaonet, ar yaouankan, Melithon, ne oe ket kaset : eur beradig bue a oa c’hoaz ennan, ha fizianz a oa d’ober d’ezan nac’h e Zoue. Mes e vamm a oa eno ; samman a reas anezan war he diskoa da dôl er c’harr e-mesk ar re-all. Aon he devoa na zastumje ket he mab e gurunen, pa ne zastumje ket anezi a-unan gant ar re a oa gantan er stourmad.

Relegou an daou-ugent kurunet a oe sebeliet el lec’h m’o devoa lavaret.

————


KENTEL


Ar stourmad divezan


Setu aman eta eur zoudard kristen hag an evoa gouzanvet poaniou kri evit Jezuz-Krist, a oa bet kaset gant ar boan betek pal ar maro ; berad ha berad, an evoa skuilhet e vue etre daouarn Doue ; ne vanke ken d’ezan nemet skuilh ar beradig divezan, hag e oa tizet gantan raktal kurunen peurbadus ar zent. Siouaz, sevel a ra, — a-boan ma c’hell sevel, — ’n em stlejan ra betek dor an ifern, ha skuilh a ra ar beradig divezan-ze eus e vue etre daouarn Satan !

’N eur grenan e c’houlennomp ha penôs e c’hoarvezas kemend-all ? N’ouzomp ket ; mes ar pez a c’hellomp gouzout eo an doare da ’n em viret diouz eur gwall-eur ken hirvoudus.

« Ankouaet am eus, eme ar profed, dibri ma bara, ha setu on ’n em gavet gwan ha dinerz. »

Ar bara-ze eo korf Jezuz-Krist, en sakramant an ôter. Biskoaz ne oa bet mui ezom anezan eget hirie. Tudigou paour mac’h omp, touellet, mezevennet, dallet gant geier ha safar ar bed, n’ouzomp ket, n’hallomp ket anaout, tanva, briata lezen an Otrou Doue, anez eur skoazel holl-c’halloudek. N’hallomp ket parean da vat ar gouliou grêt en hon eneou gant ar pec’hed, anez eul louzou c’houek meurbed ag a dizfe betek gwrizien an ene ; n’hallomp ket, drezomp hon unan, ren eur vue gristen na kontan war eur maro kristen. Hogen, sakramant an ôter eo al louzou c’houek, ar skoazel holl-c’halloudek.

Mar tarempredomp anezan, en stad vat, e silo en hon diabarz eur sklerijen trec’h da holl vougennou ar bed ; eun nerz da barean hon holl gouliou.

N’en em gavfomp ket, d’hon heur divezan, nec’het hag ankeniet, o vezan kerzet dizonj ha dibreder betek eno ; ’n en em gavfomp ket gant gouliou war hon ene, ha ne ve netra da Satan o digeri neuze, a rei d’ei tol ar maro.

Magomp alïes hon ene gant korf ha gwad Doue, ha ne vefomp ket diskaret gant stourmad an heur divezan.


X