Buhez ar Sent/1912/Anjela Merisi

◄   Isidor, patron al labourerien-douar Anjela Merisi Ar Galon-Zakr   ►


Kentan devez ha tregont a viz Mae


Santez Anjela Merisi
Gwerc’hez, diazezourez an Ursulinezed (1474-1540)



Anjela a c’hanas, d’an 21 a viz meurz 1474, en bourkig Desenzano, seiz leo diouz kêr Bresia, en eskopti Veron. He zad hag he mamm a oa kristenien eus ar gwellan, ha Doue a vennigas o dimezi, en eur rei d’eze pemp krouadur, tri mab ha diou verc’h.

Bemde, diouz an abarde, an tad a lenne Bue ar Zent d’e vugale. Anjela a selaoue gant evez, hag eviti da vezan yaouankik, e kemeras skouer dioute.

Kastizan rê he c’horf, kousket a rê alïes war ar zolier, pe zoken, war an douar noaz, hag eus he frejou e tiouere ar pez a c’halle hep nec’han he zud.

He c’hoar a gouske er mêmes kambr ganti ; an dra-ze, avat, ne oa ket re eus he doare, rak n’halle ket en em rei, kement hag he devoa c’hoant, d’ar beden ha d’ar binijen.

A vihanik e westlas he gwerc’hded da Zoue hag e lakas he c’hoar d’ober evelti.

Anjela he devoa eur gened dispar hag eur pennad bleo melen eus ar re vraoan. Gant aon na teujent d’he lakat da gouezan er pec’hed, e pellaas diouti an dilhajou kaer, ha bep mintin, e walc’he he bleo gant dour lous, da derri o sked.

Dorn Doue, koulskoude, a bouezas start warnezi. Koll a reas abred he zad hag he mamm. Digemeret a oe gant eur eontr d’ezi. A-vec’h m’oa digouezet en e di, ma oe skoet he c’hoar gant eur maro trumm.

N’he devoa c’hoaz nemet daou vla warn-ugent, pa varvas ive he eontr, ha setu hi neuze he-unan-penn, hep den d’he c’hentelian.

Distrei a reas neuze da vourk Desensano, hag e c’houlennas digor en Trede-Urz sant Fransez. Kreski a reas he finijennou ; dindan he dilhad e touge eur gouriz reun ; bemde e tostae ouz an dôl zantel, hag he holl amzer a roë d’an oberou a drugare.

D’ar mare-ze, oa bras ar yenien en kenver Doue, ha kalz, zoken, a zileze o deveriou a relijion. Spered Anjela a boueze alïes war gement-se :

« An droug, emezi, a deu eus dizurz ar familhou, hag ar familh ne vezo biken enni bue vat, ma n’eo ket ar vamm eur gristenez c’houek. Red eo eta kelenn mat ar merc’hed yaouank. »

Mes penôs hen ober ?

Goulenn a reas digant Doue sklerijen, ha bezan he devoe. Eun devez, epad he c’housk, e welas eur skeul skedus ha warnezi eur maread gwerc’hezed a zave d’ar baradoz. D’ar mêmes amzer, eur vouez a lavare d’ezi :

« Anjela, na fallgalonet ket ; arôk mervel e savfet en Bresia eun Urz leanezed e giz d’ar re ho peus gwelet. »

Rei a reas kement-se da anaout d’eun nebeut merc’hed-all. Skoazellet gante, e vodas en he zi merc’hedigou ar c’harter da zeski d’eze o c’hatekiz. Gante ec’h ee ive da welet ar re glanv hag ar re baour en o lochennou. He daouarn a veze bepred digor d’ober an aluzen, hag ar c’homzou mat a goueze eus he muzellou a zistroas kalz a bec’herien ouz Doue.

An haden gentan eus an Urz neve a oa tôlet en douar : ugent vla a dlee lakat da ziwan.

He c’harante evit Jezuz-Krist a reas d’ezi mont da Jeruzalem da welet al lec’hiou test eus e vue hag eus e varo. En hent e teuas da vezan dall, ha n’hallas ket gwelet an Douar-Santel gant daoulagad he c’horf. Renet gant ar re a oa ganti, ec’h eas d’al lec’hiou a oa bet santelaet ar muian gant Hon Zalver.

Dalc’h-mat e taouline da bokat d’an douar, en eur skuilh eur mor a zaerou. En eur zistrei d’an Itali, Doue a roas d’ezi a-neve ar gweled. Mont a reas da Rom d’ober he Jubile, hag ar pab Klemant VII, o vezan klevet hano anezi, a c’hoantaas he gwelet. Klask a reas he lakat da superiorez en eur gouent merc’hed en Rom. Anjela a anzavas outan he devoa bet digant Doue ar garg da zevel eun Urz merc’hed en Bresia, hag e oe lezet da vont kuit.

Ar zantez neuze a ’n em glevas gant ar merc’hed a roë d’ezi an dorn en he oberou a drugare, da vevan holl dindan ar memes toën hag ar memes reolen. Evit patronez e kemerjont santez Ursula hag an hano a Ursulinezed a oe dalc’het warneze goude.

An Urz neve ne oe ket pell evit bezan anavezet dre vertuziou al leanezed hag o aked da gelenn ar vugale.

Anjela, avat, ne welas ket anezan o kreski. Doue he galvas davetan da viz genver 1540, d’an oad a c’houec’h vla ha tri-ugent. Goude he maro, an Ursulinezed a greskas buhan, n’e ket hepken dre an Itali, mes ive dre ar broiou-all.

————


KENTEL


Ar skoliou kristen


Tadou ha mammou, c’houi hag a gar ho pugale, daoust ha mat e kavfec’h gwelet aneze o vont en eun ti ha n’ho pefe ket a urz da lakat ho treid ennan hoc’h-unan, ha ne vefe ket a urz zoken, da gomz ac’hanoc’h d’eze ?

Nan, n’eo ket ’ta, aon ho pefe na deufent d’ho tianaout.

Hon Zalver Jezuz-Krist, en Bro-Frans, n’en deus ket a urz da lakat e dreid, ha n’eus ket a urz da lavaret hano anezan en skoliou ar gouarnamant, en parouz ebet. Daoust ha bugale gristen a zo dereat d’eze o darempredi ?

Nan, hep mar ebet. Mar doc’h kristen eta, tadou ha mammou, savet skoliou kristen dre ar vro ha kaset enne ho pugale ; laket aneze etre daouarn mistri ha mestrezed diouz ho torn, e c’hallfet kaout enne pep fizianz ; selaouet mouez an eskibien a zo karget da ren an Iliz ha sentet oute, en han’ Doue :

An eskibien eo ar stur,
Ma sentet oute, ez oc’h sur.