Buhez ar Sent/1912/Barba

◄   Per Krizolog Barba Sabas   ►

SANTEZ BARBA


Ober a rêr hirie ive gouel santez Barba, merzeriet en broiou ar zav-heol en kantvejou kentan an Iliz. Pedi a rêr anezi evit bezan diwallet diouz an tan, ar c’hurun, ar maro prim, ar seiz pec’hed marvel, hag evit goulenn ar c’hras da gaout ar zakramanchou arôk mervel.

————


KENTEL


Eur zant trist a zo trist e santetez


« An hini ne fell ket d’ezan kemer e-unan, na lezel ar re-all war e dro da gemer tamm plijadur ebet, a zo en e galon, eme sant Fransez a Zal, eun tech fall eus ar re fallan. » Rak, herve ma lavare gwechall an Otrou Guillou :


Heb eur begad pebr ha hôlen,
Eo meurbed goular ar zouben ;
Er giz-ze, ma n’ho peus bemdez,
Nemet labour tenn hag enkrez,
E vo divlas ho teveziou :
Red eo plijadur a-wechou.

Red eo diskuizan beb an amzer. Ar c’horf hag ar spered n’eo ket dir ha houarn int ; n’int ket goest da badout, hep paouez eur pennad bennak gante.

Mes evel ma zo poan ha poan, poan hag a dalv da brenan hon flas er baradoz, ha poan hag a dalv da brenan hon flas en ifern, zo ive plijadur ha plijadur ; plijadur hag a dalv evit ar baradoz, ha plijadur hag a dalv evit an ifern. Rak-se ’ta, arôk kemer hon lod en plijaduriou ar vue-man, eo red d’imp teurel evez oute ha mont d’eze gant furnez, sapienter, evel ma lavar d’imp ar Spered-Santel.

Gant furnez, da lavaret eo, o c’hemer pa ve ar mare d’hen ober, ha nan pa ve ar mare da labourat, da gousket pe da bedi.

Gant furnez, da lavaret eo c’hoaz, kemer ar re hepken n’hallont ober droug ebet d’hon zilvidigez.

Gant furnez, da lavaret eo, kemer, kentoc’h, ar re aneze a c’hall, ouspen didui, ober vad d’ar spered ha d’ar galon, evel mac’h eo ober eur bale, lenn eul levr kaer, pe selaou displegan eur pez-c’hoari plijadurus ha skouerius bennak.