◄ Yan Gualbert | Anaklet | Bonavantur ► |
ano Anaklet, eme an tad Gueranger, a zo evel eun « hekleo divezan eus gouel bras an 29 a vezeven. Lin, Klet ha Klemant o deus bet an enor da vezan bet beleget gant vikel-bras an den-Doue. »
Ganet en Athen, Klet a oe gonezet d’ar fe ha kelennet gant an abostol sant Per. O welet ar vue santel ha skouerius a rene, an deskadurez en devoa, prins an Ebestel hen greas avieler hag hen digasas gantan da Rom.
Lavaret a rêr e c’honezas eno kalz paganed da lezen Jezuz-Krist ken en amzer sant Per, ken en amzer sant Lin, merzeriet er bla 78, pa oa an impalaer Vespasian en penn ar rouantelez.
Ezom a oa neuze eus eur pab desket ha kalonek evit sturian an Iliz ; rak-se, goude merzerenti sant Lin, beleien ha kristenien Rom, oc’h anaout spered lemm ha kalon vras Klet, hen dibabas da bignal war Gador sant Per.
Hepdale e renkas kemer an tec’h. An impalaer Vespasian, kounnaret eneb ar gwir Doue, a zougas eul lezen da harlui ar gristenien. Klet a yeas en hent. Pa zavas Titus war an trôn, da varo Vespasian, e tizroas ; neuze e trokas e hano a Glet, a zinifi « galvet », ouz an hini a Anaklet, a zinifi « galvet eun eil gwech. »
Epad eur vosen a zismantras Rom hag ar c’hêriou tro-war-dro, e soursias e-unan ouz ar re glanv, hag e kasas aluzenuou d’ar re n’helle ket mont war o zro.
Anaklet a zougas ive lezennou kaer evit startât ar gristenien en o fe, ha rei d’eze nerz da vont dirak ar varnerien. Evelse e c’hourc’hemennas d’eze kommunian bemde en oferen ; rak, emezan, evel ma teu ar c’horf, en berr amzer, da zinerzan ha da vervel, ma n’en deus ket a vagadurez, evelse ive an ene a ve buhan diskaret, ma ne roër ket d’ezan bara an êle, Korf sakr Mab Doue.
Dougen a reas eur gemennadurez, da lavaret e vije red tri eskob, da nebeutan, evit sakri eun eskob neve, hag alian reas an eskibien da rei an urziou sakr d’ar gloareged, dirak an dud fidel.
Leun a anaoudegez vat evit prins an Ebestel, en devoa e c’honezet d’ar fe hag e veleget, Anaklet a reas kempenn e ve, a-zoare, ha herve eur greden, e reas zoken sevel eur chapel warnezan. En diou wech e roas an urziou da bemp beleg ha da dri avieler, hag e sakras c’houec’h eskob.
Anaklet a oa eta bepred ar mesaër mat ha karantezus a ziwalle e bobl diouz ar baganed hag a gase aneze d’ar peuri dru ; bezan e oe gwir diskib an Ebestel, hag evel an holl Ebestel, (nemet sant Yan hag a veve c’hoaz neuze), e varvas dre ar verzerenti, er bla 91, er mare ma oa an impalaer Domisian o ren ar rouantelez.
F.L.
« Daou seurt tud o deus ezom da gommunian alïes : ar re a zo dija santel, krenv ha yac’h, gant aon da goll o zantelez, o nerz hag o yec’hed ; hag ar re n’int ket c’hoaz santel awalc’h, pe a zo c’hoaz dinerz ha klanv, evit dont da vezan santel, krenv ha yac’h evel ar re gentan. »
Sant Fransez a Zal.