Buhez ar Sent/1912/Augustin (eskob Hippon)

◄   Jozef Calasanz Augustin Yan Dibenn-Eost   ►


Eizvet devez warn-ugent a viz Eost


SANT AUGUSTIN
Eskob Hippon ha Doktor eus an Iliz (354-430)



Augustin, mab da Veronika ha da Batrik, a oa ganet en Tagast, en Numidi, er bla 354 goude donedigez Jezuz-Krist.

A vihanik e oe kaset da skol e gêriaden, hag e-unan e lavar d’imp, en e skridou, e oa neuze eur bugel lorc’hus ha rok, gant ar re-all eus e oad ; laer, pa veze ar c’houlz da c’hoari ; lezirek, pa veze ar c’houlz da studian ; gaouiad war an disteran digare. Eun tech mad en devoa evelkent : karet a rê e vamm a greiz e galon.

Da drizek vla, e oe kaset da Vadaur, hag ac’hane da Garthaj, da genderc’hel e studi. En em rei a reas neuze a gorf roched d’al labour ; mes gwasan a oe, en em roas ive d’an droug ; da driouec’h vla e kolle e enor, ha da naontek vla en devoe eur mab a hanvas Adeodat.

Ne oa ket awac’h d’ezan sôtri e galon ; mont a reas betek ar penn, ha koll a reas ive e fe ; en em ober a reas manichean.

Da ugent vla, e teuas da zigeri skol c’hrammadeg en Tagast ; e vamm, Monika, a oe rannet he c’halon pa welas petra oa deut he mab da vezan ; kuzul a c’houlennas digant eun eskob o tremen, ha heman a lavaras d’ezi n’halle ket eur mab, hag a oueled hement warnan, en em goll da viken.

Prest goude, Augustin a yeas eus a Dagast da Garthaj, eus a Garthaj da Rom, hag ac’hane da Vilan.

Monika, intanvez eur pennadig a oa, a yeas d’ar gêr divezan-man da chom gantan. Gallout a reas dont a benn d’e gas d’an ofisou d’an iliz ma komze enni sant Ambroaz.

O klevet an eskob bras-ze, Augustin a deuas, a nebeudou, da garet ar relijion gatolik ; pellât a reas dioutan ar plac’h a veve gantan hep bezan e bried ; lenn a reas lizerou sant Pôl ; darempredi a reas eur beleg mat eus kêr ; dont a reas da welet pelec’h oa ar wirione, hag ec’h eas da gemenn d’e vamm e felle d’ezan bevan hiviziken evel eur gwir gristen.

Da Zadorn-Fask 387, hen hag e vab Adeodat a oe badezet gant sant Ambroaz : tri bla ha tregont en devoa. Pa zizroas d’e vro, Valer, eskob Hippon, hen belegas. Sevel a reas eur manati, hag en em dennas ennan gant eun nebeut mignoned. Er bla 395, e oe sakret eskob hag e roas dorn da Valer ; d’e varo e kemeras e garg.

Stourm a reas, hep paouez, ouz an heretiked, dreist-oll ouz ar breizad Morvan ; e genteliou war ar c’hras a zo dispar ; e skridou, a drugare Doue, a zo deut betek ennomp.

Daoust ma oa kaeran spered den a oa war an douar, e oa, koulskoude, dilorc’husan den a c’helljed da welet.

Karet oa gant an holl, zoken gant an heretiked ; ne oa ket evit gouzanv an drouk-prezegerez, ha grêt en devoa moullan, war voger e zal-dibri, ar c’houblad-man :

Ma teuez aman, drouk-prêger,
Prenn mat da veg, pe kerz d’ar gêr.

Mervel a reas d’an 28 a viz eost eus ar bla 430.

————


En de-man, e rêr ive gouel sant Elouan, pe Elocau, enoret en parouz Sant-Guen, gwechall « trev » eus Mûr.

Bevan rê er vro-ze da amzer sant Judikael, roue an Domnone, da lavaret eo, er VIIet kantved. Ar prins-man an evoa savet penitiou da veur a ermit, en koad Bresilien, gant ma lakjent korniadou anezan dindan douar-labour. Sant Elouan a oa unan eus an ermited-ze.

Goude e varo, eur chapel a oe savet d’ezan war e ve. An Tad Maner a brezegas enni, mil vla goude, eur pennadik arôk ma oe adsavet gant an ôtrou Galerne, person Mûr.

Pa oe binniget ar men kentan anezi, er bla 1656, Tad Maner a brezegas ; ar bobl a oa ken niverus ma ne oa bet biskoaz gwelet kemend-all ouz e chilaou. Ac’hane eo e teu brud pardon Sant-Elouan, a zo bet pell amzer unan eus ar c’haeran pardoniou a Vreiz.

Sant Elouan a zo pedet ouz an derzien.

————


BOKED


Ah ! ma Doue ! piou oc’h-hu, ha piou on-me, ma c’hourc’hemennet d’in ho karet, ha ma am gourdrouzet eus ar brasan poaniou ma n’ho karan ket ?

Hag-en zo brasoc’h poan evidon eget chom heb ho karet ?

Petra ’ra ze d’ec’h-hu, pe me ho karo, pe n’ho karin ket ?

Ha c’houi vezo eürusoc’h, mar ho karan ? Ha c’houi vezo nebeutoc’h eürus, ma n’ho karan ket ?

O karante eus ma Doue ! C’houi fell d’ec’h ho karfen, evit am lakat eürus dre ar garante am bezo evidoc’h !

Ah ! re zivezat am eus ho karet, gened bepred koz ha bepred neve ! Re zivezat am eus ho karet !

Sant Augustin.