◄ Erwan | Bernardin a Zienn | Felix a Gantalis ► |
’an eiz a viz gwengolo 1380 e teuas Bernardin er
bed, en Massa, en Toskan. E dad a oa unan eus
pennou-bras kêr.
D’an oad a dri bla, e kollas e vamm, ha d’an oad a seiz vla, e dad. Unan eus e voerebezed, Diana, a ’n em gargas anezan. E garet a rê evel he mab, ha rei a reas d’ezan eur gelennadurez eus ar gwellan ha, dreist-oll, e lakas en e galon eur garante vras evit ar Werc’hez hag evit ar beorien.
Eun devez, ar voereb n’he devoa nemet ar bara red evit ar pred ; eur paour a skoas war an nor hag ar wreg kez ne roas d’ezan netra. Ar bugel a welas hag a lavaras kerkent : « Oh ! en han’ Doue, roët eun dra bennak d’ar paour-ze ; anez-ze, n’hallin dibri netra epad an de ! »
Da unnek vla, Bernardin a yeas da chom da Zienn, da di daou eontr d’ezan, evit gallout heuilh skoliou bras ar gêr-ze. Dont a reas da vezan trec’h da vugale e oad dre e zeskadurez hag, ar pez a zo gwell, dre e furnez. Devot bras oa d’ar Werc’hez. Pa veze o vont da zaoulinan dirak he skeuden, e lavare alïes : « Mont a ran da welet an hini a garan ; brasoc’h eo he gened evit hini holl verc’hed Sienn. »
Er bla 1400, ar vosen a grogas en Sienn. Bernardin, heb aon, a ’n em lakas da louzaoui ar re glanv. Epad ar pevar miz ma padas ar c’hlenved, e chomas noz-de en kichen gweleou ar glanvourien, bepred prest da rei d’eze o goulenn, ha war e vuzellou komzou mat ha karantezus, evit o c’hennerzi ha lakat o ene en stad vat da vont dirak Doue.
Nebeut goude, e c’houlennas digor en Urz sant Fransez. Evitan da vezan beleg, e blijadur oa ober al labour disteran eus ar gouent ; ha pa veze karget a zismegans, neuze e veze al laouennan. Kaset da gestal dre gêr gant unan-all eus e vreudeur, eur vandennad bugale divergont a ’n em lakas da deuler mein war o lerc’h. Ar manac’h hen heuilhe a c’hrozmole ; ar zant a lavaras d’ezan : « Ma breur, bezomp sioul ; ar vugale-ze a ro tu d’imp da gaerat hon c’hurunen er baradoz ! »
Prezek a reas er c’hêriou brasan eus an Itali, ha gant kement a frouez ma oe gwelet an dud o vont war wellât, ha kalz pec’herien o tizrei ouz Doue.
E deod a oa lemm evel eur c’hleze, ha n’eus forz pegen kaledet e veze an ene, e teue a benn da lakat ar wirione da zankan enni.
Ouz e glevet, al laeron a restôle, an enebourien a ’n em unane, hag an dud stag o c’halon ouz an arc’hant a ranne o danve etre ar beorien. An dud diboell a zigase d’ezan benviou o c’hoariou risklus ; ar merc’hed, ar ficherez hag an arc’hantiri a c’holoe o dilhajou, hag o devoa grêt d’eze koll kement a eneou.
Karante Bernardin evit Jezuz a oa bras, ha kammed ne roë eur brezegen hep lavaret an hano santel-ze. Alïes, en fin e zarmoniou, e tiskoueze d’ar bobl eun dôlen, J. H. S. warnezi, en lizerennou aour, gant eur gurunen a sklerijen tro-dro d’eze. Pedi rê neuze ar re a veze ouz e selaou da zaoulinan ha d’en em unani gantan evit adori Salver ar bed.
Eleiz a gavas abeg ennan hag a oe mall gante e damall. Ar pab Martin V a lemmas digantan, evit pad e vue, ar galloud da brezek ar fe.
Ar manac’h santel ne glaskas ket, zoken, en em zifenn ; mes ar pab a deuas da welet e oa bet tamallet en gaou, ha goude bezan grêt eun enklask war ar c’henteliou a roë d’ar bobl fidel, e reas e veuleudi hag e roas d’ezan ôtre da brezek elec’h ma karje.
En despet d’ezan e oe hanvet vikel jeneral en e Urz, ha chom a reas er garg-ze epad pemp bla.
En kêr Akila, en Abruz, trec’het gant an derzien, e roas e ene da Zoue, de ar Yaou-Bask, epad ma kane e vreudeur ar c’homzou-man eus ar gousperou :
« Ma zad, grêt am eus anaout ho hano d’an dud ho peus digaset davedon ; breman e pedan evite, ha nan evit ar bed, rak mont a ran davedoc’h. »
E varo a arruas er pevare bla ha tri-ugent eus e vue (1444).
Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a reas d’ar pab Nikolas V e lakat en renk ar zent, c’houec’h vla hepken goude e varo (1450).
J. B. M.
Hano Jezuz eo ar c’haeran hag an dudiusan eus an holl hanoiou.
« Bezan eo, eme sant Bernard, evel eun tamm mel er genou, evel eur c’han dudius er skouarn, ha lakat a ra ar galon da dridal gant ar joa.
» Ha c’houi zo tenval ho penn hag enkrezet ho kalon ? Sonjet en Jezuz ; digaset e hano war ho muzellou, ha raktal e vefet laouen adarre hag hoc’h enkrez a nijo pell diouzoc’h.
» Ha spontet oc’h o welet ho pec’hejou, ha dija prest da gouezan en dizesper ? Galvet Jezuz d’ho sikour, lavaret e hano, ha kerkent ar fizianz hag an esperanz a deuio endro, rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijen, magadurez ha louzou ; sklerijen eo evit ar spered, magadurez eo evit ar galon ha louzou evit parean klenvejou an ene. »
O ma Jezuz, o ma c’harante,
Bezet em c’halon ha bemnoz ha bemde !