◄ Benviou ar Basion | Ar C’hoareiz | Albin ► |
An daou-ugent devez arôk Pask a zo bet gwestlet d’ar binijen gant an Ebestel o-unan. Ar yun eo, dreist-oll, pinijen ar c’hoareiz. Gwechall e oa pemdeiek. Yunet a vije en eur diouered ar c’hig, an uou, an aman, al lez, hag en eur dremen gant eur pred hepken. En amzeriou kentan an Iliz, e vije grêt ar pred-ze da guz-heol. Ahendall, difennet e oa, dre lezen ar gouarnamant, an holl ebatou ha plijaduriou, zoken ar chase ; al lezvarniou a vije goullo, ar brezeliou a renke paouez.
Ar c’hoareiz a bad daou-ugent de, diouz skouer ar pinijennou digaset gant Doue gwechall, hag a bade, gwech daou-ugent de, gwech daou-ugent vla, evel an Dour-beuz, pinijen Israël er gouelec’h, yun Hon Zalver.
An Iliz a c’houlenn digant ar C’hristen, epad ar C’hoareiz, heuilh skouer Jezuz-Krist war ar Mene : karet ar retred, yun ha pedi eveltan. Ouspen, e c’hourchemen d’ezan ober aluzen, pleustri e zakramanchou, prederian war Basion Hon Zalver, ma vo treuzet e galon gant birou ar binijen ha krouet ennan, ’ benn ar Pask eur galon neve-flamm.