Buhez ar Sent/1912/Bernard

◄   Loeiz Bernard Janned-Franseza de Chantal   ►


Ugentvet devez a viz Eost


SANT BERNARD
Abad Klervo ha Doktor eus an Iliz (1091-1153)



Bernard [1], helavaran, galloudusan, brudetan ha santelan den a vevas en daouzekvet kantved, a oe ganet er bla 1091, en kastel Feunteuniou, er Bourgogn.

Ober a reas e studi gant beleien Chatilhon. Da ugent vla, e kollas e vamm. Ar gened a lintre war e dâl, ar furnez a skede en e gomzou ; an holl e gare.

Gant aon d’en em goll, e kimiadas diouz ar bed da dri bla warn-ugent hag en em dennas en manati Sito, gant tregont den yaouank, a oa en o zouez pevar eus e vreudeur.

Sant Bernard
Sant Bernard

Pac’h eent da c’houlenn bennoz o zad, arôk mont eus ar gêr, Gien, ar mab henan, a lavaras da Nivard, ar mab yaouankan, a chome gant e c’hoar Hombelina da harpan o zad en e gozni :

— Kenavo, ma breur bihan Nivard, c’houi ho pezo breman hon holl vadou hag hon holl leveou.

— Petra, eme ar bugel, gant eur furnez dreist e oad, c’houi gemer an nenv evidoc’h, hag a lez ganin an douar? Fall e lodennet an danve.

A-benn nebeut goude, ar pôtrig-ze, gant e dad, a heuilho ive roudou e vreudeur, ha Hombelina, divezatoc’h, a yelo ive da leanez.

En Sito, Bernard a oa ken troët war ar yun ma oa eur binijen evitan en em lakat ouz tôl pa deue heur ar prejou. Didrue oa ouz e gorf, hag anzao a rê, war e gozni, oa bet êt re bell war an tu-ze, rak mar deo mat kastizan, arabad eo terri an nerz en deus roët Doue d’imp da labourât evitan. Ren a rê bue eun êl, kentoc’h eget bue eun den, ken nebeut-all a breder a gemere gant treo an douar.

Da bemp bla warn-ugent, e oe kaset gant eun nebeut eus e genvreudeur da ziazezan manati Klervo (1116), ha dont a reas ken brao a benn eus e dôl, ma teuas hepdale da gaout seiz kant manac’h endro d’ezan.

E c’hiz oa chom hep gourdrouz hini ebet eus ar re a oa dindannan, pa wele ne vije ket grêt a zigemer vat d’e gomzou, rak, emezan : « Pac’h a droug en hini a c’hourdrouz, hag en hini a zo gourdrouzet, elec’h diluian eur guden, nemet he luian muioc’h-mui ne rêr ken. »

Sevel a reas dre ar bed eiz-ugent ti eus e Urz. En Breiz hepken, e savas dek. Er bla 1129, Emengard, intanvez Alan Fergan ha mamm Konan III, duk Breiz, a ’n em reas leanez en Larre, en kichen Dijon. Bernard eo a zigemeras he le, ha goude e skrivas d’ezi ouspen eur wech, hag Ermengard eo a zigoras an hent da venec’h Klervo da zont en Breiz.

En penn manati Buzai, sant Bernard a lakas Nivard, e vreur yaouankan ; dont a reas d’ober tro Breiz da welet penôs ec’h ee ar bed gant e venec’h, er bla 1144 [2].

Er bla war-lerc’h, Eujen III (1145-1153), eur manac’h eus Klervo, a bignas war Gador sant Per. Bernard a zavas evitan al levr De Consideratione, kaeran skrid a gouezas diouz e bluen.

Ar c’heleier a ’n em gave er mare-ze eus ar zav-heol a oa glac’harus : Jeruzalem a oa prest da gouezan adarre etre daouarn ar Vuzulmaned.

Eujen III a gargas abad Klervo da embann ar brezel santel. Bernard a redas ar Frans hag an Alamagn, en eur brezek d’ar rouaned ha d’ar boblou, hag en eur gas liziri d’ar re n’halle ket mont betek enne. Dont a reas a benn eus e gefridi ; ne oad ket evit chom heb senti ouz eun den a gomze evel ma rê hag a oa ar miraklou o heul e gomzou.

Ar brezel eta a oe diskleriet gant ar Fransizien en Vezelai (1146), goude eur brezegen grêt gant abad Klervo.

Daou-c’hant mil den, seiz-ugent mil brezellour aneze, a gemeras hent ar Palestin, renet, darn gant Loeiz VII, roue Frans, ha darn-all gant Konrad III, impalaer an Alamagn (1147). Ne zigouezas gantan nemet koll war goll. Bras e oe ar c’haonv er broiou kristen, p’en em gavas enne ar c’helou-ze ; meur a hini a dôlas ar bec’h war zant Bernard ; poaniet bras e oe gant an dra-ze.

« Mar deo red d’an dud en em gemer ouz unan bennak goude an darvoud-ze, emezan, gwell eo o gwelet o ’n em gemer ouzin eget ouz an Otrou Doue.»

Skrivan reas koulskoude eul lizer evit en em zifenn, ha lavaret a rê ennan e oa dizurziou ar groazourien ar penn-abeg eus o c’hollou.

Kas a reas ive liziri kalet da bobl Rom, ne oa mui ar pab evit chom en e douez, kement a zismegans a rê d’ezan.

War e dremenvan, e venec’h endro d’e wele a ouele dourek. An daerou-ze a deneraas e galon hag e ouelas : « N’ouzon ket, emezan, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, n’ouzon ket ouz pehini eus an diou garante-man eo mat d’in senti, pe ouz karante ma bugale am stag ouz an douar, pe ouz karante ma Doue am zenn trezek ar baradoz ».

War ar geriou-ze e tremenas.

Son ar c’hleier en kaonv, mesket gant pedennou an anaon kanet gant seiz kant manac’h, a lakas traouien Klervo da dregerni hag a embannas dre ar bed maro sant Bernard.

An dra-ze a ’n em gave d’an ugentvet devez a viz eost 1153, da nav heur diouz ar beure.

Ar zant en devoa daou vla ha tri-ugent. Daou-ugent vla a oa m’oa en em roët da Jezuz-Krist, korf hag ene, hag eiz vla ha tregont so e oa abad. Alexandr III hen lakas war roll ar zent, bla warn-ugent hepken goude e varo ; Pi VIII a roas d’ezan al lezhanv a zoktor eus an Iliz.

E oberou a virer c’hoaz ; ouspen pemp kant gwech int bet moulet dija.

————


BOKED


War e dremenvan, sant Bernard a roë ar gemmennadurez-man d’e venec’h :

« Tri dra zo, emezan, am eus miret gwellan m’am eus gallet, hag e karfen ho kwelet oc’h ober eveldon : dalc’h-mat am eus bet nebeutoc’h a fizianz ennon ma-unan eget em nesan ; p’on bet glazet, n’am eus biskoaz klasket glazan an neb en deveze ma glazet ; evez am eus laket, muian m’am eus gallet, gant aon da rei skouer fall da unan bennak. »



  1. Darn a lavar Bernez
  2. Goude e varo e oe savet tri manati-all :
    Er bla 1170, manati Itron-Varia Karnoët, en eskopti Kerne ;
    Er bla 1184. manati Itron-Varia Bon-Repos, eskopti Kerne ;
    Er bla 1200. manati Itron-Varia Gernevez, eskopti Gwened.