ad ha mamm Andre a oa dimezet meur a vla a oa, ha bugel ebet ne deue da laouennât o zi d’eze. Eun devez ma oant en iliz o pedi, en harz treid skeuden Itron-Varia ar Bobl, e rejont le o-daou, hep gouzout an eil d’egile, ma teurvezje gant Doue rei bugale d’eze, da westlan d’ezan ar c’hentan ganet.
Pa zigouezjont er gêr, e rojont da anaout o fromese an eil d’egile, hag e neveajont anezi, war o daoulin. An Itron-Varia a selaouas o fedennou. Eur c’hrouadur o devoe, hag o vezan ma oa ganet da ouel sant Andre, (30 a viz du 1302) e rojont d’ezan hano an abostol-ze.
Lakat a rejont o holl aked da ober anezan eur bugel fur ha desket ; mes ar pôtr ne dennas ket nemeur a vad eus a genteliou e dud, hag a ’n em droas abred war an droug. Seul-vui e klasked e ziarbenn, seul-gwasoc’h a rê. An daou baour kez koz a oa o c’halon prest da rannan.
Eun devez m’an evoa stlapet gant e vamm komzou muioc’h divalo c’hoaz evit kent, houman a lavaras d’ezan, an daerou en he daoulagad : « Gwelet awalc’h a ran ec’h out deut da vezan ar blei a welis de arôk da c’hinivelez. » Andre a chomas sebezet.
« Ya ! emezi, da dad ha me hon devoa grêt al le da westlan da Zoue ar bugel kentan a deurvezje gantan rei d’imp. Hogen, de arôk da c’hinivelez, en eun hunvre, e kredis bezan laket er bed eur blei bihan, a droas ’barz en oan o lakat e dreid en iliz. N’out nemet henvel ouz eur blei, eur pennad zo ; mes fianz vat am eus. da welet ac’hanout, gant an amzer, o tont da oan. »
Ar c’homzou-ze a skoas ken don en kalon Andre, ma c’houlle digor, an de war-lerc’h, en kouent Karmel, ha gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas eno saë ar venec’h.
Gant plijadur eo e rê al labouriou disteran. E vignoned koz, ha darn eus e gerent, a deue awechou d’ober gwap anezan ; mes Andre ne rê van ebet ouz o c’hlevet. Er bla war-lerc’h, da seitek vla, e reas an tri le, hag adalek neuze e lakas ar c’haeran vertuziou da zevel ha da vleunian mui-ouz-mui en e galon. Da c’houec’h vla warn-ugent, e oe beleget. Goude-ze e heuilhas eur pennad skoliou-meur Pariz, hag e tizroas da Floranz.
Da eiz vla ha hanter-kant e oe laket da eskob en Fiesol. Epad an trizek vla ma chomas er garg-ze, ne gollas ket eur pennad amzer. Madelezus ’ oa evit ar beorien, hag e aked d’ober vad da gorfou e nesan ne vire ket outan da gemer muioc’h a breder c’hoaz gant o eneou. Rak-se, e zantelez a bare a-bell. Doue an evoa roët d’ezan ar c’halloud d’ober miraklou ha profesiou.
En Bologn, ar bobl hag an nobl a oa kannou etreze. Ar pab Urban V a gasas d’o c’hât eskob Fiesol, ha dont a reas a benn d’o lakat da vale dorn ha dorn, war hent ar peuc’h.
Epad ma oa oc’h oferennan, de Nedeleg 1373, ar Werc’hez a ’n em ziskouezas d’ezan, hag a lavaras d’ezan e tlee tremen de Gouel ar Rouane war-lerc’h ; ar pez a ’n em gavas da vezan gwir pen-da-ben.
E oa en e zaouzek vla ha tri-ugent. Miret a rêr c’hoaz e relegou en Floranz, parouz e vadeziant.
Kelennadurez an Iliz [1] a zo dispar evit tostât an dud pinvidik hag an dud paour, ha lakat aneze d’en em glevet. Lavaret a ra da hep rumm e zeveriou an eil en kenver egile, o pouezan, dreist-oll, war deveriou ar justis.
Etouez an deveriou-ze, setu aman ar re a zell ouz ar paour hag ouz al labourer. Dleet eo d’ezan ober mat ha pen-da-ben an tamm labour an eus grêt marc’had d’ober, ma ouie petra rê, pa rê ar marc’had, ha ma oa gouest d’ober dishenvel diouz m’en deus grêt.
Arabad d’ezan ober gaou ouz e vestr, nag en e zanve, nag en e gorf, nag en e ene ; ma zo eun dra bennak ha n’a ket d’ezan, elec’h ober trouz, e tle ober e glemm en eun doare dereat. Tec’hel a dle ive diouz an dud fallakr a lakfe, dre gomzou touellus, hunvreou aour da ziwan en e benn, hag a rafe d’ezan promeseou kaer ha n’int mat da netra, nemet da lakat an dud kez a gred enne da zismantr o danve ha da goll o amzer.
An dud pinvidik hag ar vistri, arabad d’eze kemer al labourer evit eur sklavour ; arabad d’eze ankouât eo ganet evelte en renk an dud, hag eo bet savet, dre ar vadeziant, en renk ar gristenien. Labour ar c’horf, evel ma lavar ar skiant vat hag au Doktored kristen, elec’h bezan eun dismegans, a zo eun enor evit an den, abalamour m’eo evitan eun doare dereat da c’honid e vara. Ar pez a zo mezus ha dinatur eo kemer an dud evit loened labour, hag istimout aneze hepken diouz an nerz a zo en o divrec’h. D’ar vistri ive eo teuler evez mat war zilvidigez ar re a zo dindane. Arabad ober netra evit tromplan al labourer hag e jachan d’an droug ; arabad rei tro d’ezan da yenât ouz e dud, na da zispign e c’honidegez ; arabad d’ar vistri, kennebeut, lakat ar re a zo dindanne d’ober eul labour hag a vije dreist d’o galloud. pe ne vije ket diouz o oad, mar dint bugale, pe diouz o renk, mar dint merc’hed.
- ↑ Lizer-Meur Rerum Novarum, 15 mae 1891.