Buhez ar Sent/1912/Anjela Foligno

◄   Maker Anjela Foligno Konvoion   ►


Pevare devez a viz Genver


An Intanvez Santel Anjela Foligno
EUS TREDE-URZ SANT FRANSEZ (****-1309)



Anjela a oa ginidik eus a Foligno, eur gêrig vihan eus an Itali hag a zo ter pe beder leo diouz Asiz. Den ar bed a oa, da vat, en he yaouankiz. Ne gare nemet ar giziou neve hag an dilhad kaer.

Dimezi a reas hag he devoe eleiz a vugale. Epad ma veve er stad a briedelez, e plijas gant Doue ober d’ezi dizrei a-grenn trezek d’ezan, en eur rei d’ezi da anaout pegen euzus eo ar pec’hed ha pegen risklus ’ oa eviti bezan ken dizeblant evel ma oa ouz he zilvidigez.

Ober a reas neuze eur zell war he yaouankiz, hag, o welet pegen skanv ha digompez e oa bet he bue dremenet, en em lakas da ouelan warnezi hec’h-unan, ha ne baouezas d’ober epad pell amzer.

Kement a vez, zoken, he devoe ouz he fec’hejou, ma ne gredas ket, an tôl kentan, o anzav sklêr awalc’h ouz he c’hovezour, ha ma tostaas, meur a wech, ouz an dôl zantel, gant eun ene ha ne oa ket digailhar tre. Koulskoude, ar zonj a ze a grigne noz-de he c’halon. Doue a roas d’ezi, eun dro bennak, nerz awalc’h da ’n em zizamman ouz treid eur beleg ha da zisklerian d’ezan, war o reiz, kement he gwaske.

Diwar neuze, karante Doue, a nebeudou, a dôlas donoc’h-dôn he gwriziou en he c’halon, hag ar peuc’h a baras war he spered.

Prest goude, e varvas he mamm, he fried, ha, da heul he fried, he bugale. Koll he c’herent nesan he foanias meurbed, hep ober d’ezi, koulskoude, fallgaloni.

« Madou an douar-man, emezi, evel an enor, ar binvidigez, an evurusted, n’int nemet ar bruzun a goue eus tôl an Otrou Doue.

» Ar c’hroaziou eo ar pep gwellan a ve servijet ouz an dôl zakr-ze, hag, abalamour da ze, ne vezont roët nemet d’ar re a zo arru mat dreist d’ar re-all. Ar re o deve eleiz a boaniou a zo ouz tôl, skoa ouz skoa gant Jezuz-Krist, hag a zo servijet eveltan. »

Goulenn a reas mont, ha mont a reas en Trede-Urz sant Fransez. Adalek neuze, e kreskas he fedennou, hep ankouât an oberou mat. Kreski a reas ive he finijennou, hep ober netra, koulskoude, gouest d’ober droug d’he yec’hed.

Kement-se ne rê ket afer an drouk-spered, a ’n em lakas d’he merzerian en eun doare skrijus. Doue hen lezas da wall-gas anezi en pep stumm, en he c’horf hag en hec’h ene, evit ma vije, da viken, eur skouer a basianted evit ar merc’hed, evel ma ’z eo an den santel Job evit ar bôtred.

He c’horf a deuas da vezan ken klanv, ken dinerz ha ken gwiridik, ma renke chom dalc’h-mat, koulz lavaret, gourvezet war he gwele, hep trei war du ebet.

Hec’h ene a oe douget da bec’hi noz-de, hag en kant doare dishenvel, eneb an esperans, ha, dreist-holl, eneb ar c’hlanded.

Daou vla a dremenas er stumm-ze. Satan, pa welas n’halle kaout krog ebet warnezi, a dec’has. Neuze Doue a gargas he spered a gement a sklerijen hag he c’halon a gement a garante, mac’h ankouaas kerkent betek ar zonj eus an ankeniou dreist-muzul o devoa gwasket anezi keit-all.

Eur wech adkavet ganti ar yec’hed, he flijadur a oa mont da welet an dud klanv, ha, pa vije war o zro, e poanie kement war zilvidigez o ene ha war yec’hed o c’horf.

Ne grede ket, pell ac’hane, e c’helle chom hep darempredi Doue dre ar beden, war digare he devoa darempred gant an dud.

« Deomp, emezi d’eur wreg a roë dorn d’ezi d’ober ar vad, deomp d’ober hon zro d’an hospital ; marteze e kavfomp eno Jezuz-Krist en renk ar beorien. »

Da gement klanvour a wele, e roë eun dra bennak evit o lakat da zigemer gwelloc’h he c’homzou ha da c’houzanv o foaniou gant muioc’h a basianted. Evelse e tremenas ar blaveziou divezan eus he bue.

Ar maro a skoas anezi ar 4 a viz genver 1309. He c’homzou divezan a oe :

« Etre ho taouarn, o ma Doue, e c’hourc’hemennan ma ene ! »

Miret a rer c’hoaz he relegou, en de a hirie, en Foligno, en iliz tadou sant Fransez.

————
KENTEL


Ar beleg er gador-govez


Ar zantez-man, da gentan, ne grede ket anzav he fec’hejou ouz he c’hovezour. Kalz a dud a zo hag a c’hoarve kemend-all gante, hag o deve, o tont eus ar gador-govez, eur pec’hed muioc’h evit m’o devoa o vont ebarz.

Tudigou dall ha dinerz, eo truezus o doare hag eo mat pedi evite.

Ar beleg, er gador-govez, eo Doktor, Barner ha Medisin an ene.

Penôs e c’hallo an Doktor-ze sklerijenni ho spered, ma n’hen digoret ket d’ezan ?

Penôs e c’hello ar Barner-ze barn hoc’h afer, ma n’hen dispaket ket dirakan ?

Penôs e c’hello ar Medisin-ze parean ho kouliou, ma n’o diskouezet ket d’ezan ?

Ar beleg, er gador-govez, a zo eun den, n’e ket eul êl eo ; eun den evel an hini a zo daoulinet en e gichen, hag anaout a ra eta ar pez a zo en den.

Ar beleg, er gador-govez, a zo eun tad, hag an hano-ze hepken a ve roët d’ezan. Seul-vui eta e vo gouliet ar bugel a deuio d’e gaout, ha seul-vui a ijin hag a galon e lako d’e louzaoui ha d’e barean.

Perak kât aon outan ?

Ar beleg, er-mêz eus ar gador-govez, a zo mut. N’hall ket, anezan e-unan, dizrei war ar pez an eus klevet, goude, zoken, ne vefe o komz gantan nemet an hini a zo o paouez bezan bet gantan o kovesât.

Perak kaout aon outan ?

Ar pec’hejou anzavet a dec’h diouz an ene, ha Doue a gemer ar plas, ha gant Doue, pep madelez.

Ar pec’hejou nac’het a zo ken alïes a brenv a grign ar galon, ken alies a ven-milin a wask ar penn. Perak chom dindan ar bec’h-ze, p’eo ken êz da zizamman ? Perak chom gant ar c’hrign-bev-ze, p’eo ken êz-all ’n em zizober dioutan ?