◄ Itron-Varia Hanter-Eost | Arzel | Rok ► |
n blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor ; en o fenn e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel.
Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon ; dal m’en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec’h eas en hent etrezek Pariz, kaset gant Wizur pe gant sant Pôl da gaout ar roue Childebert. Goude bezan bet o chom meur a vla en e lez, eur wech peurc’hrêt e gefridi gantan, e c’hoantaas dizrei da Vreiz-Izel.
Mes Childebert, o c’houzout pebez anaoudegez en doa, ne oe ket jalet da welet anezan o vont eus e rouantelez, hag a roas d’ezan eun dachen douar en kichenik Roazon.
Arzel a zavas eno eur manati, hag a reas eur vad dispar da eneou ha da gorfou e amezeien. Mes keit oa bet en Pariz ma oa deut da gaout kasaüs trouz ar c’hêriou, hag e pellaas diouz Roazon evit en em denn en koat Bresilian.
En Loutehel, elec’h ma tiskuizas eur pennad, e lakas, war a lavarer, eun eienen gaer da darzan. Eiz leo pelloc’h, en kreiz eur vro oue, e savas e beniti, hag e c’hallas, eur pennad, tanva ar blijadur a gaver o vevan e-unan gant Doue hepken.
Hepdale e welas ne oa ket ken diboblet ar vro ha m’he devoa doare da vezan ; kaout a reas, a-gle hag a-zeou, en donder ar c’hoat, tiegeziou Gallaoued, en em dennet eno, eun hanter-kant vla bennak a oa, o tec’hel arôk an Alaniz hag ar Zôzon, a oa bet o tismantr an Arvor : trist oa ar bed gante ; paour oant a vadou an douar, ha ken paour-all a vadou an ene. Arzel a c’honezas aneze da Jezuz-Krist. Dont a rejont neuze da chom en kichen o abostol, hag holl a-unan, en em dôljont da ziskar eur c’horniad eus koat Bresilian, d’ober douar labour. En doare-ze, Arzel, e-lec’h eur peniti hepken, a zavas adarre eur barouz neve a hanver breman Plouermel.
Eus e beniti en kreiz ar c’hoat, an abad santel a yee beb an amzer, d’ober troïou betek e vanati en lez-Roazon ; n’eo ket hepken e venec’h o deveze mall d’e welet o tont davete, mes holl dud ar vro-ze a veze laouen ouz e gaout en o zouez, abalamour d’e zantelez, hep mar ebet, hag ive abalamour d’e ouiziegez war glenvejou al loened. Arzel a ranne e amzer etre an daou di-ze ; koulskoude, gwellan m’en emn gave en neb lec’h oa en Bresilian, hag eno e kreder e varvas.
Plouarzel, en eskopti Leon, ha Plouermel, en eskopti Gwened, o deus an enor d’e gaout da batron.
Tud ar bed a ve er c’hlac’har p’o deve kroaziou, hag ar gristenien vat a ouel pa n’o deve ket. Ar c’hristen a vev en kreiz ar c’hroaziou evel ar pesk en kreiz an dour.
Person Ars.